Mont d’an endalc’had

Istor Japan

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Marevezh Asuka)

Kartenn Japan, Saisuke Yamamura (1806)

En Henoadvezh ar Maen krenn (30 000 bloaz zo) e voe annezioù kentañ mab-den en enezeg Japan.
Goude ar Marevezh Jōmon (縄文時代 Jōmon didai, 12 000 - 300 KAB) e voe ar Marevezh Yayoi (弥生時代 Yayoi jidai, 300 KAB - 300 AB) pa zeuas ijinadennoù nevez eus kevandir Azia. E-kerzh ar marevezh-se e voe meneget Japan evit ar wezh kentañ el levr sinaat Levr Han (sinaeg : 漢書 Hàn shū) er bloaz 111[1].

War-dro ar IVe kantved e teuas ar boblad Yayoi (弥生人 Yayoi hito) eus Ledenez Korea, ha ganto teknikoù an houarn hag ar gounezerezh .[2] A-drugarez d'ar c'houiziegezh-se e kreskas buan niver ar boblad Yayoi, ha dizale e kemerjont lec'h ar boblad Jōmon a oa henvroidi an enezeg chomet hemolc'herion-kutuilherion.[3]
An darn vuiañ eus Japaniz a-vremañ o deus hendadoù Yayoi (≥ 75%) ha Jōmon (≤ 25%).

Etre ar IVe hag an XIvet kantved, ur marevezh anvet "Japan klasel", kalz rouantelezhioù ha pobladoù japanat a voe unvanet dindan ur gouarnamant kreizennet renet gant un impalaer(ez)[4]. Bremañ c'hoazh emañ Japan renet gant an diernac'h a voe diazezet d'ar mare-se, petra bennak ma'z eo troet he ferzh da lidel pergen.
Er bloaz 794 e voe staliet ur gêr-benn nevez e Heian-kyō (平安京 heiankyō "kêr-benn ar sioulder hag ar peoc'h"), a zo Kyōto hiziv. Adal neuze e krogas ar Marevezh Heian (平安時代 Heian jidai "marevezh ar peoc'h"), a badas betek ar bloaz 1185. Da "Oadvezh Aour" ar sevenadur japanat e lakaer ar marevezh-se. Adalek ar Marevezh Heian ivez e troas relijion Japan d'ur mesk shintōegezh ha boudaegezh.

A-hed kantvedoù goude 1185 ez eas galloud an impalaered war ziskar nebeut-ha-nebeut, pa dremenas da gentañ da zaouarn brientinion nann-soudard, re ar c'hlann Fujiwara pergen, ha goude-se da glannoù milourel harpet gant o armeadoù samurai.
E Brezel Genpei, ur brezel diabarzh a badas eus 1180 betek 1185, e voe trec'h ar c'hlann Minamoto, renet gant Minamoto no Yoritomo (1147-1199), war ar c'hlann Taira. Seizet ar galloud gantañ, Minamoto a gemeras an titl a shōgun (将軍, "jeneral al lu"), da lavaret eo e troas da ziktatour milourel a renas war Japan a-bezh, kent staliañ kêr-benn e shōgunelezh e Kamakura.
E 1274 ha 1281, ar shōgunelezh Kamakura (鎌倉幕府 Kamakura bakufu) diaezet gant Yoritomo a ziarbennas div aloubadeg Mongoled met diskaret e voe a-c'houde seziz Kamakura e 1333 gant aduidi an impalaer Go-Daigo (1288-1339). Ur predad anvet Assavidigezh Kenmu (建武の新政 Kenmu no shinsei) a voe neuze, ma renas an impalaer betek ar bloaz 1336.
Er bloaz-se e voe didronet an impalaer hag e 1338 e voe staliet ur shōgunelezh nevez a voulc'has ar Marevezh Muromachi (室町時代 Muromachi jidai) a badas betek 1573. A-hed ar marevezh-se e voe mui-ouzh-mui a c'halloud gant penngadourion lec'hel (大名, Daimyo) diwar-goust ar shōgun, ar pezh a gasas d'ur pedad brezelioù diabarzh anvet Marevezh Sengoku (戦国時代 Sengoku Jidai, "Marevezh ar Stadoù brezelour").

Un daimyo anvet Oda Nobunaga (1534-1582) hag e warlerc'hiad Toyotomi Hideyoshi (1537-1598) a adunvanas Japan e dibenn ar XVIvet kantved. Goude marv Toyotomi ez eas ar shōgunelezh gant Tokugawa Ieyasu (1543-1616) diwar urzh an impalaer. Adalek 1603 ha staliadur kêr-benn ar shōgunelezh en Edo (Tōkyō bremañ ; Kyōto e oa kêr-benn an impalaeriezh) e voe ar Marevezh Edo, a badas betek dibenn 1867. Ur marevezh peoc'hus ha bleunius e voe, met adalek Edit 1636 (鎖国 sakoku, "bro gloz") e voe hogos berzet pep darempred gant broioù estren e-pad tremen daou gantved.

Darempredoù a oa bet a-raok an edit koulskoude. E 1543 e voe Portugaliz an Europiz kentañ o tiraezh Japan dre he Su ; ganto e voe degaset armoù-tan en enezeg. Er bloavezhioù 1850 avat ez echuas sakoku, pan erruas Ergerzhadeg Perry (黒船来航 kurofune raikō, "donedigezh al listri du") ; gant donedigezh ar Stadunaniz-se e voe boulc'het diskar ar shōgunelezh Tokugawa (幕末 bakumatsu, "diwezh ar bakufu") ha distro an impalaer er galloud (明治維新 Meiji Ishin, Assavidigezh Meiji) e-kerzh ar brezel diabarzh anvet Brezel ar Boshin (戊辰戦争 Boshin sensō, "Brezel bloavezh an Aerouant Douar Yang") a voe e 1868-69.

Boulc'het e voe ar Marevezh Meiji neuze, a badas betek 1912. Dindan ren an impalaerion Meiji e voe savet kentañ hanterenn Impalaeriezh Japan (1868-1912), ma savas d'ur galloud bras er bed dre heuliañ gizioù ar C'hornôg. An Impalaer Taishō a voe an eil impalaer, a renas adalek 1912 betek 1926 ; war e lerc'h e renas an impalaer Shōwa (1901-1989) , anavezet evel Hirohito, betek 1989. Er bloavezhioù 1920 ha 1930 e voe galloudus-kenañ an arme e Japan, alese aloubidigezh Manchouria (18 Gwengolo 1931), eil Brezel Sina ha Japan (1937-1945) ha Brezel ar Meurvor Habask (1937-1945). E dibenn an Eil Brezel-bed e kodianas Hirohito d'ar 15 Eost 1945 goude bombezadennoù atomek Hiroshima ha Nagasaki hag aloubidigezh Manchouria gant URSS.

A-c'houde faezhidigezh Japan e voe dalc'het ar vro gant Kevredidi an Eil Brezel-bed betek 1952 ; e-kerzh ar predad-se e voe savet ur vonreizh nevez evit Japan e 1947, a droe an impalaeriezh d'ur vonarkiezh vonreizhel. Goude 1955 e reas Japan finborte bras. Goude ar bloavezhioù 1990 (失われた十年 ushinawareta jūnen, "an dekvloazhiad kollet") ma voe sac'het an armerzh e sioulaas ar c'hresk armerzhel.

D'an 11 Meurzh 2011 e c'hoarvezas ur c'hren-douar kreñv-tre, 9 war skeuliad Richter hag ur barr-reverzhi (津波 tsunami) e Tōhoku e biz an enezeg ; tremen 20 000 a dud a voe lazhet, hag an tsunami a voe pennabeg gwallzarvoud nukleel Fukushima I.

Ragistor ha Henjapan

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Henoadvezh ar Maen

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Japan er skornvezh meur diwezhañ (Pleistoken Diwezhat, 20 000 bloaz zo)
  • ██ A-us live ar mor
  • ██ Hep plant
  • Er ragistor, en Henoadvezh ar Maen, ez erruas hemolc'herion-kutuilherion en enezeg ; nebeut a roudoù anezho a chom rak trenkted an douar eno a vir ouzh an aspadennoù a fosilaat. Dre ma'z eus bet kavet un doare bouc'hili maen dibar avat e c'heller krediñ ez erruas Homo sapiens e Japan tremen 30 000 bloaz zo[5],[6] : en ur vougev en Okinawa ez eus bet kavet roudoù eus annezioù a zo bet deizataet 32 000 bloaz[7], ha lod nevesoc'h (20 000 bloaz) en ur vougev all war Enez Shiraho[8].

    Marevezh Jōmon

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    Adalek 13 000 KAB[9] betek 1 000 KAB[10] e padas ar Marevezh Jōmon. Hemolc'herion-kutuilherion a veve en enezeg, hag amzer o devoe da sevel ur sevenadur arsezat ha kemplezhek-tre.[11].
    Kement ha "merket gant kerdin" e tav ar ger jōmon, a voe implijet evit ar wezh kentañ gant an henoniour stadunanat Edward S. Morse (1838-1925) a-c'houde bout kavet tammoù eus podoù iskis e 1877 ; kinklet e oa bet ar podoù-se dre glotañ tammoù kerdin ouzh ar pri gleb. Unan eus ar re goshañ en Azia ar Reter hag er bed a-bezh eo ar poderezh Jōmon[12].

    Marevezh Yayoi

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]
    Ur c'hloc'h arem (銅鐸 dōtaku) eus ar Marevezh Yayoi, IIIe kantved

    Kemmoù bras a voe degaset er sevenadur Jōmon gant donedigezh ar boblad Yayoi eus ledenez Korea. E-pad pell ez eus bet soñjet e oant erru war-dro ar bloaz 400 KAB[13], met enselladennoù dre garbon-14 o deus prouet e oant deuet kentoc'h er bloavezhioù 1 000-800 KAB.[14],[15]
    Gant nevezentioù ar Yayoi e voe koazhet holl nevezentioù Nevezoadvezh ar Maen — an hemolc'herion-kutuilherion o treiñ da labourerion-douar arsezat, da skouer – en un nebeud kantvedoù, dreist-holl dre c'hounezerezh ar riz[16]. Ar Yayoi, a-drugarez da armoù ha binvioù en arem hag en houarn deuet eus Sina dre ledenez Korea, a ziskennas eus Norzh an enezenn Kyūshū trema ar Su hag a gemeras tamm-ha-tamm an tu-kreñv war ar Jōmon[17]. Ouzhpenn labour ar metaloù e tegasjont ivez arzoù ar fardañ seiz hag ar gwiaderezh[18], koulz ha doareoù nevez da labourat ar prenn hag ar gwer[14] ha da sevel tiez[19].

    Eus ar c'hevandir e teuas an teknologiezhioù nevez ; den ne oar penaos e voent strewet : dre skignadur ar mennozhioù a boblad da boblad, pe dre dre zivroidi eus lod eus ar pobladoù, pe dre an daou zoare kemmesket. Dre ar yezhoniezh hag an hiloniezh ez eus bet kavet ur respont a-zivout an darempredoù etre ar Jōmon hag ar Yayoi.[14]
    Etre 250 ha 3 000 Yayoi a errue e Japan bep bloaz, hervez an istorour Hanihara Kazurō[20]. A-feur ma'z aloubent an enezeg en em veskas ar Yayoi gant ar Jōmon, en doare ma tiskenn holl Japaned ha Japanezed eus an div boblad, ar genennoù Yayoi o vout trec'hel (≥ 75%)[21],[22] Dav eo merkañ ez eo anatoc'h e Japan ar Su eget en Norzh, ma'z eo ar boblad Utari tostoc'h d'ar Jōmon.[23].
    Daoust da levezon ar Yayoi bout bet prim e-keñver skeul an amzer en Istor, un nebeud kantvedoù a voe ret dezho evit annezañ an enezeg a-bezh ha strewiñ perzhioù o genomoù : betek an VIIIvet kantved e chomas e penn kreiznosañ Honshū.[23]

    Buan e kreskas poblañs Japan, ar Yayoi o paotaat betek dek gwezh muioc'h eget ar Jōmon ; jedet ez eus bet e oa etre 1 ha 4 milion a dud e dibenn ar marevezh.[24] Aspadennoù eus relegoù a ziskouezas e 2017 e oa ar boblad Jōmon o c'houzañv diwar yec'hed fall ha bihan-boued e dibenn ar Marevezh Jōmon dija, tra ma voe kavet roudoù eus grignoloù bras e lec'hiennoù ar Yayoi. Anat eo e oa kevredigezh ar Yayoi renket e kastaoù (disrannet e oa lod bezioù diouzh reoù all) hag e oant darev evit brezeliñ, pa'z eus bet kavet difennoù milourel.[14]

