Rannvro Chūbu
Neuz
Rannvro Chūbu (中部地方 Chūbu-chihō?), pe Kreiz Japan (中部日本 Chūbu-nihon?) zo ur rannvro e-kreiz Honshū, en enezenn bennañ Japan. Bodañ a ra nav prefediezh (ken) : Aichi, Fukui, Gifu, Ishikawa, Nagano, Niigata, Shizuoka, Toyama, ha Yamanashi[1].
Emañ dres etre Rannvro Kantō ha Rannvro Kansai. Brasañ lodenn Honshū eo ar rannvro ha menezioù uhel ha ribin-diribin zo enni. Rannet eo gant Alpoù Bro-Japan etre tu ar Meurvor Habask, heoliek e-doug ar goañv, ha tu Mor Japan, goloet a erc'h e-pad ar goañv.
Emañ ar Menez Fuji ha kêrioù bras Nagoya ha Nagano eno. Kalz touristed zo dedennet gant ar menezioù.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Nussbaum, Louis-Frédéric. (2005). "Chūbu" in Japan Encyclopedia, p. 126
|