Mont d’an endalc’had

Rannvro Chūbu

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Kreiz Japan)
Kartenn Rannvro Chūbu
Ar Menez Fuji eo lec'h brudetañ Rannvro Chūbu.
Kêriadennoù istorek Shirakawa-gō ha Gokayama e Chūbu
Kreiz Nagoya

Rannvro Chūbu (中部地方 Chūbu-chihō?), pe Kreiz Japan (中部日本 Chūbu-nihon?) zo ur rannvro e-kreiz Honshū, en enezenn bennañ Japan. Bodañ a ra nav prefediezh (ken) : Aichi, Fukui, Gifu, Ishikawa, Nagano, Niigata, Shizuoka, Toyama, ha Yamanashi[1].

Emañ dres etre Rannvro Kantō ha Rannvro Kansai. Brasañ lodenn Honshū eo ar rannvro ha menezioù uhel ha ribin-diribin zo enni. Rannet eo gant Alpoù Bro-Japan etre tu ar Meurvor Habask, heoliek e-doug ar goañv, ha tu Mor Japan, goloet a erc'h e-pad ar goañv.

Emañ ar Menez Fuji ha kêrioù bras Nagoya ha Nagano eno. Kalz touristed zo dedennet gant ar menezioù.


  1. Nussbaum, Louis-Frédéric. (2005). "Chūbu" in Japan Encyclopedia, p. 126