    A-hed ar Marevezh Yayoi e voe savet rouantelezhioù niverus. El Levr Han e lenner e oa ur c'hant rouantelezh bennak e Japan. Ul levr sinaat all, ar Wei Shū (魏書), skrivet gant an istorour Chén Shòu (233-297), e kaver meneg eus ur rouantelezh anvet Yamatai-koku (邪馬台国 "bro Yamatai") a oa bet trec'h war ar re all er bloaz 247 ; hervez al levr-se e oa renet gant ur vaouez anvet Himiko (c.170-248).[23]

    Marevezh Kofun

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]
    Tiriad lez Yamato er Marevezh Kofun

    War-dro ar bloaz 280 e krogas ar mare-se, a badas tost da dri c'hantved betek 538.
    Da-heul ar rouantelezh Yamata, an darn vrasañ eus Japan a voe unvanet en ur rouantelezh hepken. Aroueziet eo kresk galloud ar renerion nevez gant ar c'hrugelloù anvet kofun (古墳 kofun, "krugell", "bez hen") a voe savet. Divent e oa lod anezho, evel an Daisenryō e Sakai e prefedelezh Osaka : ur bez 486 metr e hirder, bet savet a-hed 15 vloaz evit an Impalaer Nintoku a renas eus 313 betek e varv e 399.[9]

    Kêr Yamato (e prefedelezh Nara hiziv, e kreiz enezenn Honshū) e oa kêr-benn ar Stad unvanet.[23] Renet e oa ar Stad gant ul lignez impalaerion a zo c'hoazh an hini hirañ a zo bet biskoazh er bed. Dre vrezeliñ o devoa gounezet tachenn, met gwell e oa dezho kendrec'hiñ ar renerion lec'hel da dreiñ da wazed an impalaer en eskemm ouzh mouezhioù pouezus er Stad.[23] Uji (氏 "anv") a reer eus ar c'hlannoù galloudusañ a savas a-du gant Stad Yamato.[9]
    Pennoù ar c'hlannoù-se a glaskas hag a c'hounezas bout anavet gant Sina ; pemp anezho zo enrollet e levrioù istorel Sina evel Pemp roue Wa (倭の五王 Wa no go ō, 倭 Wa o vout anv Japan) a gasas kannad da Sina er Vvet kantved. A-drugarez d'an eskemmoù-se, barregezhioù teknologel ha melestradurel a voe treuzkaset eus Sina hag eus Teir Rouantelezh Korea (-37 - 688) da Japan er Marevezh Kofun.

    Japan glasel

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    "Japan glasel" a reer eus ur predad en Istor ar vro a badas 647 vloaz ; kenemglev zo evit e rannañ e teir lodenn : ar Marevezh Asuka (538-710), ar Marevezh Nara (710-794) hag ar Marevezh Heian (794-1185).

    Marevezh Asuka

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]
    An Horyu-ji

    Er bloaz 538 e krogas ar Marevezh Asuka, pan erruas ar voudaegezh e Japan, o tont eus ar rouantelezh korean Baekje[25] Adal neuze e voe ar voudaegezh an eil eus relijionoù pennañ Japan, e-kichen ar shintōegezh. Buan e voe kendeuzet an div gredenn en unan, anvet Shinbutsu shūgō (神仏習合 "sinkretegezh kami ha boudaed", 神 kami o vout ur spered nevet en natur).[26].
    Eus Asuka, hiziv ur gêrig e prefedelezh Nara, e teu anv ar marevezh peogwir e oa kêr-benn de facto Japan d'ar mare-se[27].

    Ar c'hlann Soga (蘇我氏 Soga uji), a oa boudaat, a gemeras ar galloud e-kerzh ar bloavezhioù 580, hag e-pad tost da 60 vloaz e voent renerion wirion ar vro p'edo an impalaerezh Suiko (554-628) war an tron.[9] Er bloaz 593 e voe unan eus izili ar c'hlann, ar priñs Shōtoku (574-622), lakaet da rejant gant e voereb an impalaerez, hag eñ oadet 19 vloaz hepken. A-du-krenn e oa Shōtoku gant ar voudaegezh hag ar c'hlann Soga, ha rener Japan e voe de facto e-pad 29 bloaz betek marv an impalaeriezh e 622. Gant ar priñs e voe skrivet e 604 Bonreizh he 17 mellad (十七条憲法 Jūshichijōkenpō), a oa diazezet war ar voudaegezh hag ar gonfusianegezh : e-lec'h frammañ ar vro gant lezennoù melestradurel e rae gant pennsturiennoù buhezegel ha vertuzioù a ranke an dud kaout evit bout lakaet e karg, hag ar werin evit bout sujidi vat. Unan eus bonreizhoù kentañ ar bed eo koulskoude.

    Er bloaz 607, Shōtoku a gunujennas Sina dre skrivañ ul lizher a groge evel-henn :

    Rener Bro ar Sav-Heol da rener Bro ar C'huzh-Heol.

    Nippon (日本) e oa ar c'heallun evit "Bro ar Sav-Heol" e 607 ; diwezhatoc'h, e 670, e troas 日本 da Nihon, a zo chomet anv ofisiel Japan betek bremañ.[28],[29]

    Er bloaz 645 e voe distroadet ar c'hlann Soga dre un taol-strap iriennet gant ar priñs Naka no Ōe (626-672, an impalaer Tenji diwezhatoc'h) ha Fujiwara no Kamatari (614-669), diazezer ar c'hlann Fujiwara hag a voe e penn lez an impalaeriezh betek 1868.[9] Dindan o gouarnamant e voe lakaet e pleustr an Adreizh Taika (大化の改新 Taika no kaishin) : ar Stad a voe perc'hennez war an holl zouaroù, a voe ingalet etre al labourerion-douar hervez pennaennoù ar gonfusianegezh ha diwar skouer politikerezh Sina ; marilhet e voe an holl rummoù tud evit adsevel an doare da zastum an telloù.[30] Kreizennañ ar vro ha kreñvaat galloud lez an Impalaerezh e oa ratozh pennañ an adreizhañ. Kiminiaded ha studierion a voe kaset da Sina evit deskiñ he yezh skrivet, he folitikerezh, he arzoù hag he relijion.
    Goude an Adreizh e c'hoarvezas Brezel Jinshin e 672 pa varvas an impalaer Tenji : kevezerezh a voe etre ar priñs Ōama (631-686, an impalaer Tenmu diwezhatoc'h) hag e niz ar priñs Ōtomo (648-672, an impalaer Kōbun diwezhatoc'h) evit pignat war an tron. Muioc'h c'hoazh a gemmoù a voe e melestradur ar vro a-c'houde ar brezel gwadus-se : er bloaz 703 e voe embannet an Dezveg Taihō (大宝律令, Taihō-ritsuryō) a frammas ar gouarnamant kreiz hag ar re lec'hel ; ritsuryō (律令 "kemennadur reoliañ") a voe graet eus ar framm-se, diazezet war ar gonfusianegezh ha lezennoù Sina, a dalvezas e-pad 500 vloaz.[9]

    Levezonet-bras gant ar vouadegezh e voe arzoù ar Marevezh Asuka[31] Unan eus ar skouerioù pennañ eo an azeuldi boudaek anvet Horyu-ji en Ikaruga e prefedelezh Nara ; koshañ savadur prenn ar bed eo, pa voe gourc'hemennet gant ar priñs Shōtoku hag echuet e 607[32].

    Marevezh Nara

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]
    An Daibutsuden en Tōdai-ji, un azeuldi boudaek eus ar Marevezh Nara (752)

    Er bloaz 710 e voe staliet ur gêr-benn nevez e Heijō-kyō (Nara hiziv) diwar skouer Chang'an (Xi'an hiziv), kêr-benn an Dierniezh Tang (618-907) e Sina.

    E-kerzh ar Marevezh Nara e voe embannet al levrioù japanek kentañ, Kojiki (古事記 "Marilh traoù hen", 712) ha Nihon Shoki (日本書紀 "Bloazdanevelloù Japan", 720) ; ul levr barzhoniezh eus ar re bouezusañ e Japan, anvet Man'yōshū (万葉集 "Dastumad dek mil delienn") a voe embannet war-dro ar bloaz 760.[33]

    Gwallzarvoudoù naturel a c'hoarvezas e Marevezh Nara : sec'hor, tanioù-gwall er c'hoadegi, naonegezhioù, kleñvedoù-red evel ar vrec'h e 735-737 a lazhas tremen ar c'hard eus ar boblañs.[9] Pa grede dezhañ e oa gwander e feiz pennabeg kement-se holl, an impalaer Shōmu (ren : 724749) a lakaas sevel azeuldioù boudaek, en o zouez an Daibutsuden (大仏殿 "Sal veur ar Bouda") er c'hemplezh Tōdai-ji e 752[34].
    Daoust da strivoù an impalaer evit gounez madelezh ar sammāsambuddha e kendalc'has poblañs Japan da zigreskiñ betek deroù ar c'hantved war-lerc'h[35].

    E kreiz ar Marevezh Nara, e 768, e klaskas ar manac'h boudaat ha politiker galloudus Dōkyō (700-772) kemer lec'h an impalaerez Kōken (eil ren : 764-770), hogen miret e voe outañ gant ar c'hlann Fujiwara[36].

    Marevezh Heian

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]
    Fujiwara no Michinaga, poltredet gant Kikuchi Yōsai (c. 1840)
    Ar Byōdō-in, 1052

    Goude bout bet dilec'hiet da Nagaoka-kyō (e-kichen Kyōto) gant an impalaer Kanmu (736-806, ren 781-806) e 784 e voe dilec'hiet adarre ha staliet e Heian-kyō (Kyōto) er bloaz 794, ma chomas betek 1868.[30]
    Buan e voe ar c'hlann Fujiwara an hini galloudusañ el lez, dre euredoù gant tiegezh an impalaer pergen.[23]

    E deroù ar Marevezh Heian e teuas ar gouarnamant a-benn da vestroniañ ar boblad Emishi (蝦夷 "barbared ar chevr") a veve en Honshū an Norzh[37] a-drugarez d'ar jeneral Ōtomo no Otomaro (731-809), a voe an den kentañ anvet da seii tai-shōgun "jeneral meur mestronier ar varbared"[38] ; er bloaz 802, ur seii tai-shōgun all anvet Sakanoue no Tamuramaro (758-811) a faezhas emsavadeg ar boblad Emishi renet gant Aterui, a varvas er gad.[37]

    Skoet ur wezh c'hoazh gant ar vrec'h e voe Japan er bloavezhioù 812-814, ma varvas tost an hanter eus he foblañs[39].

    Er bloaz 858, Fujiwara no Yoshifusa (804-872) en em lakaas da sesshō (摂政 "rejant") an impalaer Seiwa, a oa 8 vloaz. E vab Fujiwara no Mototsune (836-891) a grouas ar garg anvet kanpaku (関白), a oa e gwirionez karg ur pennkuzulier hag ur pennsekretour a c'helle ren e-lec'h un impalaer en e oad, hogen re gozh pe re glañv. E 996, Fujiwara no Michinaga (966-1028) a voe kanpaku hag a renas pa voe ar c'hlann Fujiwara e barr e c'halloud.[9] ; peder a-douez e verc'hed a voe dimezet da impalaerion.[23] Betek 1086 e chomas ar galloud leun gant ar c'hlann Fujiwara ; pa dremenas an tron eus an impalaer Shirakawa d'e vab Horikawa e talc'has ar re Fujiwara da lezennata : ganto e voe lakaet an insei (院政 "melestradur ur manati") e pleustr : ent-ofisiel, un impalaer a zileze e garg hag a dremene d'ur warlec'hiad bet dibabet gantañ ; en e retred, en ur manati peurliesañ, e kendalc'he an ez-impalaer da ren dre guzh tra ma rae an impalaer titlet war-dro deverioù lidel an unpenniezh.[9]

    A-hed ar Marevezh Heian ez eas galloud an impalaerion war ziskar, abalamour ma oa ker beuzet al lez en iriennoù ma lezire melestradur ar Stad er-maez eus ar gêr-benn.[23] Nebeut-ha-nebeut e voe kaset ar ritsuryō da get dre ma teue an noblañsoù hag ar c'hloer a-benn da vout eztellet evit o shōen (荘園 pe 日本), o manerioù.[9]. An Adreizh Taika ivez a yeas da get : daoust d'an holl zouaroù bout bet perc'hennet gant ar Stad, tremen an hanter anezho a oa e dalc'h perc'henned manerioù en XIvet kantved, ar pezh a wanaas ar galloud kreiz hag an armerzh, hag a greñvaas ar c'hlannoù lec'hel. Pa ne zeue mui trawalc'h a delloù d'ar Stad, ne c'helle mui goprañ an arme vroadel hag ar vro ne oa mui difennet ; neuze, perc'henned o shōen a savas armeoù prevez gant kadourion nobl anvet samurai (侍, pe 武士 bushi "micherour armet").[26] Daou diegezh diskennet eus impalaerion, ar c'hlann Taira hag ar c'hlann Minamoto, a voe perc'henned war armeadoù bras ha manerioù niverus er-maez eus ar gêr-benn. Krog e voe ar gouarnamant da arverañ an daou glann-se evit diarbennañ pep emsavadeg hag ar morlaerezh.[9]

    E 1051 e voe daeet ar galloud kreiz gant izili eus ar c'hlann Abe, a oa o ren er gouarnamant lec'hiel. Gant al lez e voe roet urzh d'ar c'hlann Minamoto tagañ ar re Abe, a voe faezhet e-kerzh ar Brezel Zenkunen (1051-1063) e penn kreiznosañ Honshū[30], ha kreñvaet e voe ar galloud kreiz er rann-se eus an Impalaeriezh.
    En hevelep korn-bro e voe Brezel Gosannen, ur brezel diabarzh a badas eus 1083 da 1089. Dizehan e veze arvelloù e diabarzh ar c'hlann Kiyohara ; pa ne zeuas ket ar gouarnour Minamoto no Yoshiie (1039-1106) d'o sioulaat dre gevraouiñ un emglev ez eas dre nerzh, gant harp ar samurai hanter-japanat, hanter-emishi Fujiwara no Kiyohira 1056-1128). Klann Fujiwara an Norzh a voe mestr war Honshū an Norzh a-c'houdevezh, hag a chomas a-hed an XIIvet kantved[40].

