The New York Times

Eus Wikipedia
Pajenn gentañ an New York Times d'an 29 a viz Gouere 1914, o kemenn deroù ar Brezel-bed Kentañ.

The New York Times zo ur gazetenn bemdeziek saoznek embannet e kêr New York e Stadoù Unanet Amerika. Pouezusañ pemdezieg SUA eo.

"Wreck of the Steam-Ship Atlantic", The New York Times, pajenn kentañ, 3 a viz Ebrel 1873. Pa oa un darvoud pouezus ne or ket ral implij ar c'hentañ bajenn a-bezh.

Savet e oa bet d'an 18 a viz Gwengolo 1851, gant Henry Jarvis Raymond (krouer an ajañs Associated Press e 1856) ha gant George Jones. En XXvet kantved e oa bet tapet brud gant ar gazetenn, betek en estrenvro. E-pad Brezel Vietnam e oa bet o furchal e teulioù kuzh pe damguzh an arme hag ar gouarnamant, ha diskuliet he doa ar wirionez war ar brezel-se, pa glaske gouarnamant ar Stadoù Unanet livañ an traoù en un doare tuek. Da-heul ar pennadoù-se, embannet e miz Mezheven 1971, e voe kaset an New York Times dirak al lez-varn.

Gant The New York Times Company eo perc'hennet ar gazetenn, kenkoulz ha kazetennoù all, evel The Boston Globe. Kenlabourat a ra gant pemdeziegoù all, an New York Herald Tribune hag ar The Washington Post, evit embann an International New York Times, anvet gwechall International Herald Tribune, a vez embannet e Pariz.

Brasañ kazetenn bemdeziek ar Stadoù Unanet eo, goude The Wall Street Journal, a-fet niver a skouerennoù gwerzhet, hag an 39vet kazetenn eo er bed. Diskennet eo an niver a skouerennoù-se avat, abaoe ar bloavezhioù 1990, ha ne sav ket en tu-hont d'ur milion a skouerennoù war ar sizhun[1].

The New York Times, lesanvet "The Gray Lady", zo he ger-stur "All the News That's Fit to Print". Adkavet e vez e korn kleiz ar gazetenn war ar golo.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.