Oadvezh Heisei

Eus Wikipedia
Oadvezh Heisei
Japanese era name, marevezh istorel
Rann eusIstor Japan Kemmañ
Anvet diwarpeoc'h Kemmañ
StadJapan Kemmañ
Raklec'hiet gantOadvezh Shōwa Kemmañ
Heuliet gantReiwa era Kemmañ
Krouet gantAkihito Kemmañ
Deiziad kregiñ8 Gen 1989 Kemmañ
Deiziad echuiñ30 Ebr 2019 Kemmañ
Arouezenn Unicode Kemmañ
An impalaer Akihito gwisket gant ar sokutai e lid tronidigezh miz Du 1990.

Goude marv an impalaer japanat Hirohito e 1989 e pignas e vab Akihito war an tron e 1990. An Oadvezh Heisei a reer eus e ren, a badas eus an 8 a viz Genver 1989 betek e zilez d'an 30 a viz Ebrel 2019[1].

1989-2000[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1989 end-eeun e tarzhas "klogorenn armerzhel" Japan. D'ar strad ez eas eskemmdi Tōkyō ha priz an douaroù, ha dic'hwez moneiz a voe. Sammet e voe ar bankoù gant dleoù a vire ouzh ar vro a bareañ he armerzh[2]. "An Dekvloazhiad Kollet" (失われた十年 Ushinawareta tōnen) e voe ar bloavezhioù 1990[3]. Gwashoc'h e teuas an enkadenn pa sankas ar feur genel pell dindan al live ret da zerc'hel live ar boblañs[2]. Padout a reas ar chagadur armerzhel en dekvloazhiadoù war-lerc'h, ha biskoazh ne adsavas eskemmdi Tōkyō betek e live kent. Peuzdistrujet e voe ar reizhiad shūshin koyō, ha kreskiñ a reas an niver a dud dilabour. Gant kleñved an armerzh ha meur a zroukskouer a-fet goubrenerezh e wanaas galloud an SDF, daoust ma voe Pennmaodierned na oant ket eus ar strollad-se o ren ar vro e 1993-96 ha 2009-12[2],[4].

Droukskouer ar gompagnunezh Recruit e 1988 a lakaas kalz politikourien vrudet eus Bro-Japan da reiñ o dilez ha gwanaeet e oa fiziañs an dud er Strollad Demokratour Frankizour (LDP), bet kontrollet gantañ gouarnamant Japan e-pad 38 vloaz. E 1993 e oa kannet an LDP gant ur gengevredad renet gant Morihiro Hosokawa. Koulskoude e kouezhas ar gengevredad-se en he foull rak en em vodet en doa ar strolladoù da ziskar galloud al LDP hepken, ha dizemglev a oa etrezo diwar-benn hogos pep kudenn sokial. Distreiñ a reas an LDP er gouarnamant e 1994, pa roas e skoazell da zilenn ar sokialour Tomiichi Murayama evel kentañ ministr.

Er bloavezhioù 1990 e oa ur prantad a welas kresk brud vat an anime hag ar c'hendalc'hoù anime. Meur a frañchiz anime a zeuas da vezañ brudet-kenañ evel Pokémon, Hello Kitty, Sailor Moon, Saint Seiya, Gundam, Fist of the North Star, Dragon Ball, Yu-Gi-Oh hag Evangelion[5].

E 1995 e oa ur pikol kren-douar a 6,8 derez war skeuliad Richter e Kobe, e Prefediezh Hyōgo ha taget e oa Metro Tokyo gant gaz sarin gant sponterien eus an disivoud Aum Shinrikyo. Dre ma ne voe ket gouest gouarnamant ar vro da gilstourm buan d'an darvoudoù-se e voe savet aozadurioù e-maez gouarnamant o deus c'hoariet ur roll pouezusoc'h-pouezusañ e politikerezh Bro-Japan abaoe.

D'an 11 a viz Kerzu 1997, e oa degemeret ar feur-emglev etrebroadel anvet Protokol Kyoto da reoliañ al laoskadennoù gazoù o efed ti-gwer gant 192 bro e Kyoto[6].

E-pad ar prantad-se e teuas Japan da vezañ ur galloud milourel en-dro. E 1991, Japan a roas ur skoazell $10 miliard hag a gasas urzhiataerioù milourel evit Brezel ar Pleg-mor[7]. Koulskoude, mellad 9 ar vonreizh a vire outi a gemer perzh en ur brezel da vat, ha da-heul, Iran a gavas abeg e Bro-Japan abalamour ma ne rae nemet prometiñ arc'hant ha ne blije ket dezhi an doare ma kenlaboure Bro-Japan e Brezel ar Pleg-mor. Goude ar brezel, avat, etre ar 26 a viz Ebrel ha miz Here 1991 e oa kaset c'hwec'h lestr drager minoù eus JMSDF a dennas 34 min e Pleg-mor Persia da wellaat surentez an hentoù war vor[8].