    Er bloaz 1156 e tarzhas Emsavadeg Hōgen (保元の乱 Hōgen no ran), un emsavadeg a-zivout hêrezh an Impalaeriezh hag a badas div sizhunvezh ; an daou gevezer, Go-Shirakawa (1127-1192) ha Sutoku (1119-1164) a c'hopras ar c'hlannoù Taira ha Minamoto evit kemer an tron dre nerzh. Gant ar c'hlann Taira ez eas an trec'h. Penn ar c'hlann-se, Taira no Kiyomori (1118-1181) a dennas splet eus ar gur-se evit kreñvaat e c'halloud e lez an impalaer e Kyōto a-hed bloavezhioù. A-c'houde ar brezel-se e voe kevezerezh etre an daou glann, hag Emsavadeg Heiji (平治の乱 Heiji no ran) a c'hoarvezas e 1160, na badas nemet ur pemzektez ; trec'h e voe ar c'hlann Taira a-nevez, ha forbannet e voe renerion ar c'hlann Minamoto.
    E 1180, Taira no Kiyomori a stalias e vab-bihan Antoku (1178-1185) evel impalaer, hag eñ bloaz hanter hepken — ne renas nemet e-pad pemp bloaz, betek e varv d'an oad a 6 vloaz. Diouzhtu e savas ar c'hlann Minamoto enep dezhañ : e benn Minamoto no Yoritomo(1147-1199) a zistroas eus an harlu hag a voulc'has Brezel Genpei ; daoust da varv Taira no Kiyomori e 1181 e kendalc'has ar vell betek 1185, gant trec'h ar c'hlann Minamoto.[23]

    Goude bout bet war zisteraat e-pad kantvedoù, poblañs Japan a stabilaas e diwezh ar Marevezh Heian.[35]

    A-hed ar Marevezh Heian e voe lez an impalaer ur greizenn sevenadurel hag arzel eus ar re vlizikañ. D'ar mare-se e voe aozet ar Genji Monogatari, a lakaer da bennoberenn veur al lennegezh japanat.
    Diorroet e voe ar silabennaoueg kana, pa oa levezon Sina o vont war ziskar. Adalek an IXvet kantved e tiwanas skolioù japanat war an holl dachennoù arzel.
    E dibenn ar Marevezh Heian ivez, e 1052 e voe savet ar Byōdō-in (平等院, "azeuldi ar C'hevatalder"), un azeuldi boudaek e kêr Uji.

    Japan c'hladdalc'hel

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    Tri marevezh zo bet e gladdalc'helezh Japan : ar Marevezh Kamakura (1185-1333), ar Marevezh Muromachi (1333-1568) hag ar Marevezh Azuchi-Momoyama (1568-1600) ; e-kerzh an eil marevezh, e 1543, e tilestras Portugaliz en enezeg.

    Marevezh Kamakura

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]
    Minamoto no Yoritomo, poltredet e 1179 gant Fujiwara no Takanobu (1142-1205)

    Pa voe bet stabilaet ha kreñvaet ar galloud kreiz, Minamoto no Yoritomo a c'houarnas a-gevret gant lez an impalaer e Kyōto : e Kamakura e reter ar vro[41] edo e gêr-benn, met aotreet e veze da embreg ar galloud a vare da vare eus kêr-benn an Impalaeriezh.
    E 1192 e voe deroet an titl a seii tai-shōgun dezhañ gant an impalaer[23]shōgun hepmuiken a voe lavaret goude-se ; bakufu (幕府, "gouarnamant an deltenn"), kement ha "shōgunelezh", a veze graet eus e c'houarnamant, en dave da deltennoù kamp e soudarded. Betek 1868 ha hervez lezenn e chomas Japan dindan ren ar soudarded.[28]
    Reizhwiriet gant an impalaer e oa ar bakufu, met ar shōgun e oa rener gwirion ar Stad. Gant al lez e chome ar vurevveliezh hag an aferioù relijiel avat, ha deuet-mat e veze brientinion Kyōto en aferioù ar shōgunelezh. An ensavadurioù kozh a chomas met gwanaet e voent, daoust da Gyōto chom ar gêr-benn ofisiel.

    Buan avat e troas Minamoto no Yoritomo enep e vreur yaouankoc'h Minamoto no Yoshitsune (1159-1189), en devoa e harpet en e drec'h e Brezel Genpei. Gant Fujiwara no Hidehira (~1122-1187), mab-bihan Fujiwara no Kiyohira ha rener de facto Honshū an Norzh, e oa chomet Yoshitsune betek neuze. Goude marv Hidehira, e warlerc'hiad Yasuhira (1155-1189) a glaskas gounit grad-vad Yoritomo dre arsailhañ ti Yoshitsune. Kentoc'h eget bout faezhet er gad, hennezh a lazhas e wreg hag e vugale kent seveniñ seppuku (an emlazh lidek dre doullgof) : Yoritomo avat a gendalc'has da aloubiñ Honshū an Norzh, lazhet e voe Yasuhira, hag echu e voe gant klann Fujiwara an Norzh.[28] A-hed ar c'hantvedoù war-lerc'h e voe lakaet Fujiwara no Yasuhira da bimpatrom an haroz tragek el lennegezh japanat.[33]

    Gwanaet e voe galloud ar shōgunelezh goude marv Minamoto no Yoritomo er bloaz 1199, met e wreg Hōjō Masako (1156-1225) a renas da vat a-drek gouarnamant an impalaer. E 1203, he zad Hōjō Tokimasa (1138-1215) a voe anvet da shikken (執権 "pennadurezh"), da lavaret eo rejant ar shōgun Minamoto no Sanetomo (1192-1219), mab Yoritomo, oadet 11 vloaz. Adal neuze e troas pep shōgun ar c'hlann Minamoto da vargodenn rejanted ar c'hlann Hōjō.[28]
    Digemm e chomas an doare renad a oa bet staliet gant Yoritomo, digreizennet ha gladdalc'hel — disheñvel diouzh ar ritsuryō neuze, ma veze diuzet gouarnourion ar proviñsoù gant ar shōgun e-unan a-douez e wizion ; shugo (守護 "gwarezerion") pe jitō (地頭 "melestrourion") a veze graet anezho.[23]. Aotreet e veze gwizion ar shōgun da gaout o arme dezho ha da lezenniñ en o domani.[26]

    Er bloaz 1221, an impalaer Go-Toba (1180-1239, ren 1183-1198), war e leve da neuze, a iriennas Emsavadeg Jōkyū (承久の乱 jōkyū no ran "brezel Jōkyū") enep rejanted ar c'hlann Hōjō e shōgunelezh Kamakura evit adreiñ ar galloud da lez an impalaer. C'hwitañ a reas, ha harluet e voe da Inizi Oki a-gevret gant daou impalaer kozh : Tsuchimikado (1196-1231, ren 1198-1210), a voe harluet da Broviñs Tosa, ha Juntoku (1197-1242, ren 1210-1221), a voe harluet da Enezenn Sado.[33] Goude-se e startaas c'hoazh ar shōgunelezh he galloud politikel e-keñver brientinion Kyōto.[9]

    Pelloc'h e 1274, hag arre e 1281, e voe enlusket holl samurai Japan a-bezh enep div aloubadeg renet gant an impalaer mongol Khubilai Khan (1215-1294).[30] Petra bennak ma oa niverusoc'h ar Vongoled hag armet gwelloc'h, Japaniz a zeuas a-benn da herzel ganto bewezh en enezenn Kyūshū, ha bewezh e voe distrujet al lestraz mongol gant ur gelc'hwidenn ; kamikaze (神風 "avel ar speredoù") a reer e Japan eus an div gelc'hwidenn-se abaoe.
    Da dra ma'z eas an trec'h gant shōgunelezh Kamakura, ker ker e koustas an div aloubadeg-se ma ne c'hallas ket digoll he gwizion evit ar pezh o devoa kemeret. Gwall levezonet gant se e voe an darempredoù etre ar samurai hag ar shōgunelezh[23], betek kas d'he finvezh : er bloaz 1333, an impalaer Go-Daigo (1288-1339, ren 1318-1339) a luskas un dispac'h mennet da adreiñ an holl c'halloudoù d'e lez ; ar shōgunelezh a gasas ar jeneral Ashikaga Takauji (1305-1358) da vougañ an emsavadeg, met sevel a-du gant an impalaer a reas Takauji hag e arme, ha diskaret e voe shōgunelezh Kamakura.[23]

    Daoust d'ar c'hemm bras e frammadur ar Stad e krogas ur marevezh a finborte e Japan. Adalek ar bloavezhioù 1250 e krogas niver ar boblañs da greskiñ en-dro ; a-drugarez da vinvioù gwelloc'h en houarn, da zoareoù nevez da strujusaat ha gwazhiañ, ha d'an treiñ eostoù e kreskas ar pinvidigezhioù hag ar c'hêriadennoù. Dre ma oa nebeutoc'h a naonegezhioù hag a gleñvedoù-red e kreskas ar c'hêrioù ivez, ha diorroet a-galz e voe ar c'henwerzh.[35]
    Ar voudaegezh, a oa bet relijion ar brientinion, a greñvaas e metoù ar samurai hag a voe skignet e-mesk ar werin gant menec'h evel Hōnen (11331212) ha Nichiren (12221282).[26]

    Marevezh Muromachi

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]
    Ashikaga Takauji

    Dizale e voe displijet Ashikaga Takauji hag ar samurai gant Assavidigezh Kenmu (1333-1336) an impalaer Go-Daigo, a glaske mirout an holl c'halloudoù. Nac'h a reas an impalaer lakaat Takauji da shōgun, hag ur fazi a reas pa roas an titl d'e vab ar priñs Moriyoshi (1308-1335) : sevel enep dezhañ a reas Takauji, kemer Kyōto er bloaz 1338 ha staliañ Kōmyō (1322-1380), ur c'hevezer da C'ho-Daigo, war an tron. Tec'hel da gêr Yoshino e proviñs Nara er Su a reas Go-Daigo, ma stalias ur gouarnamant all, ar pezh a loc'has ur brete hir etre Lez an Norzh ha Lez ar Su.[23]

    Takauji a stalias e shōgunelezh e distrig Muromachi e Kyōto, alese anv ar marevezh. Diaes e voe d'ar shōgunelezh Ashikaga avat dirouestlañ div gudenn war un dro, bout e brete ouzh Lez ar Su ha mestroniañ he gwizien, gouarnerion he froviñsoù. Evel er Marevezh Kamakura e tiuze ar shōgun ar c'houarnerion, hogen mui-ouzh-mui e veze techet ar re-se d'em lakaat da aotrouion hollc'halloudus anvet daimyō (大名 "douaroù bras prevez"). Dre lezenn e oant sujidi ar shōgun, lez an impalaer hag an impalaer e-unan, met alies e nac'hent sentiñ hag e raent o fennoù o-unan.[26]
    Ashikaga Yoshimitsu (1358-1408), mab-bihan Takauji, e voe ar shōgun a zeuas a-benn da unvaniñ ar vro en e ren (1368-1394) ; kreñvaat galloud ar shōgunelezh a reas, hag e 1392 e c'hounezas un emglev etre an div Lez a lakaas termen d'ar brezel diabarzh ; levezonek e voe betek e varv e 1408. Adalek an emglev avat e voe an impalaer hag e lez dindan beli strizh ar shōgunelezh.[23]

