Morlu donvor
Neuz
(Adkaset eus Morlu uhelvor)
Morlu donvor
Iskevrennad eus | Morlu ![]() |
---|

Ur Morlu donvor a vez graet eus un arme-vor a c'hell bezañ oberiant dre ar bed a-bezh, dreist-holl er morioù don ha meurvorioù digor. An doare da zielfennañ ervat petra a ya d'ober ur morlu donvor n'eo ket resis c'hoazh, met embannet e vez e rank kaout ar galloud da vezañ oberiant war vor betek pell diouzh an douaroù. Evit Stadoù-Unanet Amerika e vez graet gant kodoù liv: "blue-water navy" evit an donvor hag ar morioù don, "brown-water navy" evit ar stêrioù hag an dourioù tost d'an aod ha "green-water navy" evit an aodoù met nepell diouzh ar vro.
N'eus nemet Stadoù-Unanet Amerika o kaout nerzh a-walc'h evit bezañ oberiant dre ar bed a-bezh.