Brezel etre Japan ha Rusia

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Brezel etre Japan ha Rusia
Tamm eus Brezel etre Japan ha Rusia
RUSSOJAPANESEWARIMAGE.jpg

Adal an a-us: Morreder rusian Pallada tennet warnañ e Porzh Arzhur, Marc'hegiezh Rusia e Mukden, Morreder rusian Varyag ha kanolierezh Korietz e bae Chemulpo, soudarded Japan marvet e Porzh Arzhur, troadegiezh Japan o treuziñ ar stêr Yalu
Deiziad: 8 a viz C'hwevrer 1904 - 5 a viz Gwengolo 1905

(1 bloaz, 6 miz ha 4 sizhun)

Lec'h: Europa ar reter
Disoc'h: Koll strategiel ha brud gant Impalaeriezh Rusia. Japan o kemer galloud da geñver plas an impalaeriezh er bed.
Niver a emgannerien
Flag of Japan.svg Etre 300 000 ha 500 000 soudard Flag of Russia.svg Etre 500 000 hag 1 milion soudard
Tud lazhet
47 152–47 400 lazhet

11 424–11 500 marvet dre gloazadennoù

21 802–27 200 marvet dre kleñvedoù
34 000–52 623 lazhet pe marvet dre gloazadennoù

9 300–18 830 marvet dre kleñvedoù 146 032 gloazet

74 369 prizoniet

Ar Brezel etre Japan ha Rusia (8 a viz C'hwevrer 19045 a viz Gwengolo 1905) a oa bet ur brezel etre Impalaeriezh Rusia hag Impalaeriezh Japan. Diaz ar brezel a oa an enebiezh impalaeriel da geñver perc'henniñ tiriadoù Manchouria ha Korea. Darn an emgannoù a oa bet e ledenez Liaodong ha Mukden e su Manchouria hag ar morioù tro-dro Korea, Japan hag ar Mor_Melen.

Rusia a voe trec'het meur a wech gant Japan met an Tzar Nikolaz II a oa kendrec'het e oa tu da c'hounez gant Rusia. Gant ar soñj-se e lakaas nerzhioù ouzhpenn er stourm. Goustadik e komprenas ne oa ket tu gounez, stanket gant e hent e klaskas ober eus e seizh gwellañ evit chom hep sinañ un arsav-brezel mezhus. Ar brezel a voe ehanet gant feur-emglev Portsmouth, dindan evezh ar prezidant stadunanat Theodore Roosevelt. Trec'h peurglok Impalaeriezh Japan a bamas an dud dre ar bed. Kemmañ a reas galloud an nerzhioù en Azia, impalaeriezh Japan en devoa kemeret ur plas bedel.

Lec'hioù an emgannoù e-pad Brezel Rusia Japan

Kenaroud istorel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goude an Adsav Meiji e 1868, ar gouarnamant Meiji a grogas da dennañ splet eus mennozhioù ha doareoù d'ober broioù ar C'hornôg. Ar pal a oa adpakañ ar buanañ ar gwellañ an dale war ar vroioù-se. War an dachennn teknikel ha milourel e voe graet ul lamm bras spontus gant impalaeriezh Japan. E fin an xixvet kantved, Japan a oa troet d'un nerzh greantel ha modern. Ar Japaniz a glaske bezañ anzavet gant broioù galloudus ar bed. An adsavidigezh Meiji a oa diazezet gant mennad ur Japan modern ha galloudus, met o terc'hel d'e dibarelezhioù. Chom a rae stag mennozh un impalaeriezh o emledañ war-zu an douaroù estren-vor.

Kampagn brezel 1904[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Emgann Porzh Arzhur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Nozvezh an 8 a viz C'hwevrer 1904, flodad brezel Japan an Amiral Tōgō Heihachirō a grogas gant an obererezh brezel kentañ o tagañ listri-brezel Rusia e Porzh Arzhur dre souzh. An dagadenn a labezas kreñv an Tsesarevich ha Retvizan, listri-brezel ponnerañ Rusia e Reterazia, hag al lestr-brezel 6 600 tonenn Pallada. An tagadennoù-se a roas harp da kregiñ gant an emgann gwirion ar mintinvezh war-lec'h. un heuliad emgannoù war-vor a voe met hep kaout un disorc'h anat evit un tu. An Adiral Tōgō ne c'helle ket tagañ re dost diouzh ar porzh dre ma oa difennet ar flodad bigi brezel rusian gant kanolioù an arvorioù, ar Rusianed eus o tu ne oant ket gwall entanet gant kuitaat difenn ar porzh dreist-holl goude marv an amiral Stepan Osipovich Makarov d'an 13 a viz Ebrel 1904. Gant ma chome didrec'h an nerzhioù en emgann, an dagadenn dre souezh he doa sabatuet ar rusianed hag a oa bet soñjoù un trec'h aes er brezel-se a-raok ma krogfe. Ar Japaniz a oa mennet gant kas da benn an oberiadurioù brezel padal e-kostez Rusia e oa ur c'hoant chom kuzhet er porzh.

An emgannoù-se a servijas da guzhañ ha difenn an dilestradeg gant nerzhioù lu impalaeriezh Japan e-kichen Incheon e Korea. Adal Incheon ar Japaniz a aloubas Seoul ha goude-se peurest ar vro. e fin miz Ebrel, lu Impalaeriezh Japan dindan urzhioù Kuroki Itei a oa prest da dreuzhiñ ar stêr Yalu evit mont etrezek douaroù Manchouria e-dalc'h Impalaeriezh Rusia.

Sez Porzh Arzhur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar Japaniz a glaske difenn implij Porzh Arzhur gant ar Rusianed. E-pad nozvezh an 13–14 a viz C'hwevrer, nerzhioù lu Japan a glaskas stoufañ ar porzh en ur gas d'ar strad bigi er c'hanol donañ. Siwazh dezho ar bigi a oa re vihan evit dont a-benn da dizhout ar c'hefridi. Adkroget e voe ar memes tro nozvezh an 3–4 a viz Mae met ur wech c'hoazh e voe un taol-kleze en dour.

E miz Meurzh ar besamiral Makarov a oa e-penn kentañ skouadron flodad rusian ar Meurvor Habask. Evitañ e oa anat e oa ret terriñ ar sez war ar porzh.