    Er bloaz 1467 e tarzhas Brezel Ōnin (応仁の乱 Ōnin no ran), ur brezel diabarzh all e Japan a-bezh a-zivout hêrezh ar shōgun Ashikaga Yoshimasa (1436-1490, ren 1449-1474). Pep daimyō a zibabas un tu, ha distrujet e voe Kyōto er vell. Diskaret e oa galloud kreiz ar shōgunelezh pa voe reizhet an hêrezh e 1477, pep daimyō a rene en e zomani, ha stlabezet e oa Japan e kantadoù a Stadoùigoù emren.[9]
    Sengoku (戦国時代 sengoku jidai, "Marevezh ar Stadoù Brezelour")[42] a reer eus ar predad-se, a badas 148 vloaz eus 1467 betek 1615, ma voe an daimyō o stourm an eil re ouzh ar re all evit bout mistri war Japan.[26] E-douez an daimyō galloudusañ e voe Takeda Shingen (1521-1573) ha Uesugi Kenshin (1530-1578)[43] Unan eus arouezioù pennañ ar marevezh Sengoku eo an ninja (忍者), anvet shinobi ivez (忍び "dre guzh", "gougelegezh"), anezho spierion ha muntrerion gopret gant an daimyō evit oberoù brezel amreol.[44]. Ouzhpenn da armeoù prevez an daimyō e oa reoù savet gant kouerion emsavet ha menec'h boudaat.[26]

    Donedigezh Portugaliz
    Japan (IAPAM) ha Korea, gant João Vaz Dourado (1568)
    Ul Lestr Du portugalat a zeue ur wezh ar bloaz eus Goa ha Makao

    Er bloaz 1543 e voe tapet ul lestr kenwerzhel portugalat en ur gorventenn ha kaset da aod Enezenn Tanegashima a-vezh da Gyūshū. An Europiz kentañ o tilestrañ e Japan e voe an tri marc'hadour a oa e bourzh.[23] Hep dale e voe degaset traezoù europat da Japan, mouskedoù pergen[26] ; ken abred hag ar bloaz 1556 e oa war-dro 300 000 mousked en armeoù an daimyō.[35] Gant an armoù ez erruas an Iliz katolik roman, a grogas da c'hounit tud d'he feiz, betek 350 000 anezho ; c'hwec'h vloaz goude, d'ar 27 a viz Gouere 1549, e tilestras ar jezuist Frañsez Zavier (1506-1552) e Kyūshū d'e dro.
    Dre ar gartenn gentañ eus Japan graet er C'hornôg gant ar c'hartennour portugalat Fernão Vaz Dourado (~1520 – ~1580) e 1568 e voe boulc'het ar c'henwerzh Nanban (南蛮貿易 Nanban bōeki, "kenwerzh barbared ar Su")[45] etre Japan hag ar C'hornôg, a badas betek 1614.

    Aotreet e voe Portugaliz da genwerzhañ ha da staliañ un drevadenn hag ur porzh e Nagasaki, ma c'hellent gounez feizidi. Finborte bras a rejont a-drugarez d'ar brezel diabarzh a oa o ren, pa glaskas kalz daimyō desachañ listri ha marc'hadourezhioù europat d'o zu. War douaroù an daimyō galloudus Matsura Takanobu (1529-1599) e chomas Portugaliz er penn-kentañ[46], ha war re an daimyō Ōtomo Sōrin (1530-1587).
    E 1561, Ōtomo Sōrin a argadas kastell ur c'hevezer gant harp Portugaliz, a bourchasas tri lestr, 900 a dud ha tremen 50 kanol ; hep mar ebet e voe ar c'hentañ bombezadeg gant listri estren e Japan.[47]
    Er bloaz 1562 e tilojas Portugaliz da Yokoseura, ur gêr borzh er gwalarn da Nagasaki, pa ginnnigas an aotrou eno, Ōmura Sumitada (1533-1587), bout an daimyō kristen kentañ dindan an anv "Dom Bartolomeu". E 1564 avat e savas ar gloer boudaat a-enep dezhañ, ha distrujet e voe Yokoseura.

    D'an 18 a viz Here 1565 e c'hoarvezas Emgann Bae Fukuda, ar c'hentañ emgann war vor etre Japaniz hag Europiz. An daimyō Matsura Takanobu a dagas daou lestr-kenwerzh portugalat, a gavas repu e Nagasaki[48].

    Er bloaz 1571, abalamour da zistruj Yokoseura, an daimyō kristen "Dom Bartolomeu" a roas un tamm douar d'ar jezuisted. Anvet e voe Nagasáqui ganto ha rannet dre 6 lodenn evit degemer kristenion harluet eus tiriadoù all koulz ha kenwerzhourion. Ur chapel hag ur skol a voe savet, hag anvet São-Paulo evel re Gao ha Malaka. Ken abred ha 1579 e oa dija 400 ti eno. E 1578 e voe arsailhet kêr Nagasaki gant an daimyō Ryūzōji Taknobu (1530-1584), a voe faezhet a-drugarez d'ar skoazell ar voe degaset da Ōmura Sumitada gant Portugaliz. Evit o zrugarekaat, hennezh a roas Nagasaki da Gompagnunezh Jezuz "da viken" e 1580.[46] Pa gredent start e c'hounezjent muioc'h a feizidi e Japan mar gouient japaneg, ar jezuisted a embannas e 1603 an Nippo Jisho, ur geriadur japaneg-portugaleg a voe ar c'hentañ geriadur en ur yezh kornôgel e Japan[49].

    Daoust d'ar brezelioù dizehan e kendalc'has Japan da ober finborte evel er Marevezh Kamakura. War-dro 10 milion a dud a oa er vro er bloavezhioù 1450, pa oa 6 milion e dibenn an XIIIvet kantved. Bleunius e oa ar c'henwerzh, gant Sina ha Korea dreist-holl.[35]
    Dre ma voe krog lod daimyō da skeiñ moneiz e tremenas a-van-da-van diazez an armerzh eus an trokerezh d'an arc'hant.[26]

    E-pad ar Marevezh Muromachi e tiorroas lod eus stummoù arzel pennañ Japan evel ar bonsai (盆栽 "gwezenn en ur voest"), an ikebana (生け花 "kempenn bokedoù"), an (能), ar sumi-e (墨絵 "gwalc'hlivañ", "livañ gant liv tanavet"), lid an te (茶の儀式 cha no gishiki) hag al liorzherezh.[26]
    Pouezus-tre e voe perzh an 3vet shōgun Ashikaga Yoshimitsu e kement-se holl ; gantañ e voe lakaet sevel an azeuldi zen Kinkaku-ji e Kyōto er bloaz 1397[50].

    Marevezh Azuchi-Momoyama

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]
    Japan d'ar Marevezh Azuchi-Momoyama(1568-1600)

    Daou benngadour galloudus a unvanas Japan a-nevez en eil hanterenn ar XVIvet kantved: Oda Nobunaga (1534-1582) e Kastell Azuchi ha Toyotomi Hideyoshi 1537-1598) e Kastell Momoyama ; diwar anvioù ar c'hastelloù e voe anvet ar marevezh.
    An daimyō Oda Nobunaga, penn ar c'hlann Oda, unan eus ar re c'halloudusañ e Japan, a implijas teknologiezh hag armoù deuet eus Europa evit bout trec'h war kalz daimyō all ha klask unvaniñ Japan ; pa startaas e c'halloud e 1568 e kemeras Kyōto, ar pezh a voe finvezh shōgunelezh ar c'hlann Ashikaga hag a voulc'has ar Marevezh Azuchi-Momoyama, a badas betek 1600.[23]

    Tost unvanet e oa Bro-Japan er bloaz 1582 pa voe taget annez Nobunaga gant unan eus e jeneraled samourai, Akechi Mitsuhide (1528-1582). Kentoc'h eget bout lazhet e tibabas Nobunaga ober seppuku. Toyotomi Hideyoshi a flastras emsavadeg aduidi Mitsuhide kent bout warlec'hiad Nobunaga de facto[23]. Kenderc'hel gant al labour unvaniñ a reas, ar pezh a voe echuet e 1590. Diwezh Marevezh ar Stadoù Brezelour (Sengoku) e voe neuze. Goude sujet e enebourion e tegasas kemmoù bras er gevredigezh japanat : ur c'hadastr a voe savet evit termeniñ an telloù, krennet e voe war galloud an daimyoed, handeet e voe ar gristenion, berzet e voe d'ar gouerion dougen armoù, berzet e voe d'ar gouerion ha d'ar samouraied kemmañ o dere er gevredigezh[26] — daoust da Hideyoshi e-unan bout bet ur c'houer a voe anvet da jeneral gant Oda Nobunaga[28]. Dre gadastrañ Japan e voe lakaet kement labourer-douar da heimin (平民 "dinobl") : dre-se e voe lakaet an darn vuiañ eus ar sklaved en o frankiz[35].

    P'edo galloud Hideyoshi o kreskiñ e fellas dezhañ aloubiñ Sina dre Gorea, ar pezh a glaskas ober e 1592. Un arsav-brezel a voe e 1596, un eil aloubadeg e 1597, ha dilezet e oa houmañ e 1598 pa varvas an alouber[11].

    Pa felle dezhañ diazezañ un dinastiezh, Toyotomi Hideyoshi en devoa goulennet digant e wizion fealañ touiñ al le a fealded d'e vab yaouaer (an eil henañ) Toyotomi Hideyori (1593 - ~1615). Nepell goude marv Hideyoshi avat e rankas e aduidi stourm ouzh gwizion an daimyō Tokugawa Ieyasu (1543-1616) a oa bet a-du gant Hideyoshi koulskoude[23]. Trec'h e voe Ieyasu en Emgann Sekigahara (21 Here 1600) ; goude-se e voe kentañ shōgun ar shogunelezh Tokugawa, a stalias he c'hêr-benn en Edo (Tōkyō hiziv) hag a renas e-pad 268 vloaz, betek 1868 eta : ar Marevezh Edo e voe.[23]

    Marevezh Edo

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]
    Tokugawa Ieyasu, kentañ shōgun ar Marevezh Edo

    Stabil ha peoc'hus a-walc'h e voe ar Marevezh Edo dindan ren strizh ar c'hlann Tokugawa en Edo.[26] E 1603, an impalaer Go-Yōzei (1571-1617) a lakaas Tokugawa Ieyasu da shōgun ; daou vloaz diwezhatoc'h, e 1605, Ieyasu a zilezas e garg evit he zremen d'e vab ; boulc'het e oa an dinastiezh Tokugawa neuze.
    Diaes a-walc'h e voe d'ar re Dokugawa startaat o c'hrog war ar vro. E deroù ar bloaz 1609, ar shōgun a aotreas Shimazu Tadatsune (1576-1638), daimyō Satsuma-han ("Damani Satsuma") da aloubiñ Rouantelezh Ryūkyū, an enezeg a zo etre Kyūshū hag Enez Taiwan : nac'het he devoa ar rouantelezh paeañ truaj d'ar shōgunelezh nevez peogwir e paee trujaj da Sina dija, goude meur a anoazh all abaoe m'he devoa nac'het kemer perzh en aloubidigezh Korea. E miz Meurzh e krogas an emgannoù, hag e miz Mae e voe trec'h Tadatsune. Betek 1872 e voe Rouantelezh Ryūkyū ur Stad dizalc'h hag a rente gwazoniezh koulz da Sina ha da Satsuma-han[47],[51].

    Ar shōgun Ieyasu a lakaas seziz war Osaka (miz Du 1614 – miz Genver 1615 ha Mae – Mezheven 1615) evit mougañ enebebiezh klann Toyotomi, a voe faezhet betek mont da get[9].