2000-2009[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goude Brezel Irak, e 2003 e asantas kabined ar c'hentañ maodiern Junichirō Koizumi d'ur steuñv da gas war-dro 1000 soudard eus Nerzhioù emzifenn Bro-Japan da reiñ o skoazell evit adsavadur Irak. Ar brasañ kasadenn soudarded er-maez Bro-Japan e oa abaoe an Eil Brezel-bed hep kemer ali an ABU. Padout a reas o c'hefridi betek miz C'hwevrer 2009[8].

Kib mell-droad ar bed e 2002 a oa ar c'hentañ Kib ar bed aozet gant ar FIFA a oa dalc'het en Azia, an hini gentañ dalc'het er-maez Europa hag Amerika, kenkoulz hag an hini gentañ a oa aozet gant ouzhpenn ur vroad. Kenaozet e oa Kib ar bed-se evit ar skipailhoù mell-droad broadel gwazed gant Japan ha Republik Korea da wellat o darempredoù[9].

D'an 23 a viz Here 2004, 16vet bloaz an oadvezh Heisei, e oa hejet prefediezh Niigata e rannvro Hokuriku gant ur pezh kren-douar. Lazhet e oa 52 zen ha kantadoù all a oa gloazet.

E miz Du 2005 e pradas an egorlestr robotek Hayabusa, kaset gant ar JAXA, war un asteroidenn hag e tastumas standilhonoù eno e stumm tammoù danvez asteroidel munutn hag a oa degaset d'an Douar gant an egorlestr d'an 13 a viz Mezheven 2010. Ar c'hentañ egorlestr e oa en istor a oa savet da bradañ a-ratozh-kaer war un asteroidenn ha da zibradañ goude. Kefridi an Hayabusa a oa ar c'hentañ ivez da zegas standilhonoù eus un asteroidenn d'an Douar d'o dielfennañ[10].

Goude bezañ kollet an dilennadegoù e roas ar c'hentañ ministr Shinzō Abe e zilez a-daol-trumm, hag en diskar-amzer 2007 e teuas Yasuo Fukuda da vezañ kentañ ministr war e lerc'h. Fukuda a roas e zilez d'e dro e miz Gwengolo 2008 ha choazet e oa Tarō Asō gant e strollad da gemer e lec'h.

E miz Eost 2009, evit ar wezh kentañ, e c'hounezas Strollad demokratour Japan (DPJ) 308 sez e dilennadeg ar gannaded. An trec'h-se a lakaas da baouez 50 vloaz mestroni politikel eus an LDP. Abalamour d'an disoc'hoù-se e roas Tarō Asō e zilez a rener eus an LDP, ha Yukio Hatoyama, prezidant DPJ a zeuas da vezañ maodiern kentañ d'ar 16 a viz Gwengolo 2009. Koulskoude en em gavas luziet an DPJ hepdale e droukskouerioù arc'hanterezh ar strollad, ma oa lakaet e kaoz tud tost da Ichirō Ozawa peurgetket. Naoto Kan a oa choazet gant an DPJ evel kentañ ministr nevez, met koll a reas buan e vuiañ-niver er gambr goude dilennadeg Kambr ar guzulierien, ha gwallzarvoud al lestr Senkaku e 2010 a lakaas an darempredoù etre Japan ha Sina da drenkañ.

2010-2024[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Poblañs Bro-Japan a dizhas 128 milion e 2010. Poblañs vrasañ Bro-Japan e voe en istor[11]. Digreskiñ a reas er bloavezhioù goude abalamaour d'ur feur genel izel.

E miz Gouere 2010 e oa diazezet kentañ bazenn ar JSDF tramor goude ar brezel e Djibouti, e Somalia[12].

E 2011 e teuas ekonomiezh Sina da vezañ an eil brasañ er bed. Diskenn a reas hini Japan en trede plas e-keñver PDG dre benn[13].

Menez Fuji ha "Tokyo Skytree" (2012)

E miz Meurzh 2011 e teuas an "Tokyo Skytree", ennañ 634 metr, da vezañ an tour uhelañ er bed[14][15] hag an eil savadur brasañ er bed goude ar "Burj Khalifa".

