Poblad Jōmon

Eus Wikipedia
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
Penn un den eus ar boblad Jōmon adaozet diwar ur c'hlopenn.

Poblad Jōmon (japaneg : 縄文人 Jōmon jin) a reer eus an dud a vevas en Enezeg Japan er Marevezh Jōmon (c. 14 000 – 300 KAB) kent donedigezh ar boblad Yayoi. Meur a boblad a oa e gwirionez, deuet eus mervent Sina dre Enezeg Okinawa, eus kornôg Sina dre al Ledenez Korean, eus reter Rusia dre Enez Sac'halin hag eus Ledenez Kamtchatka dre an Inizi Kouril[1].
Er bloaz 2019, ur skipailh renet gant an denoniour Kanzawa-Kiriyama Hideaki a ziskwelas ez eus etre 9 ha 13% a c'henennoù jōmon e Japaniz a-vremañ, betek 27% en Inizi Ryūkyū, ar peurrest eus o genom o tont eus ar boblad Yayoi[2].

Korfadurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tost da hini pobladoù Kaokaz eo korfadurezh tud ar boblad Jōmon, met disrannet eo o genom diouzh hini Europiz a-vremañ[3]. E meur a lec'h en Enezeg Japan e voe kavet eskern jōmon ; ar skiantourion a gavas nebeud a ziforc'h etrezo[4].

Dre studiañ dent ez eus bet kavet perzhioù boutin etre ar boblad Jōmon hag an Ainoued : disheñvel eo o framm diouzh hini Japaniz all, ha tostoc'h da hini ar pobladoù a-orin eus Azia ar Mervent[5].

Studiañ ar c'hlopennoù a ziskouezas ez eo tostoc'h ar boblad Jōmon hag an Ainoued da Europiz eget da dud all Azia ar Reter ; neuze e soñjer e tiskenne ar boblad Jōmon eus tud a annezas Eurazia hag Amerika er Pleistoken Uhel (c. 129 000 – c. 11 700 KAB)[6].

Yezhoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Den ne oar petore yezh — pe yezhoù — a veze komzet gant ar boblad Jōmon. An darn vuiañ eus ar yezhoniourion e soñj dezho e komzent ur yezh kar d'an ainoueg, met ur yezh toungousek a veze komzet moarvat gant peder foblad da nebeutañ e kreiz hag e kornôg Japan d'ar mare-se, hag ur yezh aostronezian a veze komzet hep mar gant teir foblad da vihanañ e Kyūshū hag Enezeg Okinawa ; ne ouzer ket ha yezhoù all a veze komzet gant pobladoù all e Japan er Marevezh Jōmon.

Eus yezh ar boblad Okhotsk (Krai Khabarovsk e Siberia hiziv) e teu an ainoueg hervez ur studi, n'eo ket an Ainoued hendadoù ar boblad Jōmon war a hañval[7].

Sevenadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tiez-foz jōmon e Hira-ide, prefedelezh Nagano

Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Hemolc'herion-kutuilherion dreist-holl e oa an dud, met pesked ha frouezh-mor a zebrent ivez ; aspadennoù eus ur gounezerezh zo bet kavet[8].
Tiez-foz (竪穴式住居 Tateanashiki jūkyo) e oa o annezioù : kleuzet e veze an douar, hag a-us ar gleuzenn e veze savet ur framm brankoù e doenn soulet.

Eus he doare da fardañ podoù e teu anv ar boblad : kement ha "merkoù kerdin kanab" e talv jōmon : gwasket e veze kerdin ouzh ar pri gleb evit e ginklañ. Moarvat ez eo unan eus koshañ doareoù poderezh er bed.
Ouzhpenn podoù a rae gant pri : delwennoù (土偶 dogū), maskloù, bravigoù, bizhier ha klezeier. Lakennet e veze lod eus an traezoù a farde.[9]

Bigi a veze fardet, diwar kefoù wez evit pesketa ha beajiñ ; den ne oar ha gouelioù pe roeñvoù a implijent.[9]

Kar d'ar shintoegezh e oa o relijion hep mar[10].

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • (ja) マイペディア―小百科事典 mai pedia – ko hakkajiten "Ma fedia – Holloueziadur bihan". Tokyo : Heibonsha, 1996 (ISBN 978-4-582-09631-6)
  • (en) Brace, C. Loring. Old World sources of the first New World human inhabitants: A comparative craniofacial view. In : Proceedings of the National Academy of Sciences of the United Sates of America, 14 Eost 2001 • Lenn en-linenn. Kavet : 02/05/2021.
  • (en) Crawford, Gary W.. Advances in Understanding Early Agriculture in Japan. In : Current Anthropology, Levrenn 52, niv. 54, Here 2011 • Lenn en-linenn. Kavet : 02/05/2021.
  • Elwood, Robert & Pilgrim, Richard. Japanese Religion. London : Routledge, 1984 (ISBN 978-0-13-509282-8)
  • (en) Kanzawa-Kiriyama, Hideaki & al.. Late Jomon male and female genome sequences from the Funadomari site in Hokkaido, Japan. In : Anthropological Science, 2019 • Lenn en-linenn. Kavet : 02/05/2021.
  • (en) Matsumura, Hirofumi & al.. A Morphometric Analysis of Jomon Skeletons from the Funadomari Site on Rebun Island, Hokkaido, Japan. In : Anthropological Science, Levrenn 109, niv. 1, pp. 1–21. • Lenn en-linenn.
  • (en) Miura, Sukeyuki & Shinoda, Kenichi. The Origins of Japanese Culture Uncovered Using DNA ―What happ//ns when we cut into the world of the Kojiki myths using the latest science. In : Bungeishunju, Ebrel 2015, pp. 334–343. • Troidigezh saozneg, 2016. Kavet : 02/05/2021.

Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Miura & Shinoda, 2015.
  2. Kanzawa-Kiriyama &al., 2019.
  3. Koppel, 2010.
  4. Matsumura & al., 2001.
  5. (en) Journal of the Anthropoogical Society of Nippon, Levrenn 101, 1993, p. 56. • Lenn en-linenn.
  6. Brace & al., 2001.
  7. Lee & Hasegawa, 2013.
  8. Crawford, 2011.
  9. 9,0 ha9,1 (en) Heritage of Japan. Kavet : 02/05/2021.
  10. Ellwood & Pilgrim, 1984.


Flag of Japan.svg 日本と日本文化のポータル — Porched Japan ha sevenadur Japan • Adkavit ar pennadoù a denn da Japan ha d'he sevenadur — 日本とその文化についてのページを見つける Flag of Japan.svg