    Er bloaz 1615 end-eeun ez embannas ar shōgunelezh en Edo un aradennad lezennoù, en o zouez ar buke shohatto (武家諸法度, "Lies krafoù lezennel a-zivout an tiegezhioù brezeler") a vestronie an daimyō[52], hag ar sankin kōtai (参覲交代/参覲交替, "Kemm en aketusted") a redie pep daimyō da vout en Edo bep eil bloaz[23] ; daoust d'al lezenn e kendalc'has an daimyoed da vout emren war o domanioù[26]. Buan e troas Edo da vout kêr bobletañ ar bed[23] Ar shōgunelezh a stalias ur bodad kuzulierien gozh, ar rōjū (老中 "kozhiad") renet gant un tairō (大老 "kozhiad meur") evit he c'huzuliañ, ha samouraied a voe lakaet da vurevidi[9]. Arc'hant bras a veze roet d'an impalaer e Kyōto, met pep galloud politikel a voe lamet digantañ..[26]

    Didruez e voe ar shōgunelezh Tokugawa a-fet peoc'h er gevredigezh, pa lakaas kastizañ pep felladenn, bras pe vihan, dre dibennidigezh, kroazstagadur pe boazhadur : doujet-kenañ e oa pep samourai, pa c'helle lazhañ un dinobl abalamour d'an disterañ dismegañs ; ar felladennerion a renk uhel a veze rediet da seveniñ seppuku[23].
    Dre ma veze gwelet ar gristeniezh evel ur galloud gourdrouzus e voe moustret, betek bout lakaet er-maez lezenn a-c'houde emsavadeg Shimabara (島原の乱 Shimabara no ran, miz Kerzu 1637 – miz Ebrel 1638), ma savas kouerion ha samouraied katolik enep an heskinadur a-berzh daimyō an domani Shimabara e Kyūshū.

    Adalek 1633 betek 1639, ar bakufu dindan ren ar shōgun Tokugawa Iemitsu (1604-1651) a embannas politikerezh ar sakoku (鎖国 "chadenn ar vro"), a dalvezas betek 1854 : sparlet e voe Japan ouzh an estrenien, berzet e voe ouzh Japaniz mont d'an estrenvro, ha berzet e oa sevel listri keinvor[53]. Dre ar sakoku e voe lakaet un dermen da levezon bolitikel tost pep galloud estren e Japan, ha finvezh lec'h kantvedel Portugaliz e voe.[23]
    Izelvroiz (protestanted anezho) e voe an Europiz nemeto a voe gouzañvet e Japan ; aotreet e voent da virout ur c'hontlec'h en Enez Dejima, un enezenn 9 000 m² bet savet gant an dud, a oa bet e dalc'h Portugaliz nepell diouzh Nagasaki. Sina ha Korea e oa an div vro all a oa aotreet da genwerzhañ[23]. Kalz levrioù estren e voe berzet o gwerzhañ e Japan.[26]

    A-hed kentañ kantved ren ar c'hlann Tokugawa e kreskas poblañs Japan daougement, betek tri milion a dud, abalamour d'ar gounezerezh dreist-holl ; stabil e chomas betek diwezh ar marevezh.[9]
    Hentoù ha pontoù a voe savet, lamet e voe ar gwirioù treizh warno, un doare moneiz hepken a voe skoet, kement-se holl a lakaas ar c'henwerzh da vleuniañ[9]. Muioc'h a dud a voe er c'hêrioù, met tost da 90% eus ar boblañs a oa o chom war ar maez[54],[26]. Diorroet e voe ar varregezh da lenn, da skrivañ ha da gontañ e-touez kêriz koulz ha maezidi. Kalz skolioù prevez a voe savet, en-dro d'an azeuldioù pergen, ha hepdale e voe 30% a dud desket — moarvat ar feur uhelañ er bed d'ar mare-se.[23] — ha dre-se e kreskas kalz an niver a levrioù embannet, betek kantadoù bep bloaz[54]. A-fet gouzout kontañ, muioc'h-mui a dud a voe gouest da reiñ o oad gwirion, ar pezh a oa a-live gant Europiz ar C'hornôg. A-hed an XIXvet kantved e veze gouest 100% a Japaniz da gontañ reizh. A-drugarez d'an izel ma oa an dislennegezh enni e c'hallas Japan ober finborte er c'hantved da-heul[55].

    Sugita Genpaku

    E dibenn an XVIIIvet kantved e krogas ar shōgunelezh da wanaat[23]. Echu e oa gant an araokadennoù er gounezerezh[9], ha dister e voe mererezh an naonegezh Tenpō (天保の飢饉 Tenpō no kikin) a skoas Japan adalek 1833 betek 1837[23]. Un emsavadeg kouerion a oa e gor, ha nebeutoc'h a delloù a zeue e kefioù ar gouarnamant[9]. Ar shōgunelezh a grennas gopr ar samouraied, a oa paour un niver bras anezhe dija hag o deveze alies un eil micher evit skoulmañ ganti[52]. Dizale e voe lod anezho, aet er-maez pep framm, o fichañ diskar shōgunelezh ar c'hlann Tokugawa[56].
    D'an hevelep mare e teue mennozhioù Europa ar C'hornôg d'ar bobl dre ar rangaku (蘭學 "studioù izelvroat") degaset gant levrioù eus an Izelvroioù[26]. Ar mezeg Sugita Genpaku (1733-1817), da skouer, a implijas teknikoù kornôgel evit kemmañ ar c'healioù japanat a-fed korfadurezh an den[11]. Gouizieion all a voulc'has al luskad kokugaku (國學 "studioù broadel") evit distreiñ d'ar pezh a lakaent da "dalvoudegezhioù broadel" : enebiñ ouzh an nevez-konfusianegezh sinaat a veze skoret gant ar shōgunelezh Tokugawa, hag adlakaat an impalaer er galloud dreist ar shōgun, evel ma veze kelennet gant ar relijion shintō en ur ober dave da orinoù Japan : Oadvezh ar Speredoù (神代 kami-yo), kent Jimmu, an impalaer kentañ, diskennad eus Amaterasu, doueez an Heol, hag eus Susanō, he breur, doue ar c'horventennoù[44].

    Tousmac'h bras a savas e Japan e 1853 pan erruas ul lestraz eus ar Stadoù-Unanet renet gant ar c'homodor[57] Matthew C. Perry (1794-1858). Kaset e oa bet da Japan gant gouarnamant SUA evit terriñ emglozadur ar vro. Ar shōgunelezh n'he devoa difenn ebet enep ar c'hanolioù modern, hag e rankas neuze plegañ da urzhioù en estrenien nevez : reiñ aotre d'al listri amerikan d'en em bourveziñ ha da ober kenwerzh e porzhioù Bro-Japan[23]. Galloudoù ar C'hornôg a redias an dierniezh Qing e Sina, Impalaeriezh Rusia ha Japan da sinañ ar pezh a voe anvet "feurioù-emglev digempouez" gant Sinaiz ; Japan a voe rediet da lezel Kornôgiz da ober o annez er vro, hep lakaat kresk war prizioù ar marc'hadourezhioù enporzhiet ha ne oant ket aotreet kas Kornôgiz dirak ul lezvarn[26].
    Pa ne c'halle ket ar shōgunelezh enebiñ e voe brouezet kalz Japaniz, re ar Su dreist-holl[23]. Dindan levezon al luskad broadelour kokugaku, kalz samouraied a savas a-du gant al lugan son'nō jōi (尊皇攘夷 "Azaouziñ an impalaer, argas ar varbared") enep ar shōgunelezh hag an alouberion, gant harp daou zaimyō eus Chōshū ha Satsuma er Su[44]. E miz Eost 1866, nebeut goude bout lakaet da shōgun, Tokugawa Yoshinobu (1837-1913) en devoe poan o sioulaat an emsavadeg a oa c'hoazh e gor[58]. Er bloaz 1868, an daou zaimyō eus ar Su a gendrec'has an impalaer Meiji (1852-1912), 16 vloaz, hag e guzulierion da embann un daskrid a c'houlennje ma vije echu gant ren ar shōgunelezh Tokugawa, ar pezh a voe graet. Dizale ez kerzhas armeoù Chōshū ha Satsuma betek Edo, ha boulc'het e voe Brezel Boshin (戊辰戦争 Boshin sensō), a badas eus miz Genver 1868 betek miz Mezheven 1869 ha finvezh ar shōgunelezh Tokugawa.[23]

    Levezonet-don e oa klann Tokugawa gant an nevez-konfusianegezh a skorent. Rannañ a rejont ar gevredigezh e peder rann, ar peder micher (士農工商 shì nóng gōng shāng) evel e Sina : shī (士 "klezeour"), nóng (農 "labourer-douar"), gōng (工 "artizan") ha shāng (商 "marc'hadour"). A-zisrann e chome ar samouraied, a venne heuliañ ar bushidō (武士道), "hent ar c'hadour"[59].

    A-feur ma pinvidikaas ar genwerzhourion a-hed ar Marevezh Edo e krogjont da bostañ arc'hant er sevenadur hag er gevredigezh[60],[61]. Lod anezho a oa madoberourion a rene ur vuhez vlizelour a veze graet ukiyo (浮世 "bed war neuñv") anezhi[44], alese an arz ukiyo-e (浮世絵 "skeudennoù eus ar bed war neuñv") hag al levrioù ukiyo-zōshi (浮世草子 "levrioù eus ar bed war neuñv"). Ar c'hentañ seurt levrioù japanek a blijas kalz d'an dud e voe ar re-se[44].

    Poblek ivez e teuas da vezañ ar pezhioù-c'hoari kabuki (歌舞伎) hag ar margodennoù bunraku (文楽)[44]. Alies e veze c'hoariet ar pezhioù-se gant kouta (小唄 "kanaouennoùigoù") ha sonerezh ar shamisen (三味線), ur benveg-seniñ a erruas e Japan e 1600[62]. An Haiku (俳句) e voe an doare barzhoniezh pennañ, Matsuo Bashō (1644-1694) ar mestr anezho[44]. Ur vicher nevez a voe evit ar merc'hed : hini ar geisha (芸者), anezho arzourezed a ouie kanañ, seniñ ha kendivizout gant o arvalien — gisti ne oant ket avat[63].

    Japan a-vremañ

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    Pemp oadvezh zo bet en Istor Japan a-vremañ : Meiji (1868-1912), Taishō (1912-1926), Shōwa (1926-1989), Heisei (1989-2019) ha Riwa (2019 betek bremañ).

    Oadvezh Meiji

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]
    Pennad pennañ: Oadvezh Meiji
    An impalaer Meiji e 1888

    Pa oa aet ar shōgunelezh Tokugawa da get e voe adlakaet an impalaer er galloud[23]. Er bloaz 1869, an impalaer hag e familh a guitaas Kyōto d'em staliañ en Edo, a voe adanvet Tōkyō (東京 "Kêr-benn ar Reter")[23] Daoust da gement-se, gant samouraied eus Chōshū ha Satsuma a oa er gouarnamant e oa ar galloud gwirion kentoc'h eget gant an impalaer Meiji, a oa 17 vloaz[23]. Oligarkiezh Meiji (藩閥 Han batsu "klannegezh") a reer eus an dud-se, a oa savet a-du gant al luskad kokugaku hag a rakwelas ar c'hemmoù bras a oa da c'hoarvezout e Japan[64]. Krediñ a rae dezho e oant krouerion un urzh nevez ker meurdezus hag an hini a oa bet staliet gant diazezerion ar vroad. Fellout a rae dezho e troje Japan d'ur Stad-vroad arnevez a live gant galloudoù impalaerour ar C'hornôg[23]. E-touez an dud-se e oa Kido Takayoshi (1833-1877) eus Chōshū, Ōkubo Toshimichi (1830-1878) ha Saigō Takamori (1828-1877) eus Satsuma.[23]

    Politikerezh ha kevredigezh

    Ganto e voe torret renkadur kevredigezhel ar "peder micher" (shì nóng gōng shāng)[23], hag erlec'hiet e voe domanioù gladdalc'hel an daimyō gant prefediezhioù[23]. Adaozet penn-da-benn e voe reizhiad an telloù, hag aotreet en-dro e voe ar feiz kristen[23]. Rouedadoù hent-houarn, pellskriverezh ha skolioù a voe savet[65]. Evit ober kement-se, ar gouarnamant Meiji a vroudas ar c'hôrnogeladur[9] hag a c'hopras kantadoù a guzulierion eus broioù ar C'hornôg, anezho arbennigourion war an aferioù milourel, ar bankoù, ar c'helenn, ar gwir, ar mengleuzioù hag an treuzdougen evit adaozañ an ensavadurioù broadel ; an deiziadur gregorian a voe lakaet e pleustr, ha skignet e voe an doareoù kornôgel d'em wiskañ ha da fichañ ar blev ; unan eus pennluskerion bennañ ar c'hornôgeladur-se e voe ar skrivagner ha kazetenner brudet Fukuzawa Yukichi (1835-1901)[23].
    En tu-hont da framm ar Stad, ar gouarnamant Meiji a bouezas evit ma vije enporzhiet skiantoù ar C'hornôg, ar vezegiezh dreist-holl. Er bloaz 1893 ha gant harp Fuzukawa, ar mezeg Kitasato Shibasaburō (1853-1931) a ziazezas Ensavadur ar Poreadoù, a c'hounezas buan brud er bed a-bezh rak ken abred ha 1894 e kavas gwezher ar vosenn werblek.[9].
    Dre al lennegezh kornôgel e voe broudet hini Japan, Mori Ōgai (1862-1922) ha Futabatei Shimei (1864-1909) o vout a skrivagnerion bennañ war-lerc'h o c'henseurt hollvrudet Natsume Sōseki (1867-1916) a skrivas en doareoù hengounel ha nevez kemmesket.[9] Higuchi Natsuko (1872-1896) e voe ar skrivagnerez bennañ er Marevezh Meiji[66].

