Fukushima eo ar gêr-benn ha Iwaki eo kêr vrasañ Prefediezh Fukushima, gant kêrioù bras all, en o zouez Kōriyama, Aizuwakamatsu, ha Sukagawa[3]. Emañ Prefediezh Fukushima war aodoù reter Bro-Japan dirak ar Meurvor Habask, e rann suañ rannvro Tōhoku. Kavout a reer er brefediezh al Lenn Inawashiro, ar pevare lenn dre he ment e Japan. An trede prefediezh eo Prefediezh Fukushima dre he ment e Bro-Japan (War-lerc'h hini Hokkaido ha Prefediezh Iwate) ha rannet eo gant aradennadoù menezioù e teir rannvro anvet Aizu, Nakadōri, ha Hamadōri.