Brezel ar Boshin
Neuz
Brezel ar Boshin
| Anvet diwar | Yang Earth Dragon |
|---|---|
| Stad | Tokugawa shogunate, Government of Meiji Japan |
| Deiziad kregiñ | 27 Gen 1868 |
| Deiziad echuiñ | 27 Mez 1869 |
| Prantad | Meiji period |
| Perzhiad | Republic of Ezo, Tokugawa shogunate, Government of Meiji Japan |

Brezel ar Boshin (戊辰戦争 Boshin Sensō, "Brezel bloavezh an aerouant douar Yang"), lesanvet a-wechoù Reveulzi Japan a oa bet ur brezel diabarzh e Japan, a oa padet bloaz, e 1868 ha 1869, etre nerzhioù ar shogunelezh Tokugawa hag ar re a blede gant rentañ ar galloud d'al lez impalaeriel.
Ar brezel a oa bet awenet gant an dipit e-touez noblañsoù bras hag ar samouraied yaouank o welet ar shogunelezh o kouezhañ goustadik etre daouarn stadoù estren goude ma voe kroget gant digoradur Japan an dek vloaz a-raok. Gant ma oa nerzh ha galloud stadoù ar C'hornôg o kreskiñ e bed an ekonomiezh, ar pezh en devoa degaset ur gouezhadenn eus nerzh ar vro evel e broioù all en Azia.

| ||||||||||||||||||||||||||||