    Er bloavezhioù 1880 e savas al Luskad evit Frankiz ha Gwirioù ar Bobl (自由民権運動 jiyū minken undō), ur c'houlzad poblelour a c'hourchemenne ma vije kresket perzh ar bobl e politikerezh Japan.[23] Itō Hirobumi (1841-1909), kentañ Pennmaodiern Japan, a respontas dre skrivañ Bonreizh Impalaeriezh Japan (大日本帝国憲法 Dai Nihon teikoku kenpō) a voe embannet e 1889. Drezi e voe staliet dilennidi en ur Gambr Izel, hogen gwan e oa he galloud. Daou dre gant hepken eus ar boblañs a oa aotreet da vouezhiañ, hag ul lezenn kinniget gant ar Gambr Izel a ranke bout skoret gant ar Gambr Uhel na oa ket dilennet. Koulz gouarnamant Japan hag an arme a oa atebek dirak an impalaer, ne oant ket dirak ar Gambr zilennet.[23] Ar gouarnamant a vroudas ar vroadelouriezh, a lakaas ar shintō da relijion ar Stad, hag a zisklêrias e oa an impalaer un doue bev[67] En holl skolioù e voe kelennet an talvoudegezhioù broadelour hag al lealded ouzh an impalaer[68].

    Impalaerouriezh

    E miz Kerzu 1871 e torras ul lestr japanat ouzh aodoù Enez Taiwan ; drouklazhet e voe 54 den diwar 66, an daouzek all o vout sikouret gant Sinaiz[69]. Tri bloaz goude, an darvoudenn-se a voe kemeret da zigarez gant Japaniz evit boulc'hañ aloubadeg Taiwan e 1874 ha kadarnaat o beli war Inizi Ryūkyū. Ar wezh kentañ e voe ma tisentas an arme d'ar gouarnamant nann-milourel : urzh a oa bet roet dezhi da ampellat ar gwezhiad.[51]

    Jeneraled sinaat eus Pyongyang o kodianañ (Here 1894)

    Yamagata Aritomo (1838-1922), ur samurai eus Chōshū, a greñvaas hag a vrasaas Lu Impalaeriezh Japan, dre an enrolladur broadel pergen.[26] Gant al Lu nevez e voe flastret un emsavadeg samurai e Satsuma e 1877.[23]
    Hollbouezus e voe perzh al Lu en emastenn Japan. Hervez ar gouarnamant e oa ret da Japan kaout trevadennoù dezhi evit kevezañ ouzh galloudoù trevadenner ar C'hornôg. Goude startaet he beli war Hokkaidō ha destaget rouantelezh Ryūkyū e troas ouzh Korea[9]. Er bloaz 1894 e voe ur c'hrogadig etre Japaniz ha Sinaiz e Korea, m'edo an daou lu o klask frikañ un emsavadeg kouerion. A-c'houde an darvoudenn-se e tarzhas ar C'hentañ brezel etre Japan ha Sina (1894-95), ma voe faezhet Sinaiz daoust dezho bout niverusoc'h hag armet gwelloc'h ; Sina a rankas reiñ Taiwan da Japan.[26] A-c'houde ar gur-se e voe gouest gouarnamant Japan da adkevraouiñ ar "feurioù-emglev digempouez"[26] ha da skoulmañ un emglev gant ar Rouantelezh-Unanet d'an 30 a viz Genver 1902.[26] D'an 8 a viz C'hwevrer 1904, Japan a zisklêrias brezel da Impalaeriezh Rusia a-zivout tiriadoù Manchouria ha Korea. D'ar 5 a viz Gwengolo 1905 ez echuas ar brezel gant trec'h Japaniz : Korea a voe lakaet dindan gwarezveli Japan kent bout destaget penn-da-benn e 1910.[23]

    Armerzh

    Buan e troas Japan war-du an armezh greantel. Koulz ar gouarnamant hag embregerezhioù prevez a implijas teknologiezhioù ar C'hornôg evit sevel labouradegoù gouest da genderc'hañ marc'hadourezhioù a bep doare. Pan echuas ar mare Meiji e 1912 e oa ar marc'hadourezhioù-se a veze ezporzhiet ar muiañ.[23] Lod eus an embregerezhioù bleuniusañ a savas melloù kengevredadoù anvet zaibatsu (財閥 "klann ar madoù") perc'hennet gant ur familh, evel Mitsubishi ha Sumitomo, a ra finborte c'hoazh hiziv.[26] Dre ar c'hresk burzhudus er greanteladur e kreskas buan ar c'hêriekadur ivez, ha digreskiñ a reas niver ar gouerion, eus 75% e 1872 da 50% er bloavezhioù 1920[70].

    Yac'h e oa armezh Japan d'ar mare, ha yac'husoc'h ha hiroc'h e voe buhezioù an dud ivez. Pa oa bet 34 milion a dud e Japan e 1872 e oa 52 milion anezho e 1915.[9] Dre ma oa kalet al labour e krogas an implijidi d'em sevel, ha kalz labourerion ha kefredourion a droas war-du ar sokialouriezh[9], met friket e voe pep emsavadeg gant ar gouarnamant. Lod sokialourion radikal hag anveliourion a iriennas evit lazhañ an impalaer e 1910 da geñver Darvoudenn an Uheldrubarderezh (大逆事件 daigyaku jiken) ; harzet e voe an iriennerion, hag 11 anezho a c'houzañvas ar boan a varv[71]. Goude-se e voe staliet ur gerreizh kuzh evit diwriziennañ pep emsavadeg eus tu-kleiz ar skalfad politikel.[26], war an dro gant lezennoù kevredigezhel a warante ur muiañ-niver a eurvezhioù labour hag un oad izek evit mont da labourat.[9]

    Oadvezh Taishō

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]
    Pennad pennañ: Oadvezh Taishō

    A-hed ren berr an impalaer Taishō (1879-1926, ren 1912-1926) e troas Japan muioc'h war-du an demokratelezh, ha kresket e voe he fouez war an dachenn etrebroadel.
    A-c'houde marv an impalaer Meiji e 1912 e voe tri fennmaodiern lerc'h-ouzh-lerc'h er gouarnamant, p'edo hennezh o klask ur c'hempouez etre ar genrō (元老 "henañ"), da lavaret eo politikerion war o leve a gendalc'he da guzuliañ an impalaer, hag ar bobl evel termenet e Bonreizh Impalaeriezh Japan[23] ; Emsavadegoù ar Riz e 1918 a greñvaas galloud ar strolladoù politikel war an nemeurveliezh a oa o ren.[26] Ar Rikken Seiyūkai (立憲政友会 "Strollad Keneiled ar Gouarnamant Bonreizhel") hag ar Rikken Minseitō (立憲民政党 "Strollad Demokratel Bonreizhel") e voe an daou strollad pennañ e diwezh ar mare a voe anvet "Demokratelezh Taishō".[38] Tamm-ha-tamm e oa bet roet muioc'h a frankiz d'ar Gambr Izel adalek 1890[72], hag adalek 1925 e c'hallas an holl wazed mouezhiañ. En hevelep bloaz avat e voe embannet an hini ziwezhañ eus ar rummad lezennoù anvet Lezenn evit mirout ar peoc'h (治安維持法 chian iji hō, 1894-1925), a lakae kastiz kriz war enebiezh an tu-kleiz.[26]

    A-du gant ar Gevredidi e savas Japan er Brezel-bed kentañ, ar pezh a zegasas dezhi ur c'hresk burzhudus c'hoazh en armerzh ha trevadennoù e Meurvor Habask an Norzh, a zo Inizi Marshall, Mariana an Norzh, Palau ha Stadoù Kevreet Mikronezia hiziv.[9] Unan eus sinerezed Feur-emglev Versailhez d'an 11 a viz Du 1918 e voe Japan, koulz hag unan eus ar Stadoù a ziazezas Kevredigezh ar Broadoù e 1920.

    Tri bloaz goude, e miz Gwengolo 1923, ur c'hren-douar a lazhas trement 100 000 a dud en Honshū, ha distrujet e voe tiez tremen tri milion a dud gant an tanioù-gwall a voe war e lerc'h.[23]

    Sevenadur

    Stankoc'h-stankañ e voe an embann istorioù pobl e komz-plaen, a oa bet boulc'het er marevezh kent, abalamour ma voe mui-ouzh-mui a dud gouest da lenn ha ma tigreskas priz al levrioù ; a-douez skrivagnerion bennañ ar Marevezh Taishō e voe Akutagawa Ryūnosuke (1892-1927), Satō Haruo (1892-1964) ha Tanizaki Jun'ichirō (1886-1965) — kalz e skrivas Tanizaki, e meur a zoare levezonet gant lennegezh ar C'hornôg, met e deroù ar marevezh da-heul e skrivas meuleudi da sevenadur hengounel Japan dre e romant 蓼喰う虫 Tade kū mushi "Amprevaned debrerion troadur" (1929)[9]

    Oadvezh Shōwa

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]
    Pennad pennañ: Oadvezh Shōwa

    Goude an impalaer Taishō e renas an impalaer Shōwa (Hirohito) adalek 1926 betek 1989, ar ren hirañ en Istor Japan.[9]
    E-pad ugent bloavezh kentañ e ren e savas al luskad broadelour radikal, ha meur a vrezel emledelour a voe. Goude bout bet faezhet en Eil Brezel-bed e voe dalc'het Japan gant Stadoù estren evit ar wezh kentañ en Istor ; pelloc'h e savas en-dro evel unan eus ar galloudoù armerzhel pennañ er bed.[72]

    Moustret e oa bet luskadoù politikel an tu-kleiz e diwezh ar Marvezeh Taishō, ha buan e voe graet berz gant strolladoù eus an tu-dehou levezonet gant ar faskouriezh.[56] Galloudus e voe an tu-dehou pellañ koulz er gouarnamant hag er gevredigezh, dreist-holl a-drugarez da Arme Kantōgun (関東軍 Kantō-gun), a oa kantonet e Sina a-hed an hent-houarn japanat e Manchouria ar Su.[26]

    Arbennigourion japanat oc'h ensellet an hent-houarn goude an darzhadenn

    D'an 18 a viz Gwengolo 1931, un ofiser japanat eus an tu-dehou pellañ a lakaas dinamit da darzhañ war an hent-houarn, hep freuzañ tra pe dra avat. Goude tamallet Sinaiz, Lu Japan a aloubas Manchouria kent staliañ eno ur Stad dezhi, Manchukuo (満州国 Manshū kuni), d'an 18 a viz C'hwevrer 1932 hep aotre ebet digant o gouarnamant. Taolet e voe ar garez etrebroadel war Japan, en em dennas diouzh Kevredigezh ar Broadoù e miz Meurzh 1933.[23]
    Ar Pennmaodiern Tsuyoshi Inukai (1855-1932) a glaskas krennañ war galloud Arme Kantōgun, met drouklazhet e voe d'ar 15 a viz Mae 1932 gant tud eus an tu-dehou pellañ. Dre ma oa kreñvoc'h-kreñvañ enebiezh al Lu hag an tu-dehou pellañ ouzh ar bolitikerion nann-soudard, a lakaent da c'houbrenet, Tsuyoshi Inukai a voe an trevour diwezhañ o c'houarn Japan etre an daou Vrezel-bed.[23] D'ar 26 a viz C'hwevrer 1936, ofiserion eus al Lu Impalaerel a glaskas kemer ar galloud : kalz politikerion habask a voe drouklazhet a-raok ma c'hwitas an taol-Stad.[23] Startaet e voe beli al Lu war ar bolitikerion evelkent, hag an darn vuiañ eus ar strolladoù politikel a voe diskaret gant Kevredigezh Skoazell Beli an Impalaer (大政翼賛会 Taisei yokusan-kai), a voe disklêriet e miz Here 1940 gant ar Pennmaodiern Konoe Fumimaro (1891-1945).[52]

