Rannvro Kantō

Eus Wikipedia
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
Kartenn a ziskouez e pelec'h emañ ar C'hanto e Bro-Japan

Rannvro Kanto (関東地方 Kantō-chihō) zo ur rann eus Honshu, an enezenn vrasañ eus Japan[1]. Bodañ a ra tolead Tokyo ha seizh prefediezh : Gunma, Tochigi, Ibaraki, Saitama, Tokyo, Chiba ha Kanagawa. Kompezenn Kanto a ya d'ober un tammig muioc'h evit 45% eus he zolead. Er peurrest emañ an tosennoù hag ar menezioù war harzoù ar rannvro. Hervez sifroù ofisiel an niveradeg d'an 1 a viz Here 2010 e oa 42 607 376 annezad[2]. Da lâret eo war-dro un drederenn eus holl boblañs Bro-Japan.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kalon galloud ar shoguned e oa ar vro da vare ar Marevezh Kamakura, hag ivez e-pad Marevezh Edo. Hiziv ez eo kalon Bro-Japan. E-barzh bro Tokyo, hag er vetropolenn Tokyo-Yokohama peurgetket, emañ sez ar gouarnamant met ivez un niver bras a skolioù-meur hag a ensavadurioù sevenadurel, ul lodenn vras eus ar boblañs hag un niver bras a labouradegoù.

Dave a ra anv Kantō d'ar vro er "reter" (東) da "boent kontroll" (関所) Hakone ; Kantō a dalvez ger-ha-ger "Ar vro er reter d'ar gloued", abalamour d'ar poentoù kontroll pe klouedoù a veze lakaet, e-pad Marevezh Edo, war hent Tōkaidō (ma'z aed eus Edo da Gyoto).

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Nussbaum, Louis-Frédéric. (2005). "Kanto" in Japan Encyclopedia, pp. 478-479
  2. 政府統計の総合窓口. E-stat.go.jp.