D'an 11 a viz Meurzh 2011 da 2e 46 goude merenn e c'houzañvas Japan ar c'hren-douar kreñvañ anavet biskoazh en e istor , dezhañ 9 derez war skeuliad Richter, hag a skoas lec'hioù e teir rannvro : Tōhoku, Chūbu ha Kanto e biz Honshu, en o mesk tolead Tokyo[16][17]. Un tsunami gant gwagennoù 10 metr a veuzas an douaroù meur a gilometr diouzh an aod[18], hag a lakaas un niver bras a dangwallioù da darzhañ. Edo epikreizenn ar c'hren-douar tost da gêriadennoù ha kêrioù en aod na c'hellas ket bezañ kuitaet gant miliadoù a dud en desped d'ar reizhad da verzañ an dud eus an tsunamioù[19] hag e Kreizenn nukleel Fukushima Daiichi hag e teir c'hreizenn nukleel all e savas kudennoù bras gant ar reizhadoù yenaat[20], ar pezh a oa heuliet gant ar gwallzarvoud grevusañ a gontammadur skinoberiant abaoe Gwallzarvoud Tchernobyl. Goude ar c'hren-douar e komzas an impalaer d'ar vroad evit ar wezh kentañ en un abadenn skinwel enrollet en a-raok. E miz Gwengolo 2018, Naomi Osaka a zeuas da vezañ ar c'hentañ Japanadez a gemeras perzh e gourfennoù ur chelem bras en hec'h-unan hag ar c'hentañ Japanadez a c'hounezas unan. Gounit a reas Naomi Osaka an US Open 2018[21][22].

E 2018, glav-bil e kornôg Japan a lakaas kalz tud da vervel en Hiroshima hag Okayama. Ur c'hren-douar a skoas Hokkaido ivez, hag a lazhas 41 den hag ur blackout er ranvro a-bezh[23].

Aprouet e oa ar c'hentañ kefridi roet d'ar JSDF da gas soudarded da zerc'hel ar peoc'h en un operasion na oa ket renet gant Aozadur ar Broadoù Unanet e miz Ebrel 2019. Kaset e oa daou ofiser eus ar JGSDF da evezhiañ un harz-tennañ etre Israel ha Bro-Egipt e post gourc'hemennerezh an Nerzh etrebroadel e Ledenez Sinai eus an 19 a viz Ebrel betek an 30 a viz Du 2019[24].

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Farris 1985.
  2. 2,0 2,1 ha2,2 Henshall 2012.
  3. Meyer 2012.
  4. Pekkanen 2018.
  5. Poitras, Gilles (2000). Anime Essentials: Every Thing a Fan Needs to Know. Stone Bridge Press. 73 p. ISBN 978-1-880656-53-2. 
  6. 7 .a Kyoto Protocol to the United Nations Framework Convention on Climate Change. UN Treaty Database.
  7. Freedman, Lawrence, and Efraim Karsh. The Gulf Conflict 1990–1991: Diplomacy and War in the New World Order. Princeton, New Jersey: Princeton University Press, 1993. Print.
  8. 8,0 ha8,1 Two Decades of International Cooperation: A Look Back on 20 Years of JSDF Activities Abroad. Japan Ministry of Defense (24 December 2011).
  9. Jones, Grahame L. (1 June 1996). "A Political Football Lands in Japan and South Korea", Los Angeles Times. 
  10. Hayabusa Landed on and Took Off from Itokawa successfully – Detailed Analysis Revealed / Topics. Japan Aerospace Exploration Agency.
  11. Population Projections for Japan (January 2012): 2011 to 2060 Patrom:Webarchive, table 1-1 (National Institute of Population and Social Security Research. Retrieved 13 January 2016).
  12. Narusawa, Muneo (28 July 2014). "The Overseas Dispatch of Japan's Self-Defense Forces and U.S. War Preparations 自衛隊海外派遣と米国の戦争準備", The Asia-Pacific Journal: Japan Focus. 
  13. United Nations Statistics Division - National Accounts.
  14. Japan Finishes World's Tallest Communications Tower. Council on Tall Buildings and Urban Habitat (1 March 2012).
  15. Tokyo Sky Tree. Emporis.
  16. Martin Fackler, Kevin Drew: Devastation as Tsunami Crashes Into Japan. The New York Times, 11 March 2011
  17. USGS analysis as of 12 March 2011. U.S. Geological Survey (11 March 2011).
  18. Massive tsunami caused by quake’s shallow focus. The Hamilton Spectator, 12 March 2011
  19. Japan's catastrophes—Nature strikes back—Can fragile Japan endure this hydra-headed disaster? The Economist, 17 March 2011
  20. K.N.C., H.T., A.N.: Containing the nuclear crisis
  21. Newman, Paul (7 September 2018). "Naomi Osaka becomes first Japanese woman to reach a Grand Slam final", London Evening Standard. 
  22. Osaka stuns Serena, captures first Grand Slam title at US Open.
  23. Error on call to Template:cite web: Parameters url and title must be specified
    (ja)
    . Fire and Disaster Management Agency (14 September 2018).

  24. "Japan approves plan to send JSDF officers to Sinai, on first non-U.N. peacekeeping mission" (2 April 2019). 


 日本と日本文化のポータル — Porched Japan ha sevenadur Japan • Adkavit ar pennadoù a denn da Japan ha d'he sevenadur — 日本とその文化についてのページを見つける