    Kalz politikerion japanat a voe mennet da vrasaat tiriad Japan evit ar mengleuzierezh hag evit divroañ dreistad ar boblañs[23], ar pezh a gasas d'an Eil brezel etre Japan ha Sina e 1937. Goude kemeret Nanjing, a oa kêr-benn Sina d'ar mare, e miz Kerzu 1937, e voe lazhadeg, palforsadeg, jahinadeg, preizhadeg, tangwalladeg ha torfedoù brezel all gant Lu Japan[73]. Daoust d'o zrec'h, Japaniz ne zeujont ket a-benn da ziskar gouarnamant Sina hag ar brezel a droas d'un hent-dall gwadek a badas betek 1945[23], ha da get ez eas raktres Japan da staliañ ur bloc'had Stadoù aziat renet ganti ; den ne oar petra e voe perzh resis an impalaer Shōwa e brezelioù emastenn Japan : hervez lod istorourion ne oa nemet ur vargodenn dic'halloud, hervez lod all e skore hag e vroude raktresoù ar vilourion.[28]
    SUA a zivizas respont da aloubadeg Sina dre gastizañ armerzh Japan evit krennañ war he danvez ha mirout outi a vrezeliñ.[11]

    Eil Brezel-bed

    D'ar 1añ a viz Gwengolo 1939 e tarzhas an Eil Brezel-bed. Evit enebiñ ouzh darbaroù SUA, Japan a sinas ur feur-emglev gant Alamagn hag Italia d'ar 27 a viz Gwengolo 1940 hag e miz Gwengolo ar bloaz-se ez aloubas Indez-Sina c'hall ; e miz Gouere 1941 e voe lakaet seziz war holl vadoù Japan en Europa gant SUA, ar Rouantelezh-Unanet hag an Izelvroioù.[9]
    E dibenn 1941, gouarnamant Japan renet gant ar Pennmaodiern Tōjō Hideki (1884-1948), oa oa jeneral ha kadoriad Kevredigezh Skoazell Beli an Impalaer, a zivizas terriñ embargo SUA dre nerzh.[23] D'ar 7 a viz Kerzu 1941, Morlu an Impalaeriezh a loc'has an arsailh war Pearl Harbor, ur bon d'ar morlu stadunanat en Hawaii, ar pezh a redias SUA da emezelañ en Eil Brezel-bed antronoz, a-du gant ar Gevredidi. Goude an argadenn-se, Japan a aloubas trevadennoù da SUA, ar Rouantelezh-Unanet hag an Izelvroioù en Azia.[23]

    Meur a wezh e voe trec'h Japan kent Emgann Midway e deroù miz Mezheven 1942, ma'z eas an trec'h gant SUA, hag Emgann Guadalcanal (7 a viz Eost 1942 – 9 a viz C'hwevrer 1943) ma voe trec'h ar Gevredidi, a zisammas an Inizi Salomon diouzh yev Japan.[23] A-hed ar mare-se e sevenas Lu Japan torfedoù brezel : gwallgas prizonidi, drouklazhañ trevourion, arver armoù kimiek ha bevedel.[23] Da varaneion e voe lakaet ar soudarded japanat, pa raent « argadennoù banzai » (diwar o lugan 天皇陛下万歳 Ten'nōheika banzai "Bevet an impalaer"), argadennoù-emlazh gant o unvez Tokkō (神風別攻撃隊 Kamikaze Shinpū Tokubetsu gekitai, "Unvezh Argadiñ Arbennik Avel Doue") adalek 1944 ha pa stourment betek o soudard diwezhañ zoken pa oa anat e oant koll.[23],[74]

    Koabrenn derc'hanel en Hiroshima, 1945

    Diaesoc'h-diaesañ e voe buhez Japaniz en abeg d'ar boued tailhet, d'an troc'hoù tredan ha da voustrerezh garv pep enebiezh ouzh ar gouarnamant.[26]
    E kreiz 1944 bepred, SUA a stourmas Emgann Saipan hag a adkemeras Inizi Mariana digant Japaniz ; aleze e krogas an Amerikaned da vombezañ Japan.[64] Tremen an hanter eus gorread ar c'hêrioù bras a voe dismantret.[9] Emgann Okinawa (Ebrel-Mezheven 1945) a voe brasañ emgann war vor an Eil Brezel-bed ; 115 000 soudard ha 150 000 trevour japanat a voe lazhet[75].
    D'ar 6 a viz Eost 1945, SUA a vannas ur vombezenn derc'hanel war Hiroshima, a lazhas 20 000 soudard ha tremen 120 000 trevour japanat ; tri deiz goude, d'an 9 a viz Eost, e rejont heñvel war Nagasaki (betek 80 000 a dud lazhet). Ar c'hentañ argadenn derc'hanel en Istor e voe bombezadennoù derc'hanel Hiroshima ha Nagasaki.
    D'an hevelep deiz, URSS a zisklêrias brezel da Japan hag a aloubas Manchouria. D'ar 14 a viz Eost e kodianas Japan, hag antronoz e komzas an impalaer Shōwa er skingomz broadel[76].

    E dalc'h ar Gevredidi e voe Japan neuze. Renet e voe de facto gant Komandant Meur ar Gevredidi, ar jeneral stadunanat Douglas MacArthur (1880-1964), a voe lesanvet "shōgun estren" (外人将軍 gaijin-shōgun) gant Japaniz. Kalz eus ar c'hemmoù a vroudas a voe levezonet gant re an New Deal bet lakaet e pleustr gant Franklin D. Roosevelt er bloavezhioù 1930.[23]

    Klask a reas an dalc'hidi digreizennañ ar galloud e Japan dre derriñ ar zaibatsu, eleze o diberc'hennañ diouzh an douaroù gounezel, a voe roet d'an dud o laboure[26] ha dre vroudañ an dud da sevel c'hweluniadoù labourerion.[23] Dizarmet e voe Lu Impalaeriezh Japan[26], en o frankiz e voe lakaet he zrevadennoù[9], torret e voe al "Lezenn evit mirout ar peoc'h" hag an Tokkō[77] , barnet ha kondaonet e voe an dorfedourion vrezel gant al Lezvarn Vilourel Etrebroadel evit ar Reter-Pellañ, unnek Stad enni : Aostralia, Bro-C'hall, Filipinez, India, Izelvroioù, Kanada, Rouantelezh-Unanet, Sina, SUA, URSS ha Zeland-Nevez.[23]
    Ar gouarnamant a voe tennet diouzh beli an impalaer ha lakaet da atebek dirak ur Parlamant dilennet.[9] Aotreet e voe an impalaer da chom war an tron, met rediet e voe da zianzav e orin doueel, ar pezh a reas d'ar 1añ a viz Genver 1946 dre an Ningen-sengen (人間宣言 "Disklêriadenn a zenelezh") ; echu e oa gant ar "Stad shintō" neuze.[23] Ur Vonreizh nevez a voe skrivet, a wareze ar frankizoù foran, gwirioù al labourerion, ar gwir d'ar maouezed da vouezhiañ, hag a verze ouzh Japan a vrezeliñ.[23]

    D'an 8 a viz Gwengolo 1951 e voe sinet e San Francisco ur feur-emglev a beoc'h etre Japan ha 49 Stad all. Bloaz goude e voe lakaet Japan en he frankiz en-dro, petra bennak ma kendalc'has SUA da verañ ul lodenn eus Inizi Ryūkyū.[23] E 1968, SUA a zistroas Inizi Ogasawara da Japan ; aotreet e voe Japaniz da zistreiñ di. E 1972 e voe distroet Okinawa da Japan, met bonoù milourel stadunanat zo c'hoazh eno hag en Inizi Ryūkyū da-heul ar Feur-emglev kenlabour ha surentez etre SUA ha Japan a voe sinet e 1960, ar pezh a lakaas kantadoù a viliadoù a Japaniz da ziskelañ enep.[9]

    Goude an Eil Brezel-bed

    Yoshida Shigeru (1878-1967) a voe Pennmaodiern e 1946–47 ha 194854, unan eus ar re a badas ar pellañ en Istor Japan[78] ; mennet e oa da startaat al liammoù etre e vro hag SUA evit diorren an armerzh e-lec'h an darempredoù etrebroadel.[26] E 1955, e strollad politikel, ar Jiyūtō (自由党 "Strollad Frankizour") a droas d'ar Jiyū-Minshutō (自由民主党 "Strollad Demokratel Frankizour", SDF)[26] a zo c'hoazh o ren e 2022.
    Gwan e oa armerzh Japan goude ar brezel, met gwellaat a reas adalek 1949 a-drugarez da labour ar banker stadunanat Joseph M. Dodge (1890-1964) ha da Vrezel Korea (1950-53)[23] Gant ar gouarnamant Yoshida e voe staliet ur Vaodiernezh ar C'henwerzh Etrebroadel hag ar Greanterezh (MKEG) evit ma kenlabourje an embregerezhioù bras gant ar gouarnamant ; berz a reas MKEG, pa vleunias an ijinerezh pounner hag an ezporzhiañ[23],[26] ; teknologiezh ha doareoù kornôgel da wiriañ perzhded ar c'henderc'hadoù, kenlabour etre Japan hag SUA a-fed difenn hag armerzh, frankiz an enporzhiañ, krennañ war ar sevel c'hweluniadoù, hiraat an amzer-labour, politikerezh ar stummadur hag ar shūshin koyō (終身雇用 "implij a-hed buhez") en embregerezhioù, kement-se holl a vroudas an armerzh japanat er bloavezhioù-se.[23] E 1955 e tizhas armerzh Japan ul live dreist hini ar bloavezhioù 1930.[9]
    E 1968 e oa armerzh Japan an eil kreñvañ er bed goude hini SUA[79] Ur c'hresk tost da 10% bep bloaz a voe e Korvoder broadel kriz (KBK)[80] Japan adalek 1956 betek enkadenn an tireoul e 1973, a izelaas ar c'hresk da 4% betek deroù ar bloavezhioù 1990[81].

    Hiraat a reas ar spi bevañ ; da 128 milion a dud e save poblañs Japan e 1990[9] (125,47 milion zo bet jedet evit miz Kerzu 2021[82]) E-kerzh ar marevezh-se e teuas Japan da vout ar c'hentañ saverez kirri-tan er bed hag unan eus brasañ kenderc'herezed binvioù elektronek.[23]

    Diwar c'houlenn SUA e voe assavet Lu Japan e 1954, dindan an anv "Nerzhioù Emzifenn Japan" (自衛隊 Jieitai) ; lod Japaniz a savas enep en ur lavaret e torre mellad 9 ar Vonreizh[83].
    E 1956, Japan a emezelas en ABU. hag en hañv 1964 ez aozas ar C'hoarioù Olimpek. Kevreded gant SUA e voe a-hed ar Brezel Yen, da dra ma savas lod Japaniz enep. E 1956 c'hoazh, Japan hag URSS a zisklêrias ent-ofisiel diwezh ar brezel hag a eskemmas kannaded, daoust d'un dizemglev a-zivout Inizi Kouril, a chom c'hoazh e 2022.[84]
    E 1960 e voe anzavet Republik Korea gant Japan daoust d'an dizemglev a-zivout Reier Liancourt e Mor Japan.[84]
    Goude an Eil Brezel-bed ha hervez politikerezh SUA, Japan he devoa anzavet Republik Sina e Taiwan evel gouarnamant reizh Sina ; er bloaz 1972 avat ez anzavas Republik Pobl Sina.[84]

    Sevenadur

    A-c'houde diwezh ar gouzalc'herezh e 1952 e vleuñvas ar sinema japanat[26], en abeg ma oa bet torret kontrollerezh ar gouarnamant, ma oa marc'had-mat ar sevel filmoù, ma oa deuet teknikoù nevez eus ar C'hornôg ha ma'z ae un niver bras a dud d'ar salioù.[9]

    Oadvezh Heisei

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]
    Pennad pennañ: Oadvezh Heisei

    Goude marv an impalaer Shōwa e 1989 e pignas e vab Akihito war an tron e 1990. Ar Marevezh Heisei a reer eus e ren, a badas eus an 8 a viz Genver 1989 betek e zilez d'an 30 a viz Ebrel 2019.[24]
    E 1989 end-eeun e tarzhas "klogorenn armerzhel" Japan, d'ar strad ez eas eskemmdi Tōkyō ha priz an douaroù, ha dic'hwez moneiz a voe ; sammet e voe ar bankoù gant dleoù a vire ouzh ar vro a bareañ he armerzh.[23] "An Dekvloazhiad Kollet" (失われた十年 Ushinawareta tōnen) e voe ar bloavezhioù 1990.[38]
    Gwashoc'h e teuas an enkadenn pa sankas ar feur genel pell dindan live an erlec'hiañ.[23] Padout a reas ar chagadur armerzhel en dekvloazhiadoù war-lerc'h, ha biskoazh ne adsavas an eskemmdi betek e live kent ; peuzdistrujet e voe ar reizhiad shūshin koyō, ha kreskiñ a reas an niver a dud dilabour ; gant kleñved an armerzh ha meur a warzh a-fet goubrenerezh e wanaas galloud an SDF, daoust ma voe Pennmaodierned nann-SDF o ren ar vro e 1993-96 ha 2009-12.[23],[85]

    Sevenadur

    Daoust d'an diaesterioù armerzhel e troas sevenadur pobl Japan da vout anavet gant yaouankizoù er bed a-bezh dre anime, c'hoarioù video ha manga.[23]

    Oadvezh Reiwa

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    Pa zilezas an impalaer Akihito e garg e lezas an tron d'e vab Naruhito (*1960) d'ar 1añ a viz Mae 2019[86].

    Tōkyō a oa da aozañ C'hoarioù Olimpek an hañv arre er bloaz 2020, met nullet e voe en abeg d'ar bedreuziad COVID-19 hag ampellet betek 2021.

    Kevredigezh Japan

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]
    Frammadur

    Adalek ar Marevezh Yayoi (300 KAB – 250 AB) e krogas ar gevredigezh japanat da vout haenadet : techet e voe ar pennoù da unpiaouañ ar pinvidigezhioù a oa deuet dre ar c'hresk er gounezerezh hag ar c'henwerzh.[23] Renkadoù a oa dija er VIIvet kantved, er Marevezh Asuka (538-710), ma oa brientinion al lez, tiegezhioù an aotrouion lec'hel, an dud dinobl hag ar sklaved ; tremen 90% eus ar boblañs a oa dinobl : kouerion, artizaned, marc'hadourion.[24]

    Teir renkad a oa o c'houarn Japan er Marevezh Heian (794-1185) : ar brientinion, ar venec'h voudaek hag ar samurai, galloud ar re ziwezhañ o kreskiñ a-hed ar marevezhioù Kamakura (1185-1333) ha Muromachi (1333-1568). Er marevezhioù-se e kreskas galloud ar varc'hadourion ivez, em aozas dre skourroù arbennik.[24]

    Ar gevredigezh er Marevezh Edo

    IMPALAER
    Unpenn
    ha
    renerien de jure
    el Lez
    Uhelidi al Lez
    shōgun Pennmilour
    ha
    renerien de facto
    daimyō
    samurai
    Kouerion
    Artizaned
    Marc'hadourion

    Er Marevezh Edo (1600-1868), ar shōgunelezh Tokugawa a startaas framm ar gevredigezh dre rannañ ar braz eus ar boblañs dre beder renkad urzhasaet hervez doare an nevez-konfusianegezh : ar renerion er penn uhelañ, ar gouerion (80% eus ar boblañs), an artizaned, hag ar varc'hadourion en traoñ ; e-maez ar framm e chome noblañsoù al lez, ar venec'h, an arzourion hag ar gisti.[87] Hervez ar renkad e oa al lezennoù, a-renkadoù e veze rannet ar c'hêrioù, ha berzet e oa an dimezioù etre renkadoù[88].
    Distag diouzh o renkad e oa stad armerzhel an dud : pinvidikoc'h-pinvidikañ e teuas ar varc'hadourion, tra ma veve kalz samurai en dienez. Goude Assavidigezh Meiji (1868) e voe merzet ne c'helle ket an aozadur-se padout hag e voe staliet ur reizhiad ma voe kreñvaet pouez ar varc'hadourion e politikerezh ar vro.[87] Petra bennak ma voe torret reizhiad an holl renkadoù e deroù ar Marevezh Meiji[23] e kreskas kalz an diforc'hioù etre ar c'horvoderioù. Renkadoù nevez a zeuas war wel e metoù ar renkad etre nevez, hini ar stalierion, implijidi al labouradegoù, ar gouerion.[87]. Krennet e voe ar skalf goude an eil Brezel-bed, betek bout unan eus ar re strishañ er bed greantel, ha tost da 90% eus ar boblañs a zisklêrie bout er renkad etre[89].
    Lod implijidi er micherioù lakaet da lous (穢れ kegare) gant ar shintōegezh, evel ar givijerion hag an archederion, o devoe stummet ur renkad pariaed a-hêrezh er XVvet ha XVIvet kantvedoù[87], a voe ivez er-maez reizhiad ar renkadoù er Marevezh Meiji : burakumin (部落民 "skarzhet eus ar sal") a raed anezho, ha disparzhet e voent c'hoazh, zoken pa voe bet torret reizhiad ar renkadoù.[87]. Daoust da gement lezenn a zo bet e chomont dispriziet c'hoazh er reizhiad kelenn hag e bed al labour er XXIvet kantved.[87]

    Dere ar maouezed

    Kevatal d'ar wazed e oa ar maouezed er gevredigezh hag er politikerezh e deroù Istor Japan[24], hag enklaskoù an henoniourion o deus diskouezet e veze kentoc'h merc'hed o ren e kornôg ar vro. Impalaerezed a voe betek ma tisklêrias ar Vonreizh Meiji (1889) ne vije nemet gwazed o ren. An tadveliezh konfusian deuet eus Sina a voe lakaet da lezenn dre ar ritsuryō e dibenn ar Marevez Asuka, a stalias koseki (戸籍 "marilh an tiegezh") tadlignezel gant ur gwaz e penn an tiegezh ; war ziskar tamm-ha-tamm ez eas galloud ar maouezed er gouarnamant, daoust ma oant kreñv c'hoazh el lez e dibenn ar Marevezh Heian. Neptu e chomas an dimezioù hag an darn vuiañ eus al lezennoù a reolie ar berc'henniezh prevez[90].
    Den ne oar resis perak ez eas buan dere ar maouezed d'an traoñ adalek ar XIVvet kantved ; an holl vaouezed en holl renkadoù a gollas ar gwir da berc'hennañ madoù ha d'o c'haout da hêrezh, ha mui-ouzh-mui e voent lakaet da izeloc'h eget ar wazed.[24] Kreñvaet e voe dreistelezh ar wazed evel perc'henned nemeto pa voe kadastret an douaroù diwar goulenn Toyotomi Hiyedoshi er bloavezhioù 1590[91]
    Assavet e voe ar c'hevatalder maouezed/gwazed gant ar gaijin-shōgun pa voe Japan e dalc'h ar Gevredidi goude an Eil Brezel-bed, met izelaet c'hoazh e veze ar maouezed en embregerezhioù ; a-c'houde ul luskad a-du gant o gwirioù e voe embannet e 1986 ul lezenn a stalie kevatalder an implijoù,[92] met un 10% bennak hepken a vaouezed a oa er postoù uhelañ er bloavezhioù 1990.[9]

    Levrlennadur

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]
    (ja)
    • マイペディア―小百科事典 mai pedia – ko hakkajiten "Ma fedia – Holloueziadur bihan". Tokyo : Heibonsha, 1996 (ISBN 978-4-582-09631-6)
    • 北畠 親房 Kitabatake Chikafusa (1293-1354). 神皇正統記 Jinnō Shōtōki "Kronikoù lignez wirion an impalaerion doueel" • (en) Varley, Paul H. A Chronicle of Gods and Sovereigns. New York : Columbia University Press, 1980 (ISBN 978-0-231-04940-5)
    • Miyaguni, Fumio. 宮古島民台湾遭難事件 (宮古島歴史物語 (Enezourien Miyako drouklazhet). Naha : Naha Shuppansha, 1998 {(ISBN 978-4-89095-097-3)
    (en)
    • Akiyama, Terukazu (1977). Japanese Painting. New York : Rizzoli International Publications, 1990 (ISBN 978-0-8478-0132-9)
    • Alchon, Suzanne Austin. A Pest in the Land: New World Epidemics in a Global Perspective. Albuquerque : University of New Mexico Press, 2003 (ISBN 978-0-8263-2871-7)
    • Baten, Jörg (2016). A History of the Global Economy: From 1500 to the Present. Cambridge : Cambridge University Press, 2016 (ISBN 978-1-107-50718-0)
    • Batten, Bruce Loyd. To the Ends of Japan: Premodern Frontiers, Boundaries, and Interactions Honolulu : University of Hawaii Press, 2003 (ISBN 978-0-824-82447-1)
    • Beasley, William G. (1962). "Japan". In Hinsley, FH (ed.). The New Cambridge Modern History Volume 11: Material Progress and World-Wide Problems 1870–1898. Cambridge : Cambridge University Press, 1976 (ISBN 978-0-521-29109-5)
    • Beasley, William G. Japanese Imperialism, 1894–1945. Oxford : Oxford University Press, 1987 (ISBN 978-0-19-821575-2)
    • Bix, Hebert P..Hirohito and the Making of Modern Japan. New York : Harper Collins, 2009 (ISBN 978-0-06-186047-8)
    • Campbell, Alan & Noble, David S.. Japan – An Illustrated Encyclopedia. Tōkyō : Kodansha, 1993 (ISBN 978-4-06-205938-1)
    • Carter, William R.. Asuka period. In : Kodansha Encyclopedia of Japan Volume 1. Tōkyō : Kodansha, 1983 (ISBN 978-0-87011-620-9)
    • Chaiklin, Martha (2013). "Sakoku (1633–1854)". In : Perez, Louis G.,Japan at War: An Encyclopedia. Santa Barbara : ABC-CLIO, 2013 (ISBN 978-1-59884-741-3)
    • Chang, Iris. The Rape of Nanking – The Forgotten Holocaust of World War II. Basic Books, 1997 (ISBN 978-0-465-06835-7) & Penguin Books, 1998 (ISBN 978-0-14-027744-9)
    • Collcutt, Martin C.. Bushidō. In : Kodansha Encyclopedia of Japan Volume 1. Tōkyō : Kodansha, 1983 (ISBN 978-0-87011-620-9)
    • Cooper, Michael. The Nippo Jisho. In : Monumenta Japonica levrenn 31, niv. 4 (Goañv 1976) pp. 417–430 — Lenn en-linenn. Kavet : 03 Genver 2022.
    • Crihfield, Liza. Geisha. In : Kodansha Encyclopedia of Japan Volume 3. Tōkyō : Kodansha, 1983 (ISBN 978-0-87011-620-9)
    • Crawford, Gary W.. Japan and Korea: Japan. In : Silberman, Neil Asher. The Oxford Companion to Archaeology. Oxford : Oxford University Press, Vol.1, 2012 (ISBN 978-0-199-73578-5)
    • Dalby, Liza. Little Songs of the Geisha – Traditional Japanese Ko-Uta. New York : Tuttle Publishing, 2000 (ISBN 978-0-8048-3250-2)
    • Edstrom, Bert. Turning Points in Japanese History. London : Routledge, 2016 (ISBN 978-1-138-98626-8)
    • Farris, William Wayne. Population, Disease, and Land in Early Japan, 645–900. Cambridge : Harvard University Asia Center, 1985 (ISBN 978-0-674-69005-9)
    • Farris, William Wayne. Japan to 1600: A Social and Economic History. Honolulu : University of Hawaii Press, 2009 (ISBN 978-0-8248-3379-4)
    • Feifer, George. Tennozan: The Battle of Okinawa and the Atomic Bomb. New York : Ticknor & Fields, 1992 (ISBN 978-0-395-59924-2)
    • Frank, Richard. Downfall: The End of the Imperial Japanese Empire. New York : Penguin Books, 2001 (ISBN 978-0-14-100146-3)
    • Gao, Bai. The Postwar Japanese Economy. In : Tsutsui, William M.. A Companion to Japanese History. Malden : Wiley-Blackwell, 2009 (ISBN 978-1-4051-9339-9)
    • Gordon, Andrew (2009). A Modern History of Japan: From Tokugawa Times to the Present. New York : Oxford University Press, 2019 (ISBN 978-0-19-092057-9)
    • Habu, Junko. Ancient Jomon of Japan. Cambridge : Cambridge University Press, 2004 (ISBN 978-0-521-77670-7)
    • Hane, Mikiso & Perez, Louis G. (1991). Premodern Japan: A Historical Survey. Boulder : Westview Press, 2014 (ISBN 978-0-8133-4970-1)
    • Henshall, Kenneth. A History of Japan: From Stone Age to Superpower. London : Palgrave Macmillan, 2012 (ISBN 978-0-230-34662-8)
    • Hesselink, Reinier H.. The Dream of Christian Nagasaki – World Trade and the Clash of Cultures, 1560-1640. Jefferson : McFarland, 2015 (ISBN 978-0-7864-9961-8)
    • Hiraizumi, Kiyoshi. The Story of Japan – History from the Founding of the Nation to the Height of Fujiwara Prosperity. Tōkyō : Sekai Shuppan, 1997 (ISBN 978-4-916079-04-6)
    • Hirschmeier, Johannes & Yui, Tsunehiko (1975). The Development of Japanese Business, 1600-1973. London: Routledge, 2006 (ISBN 978-0-415-60772-8)
    • Holcombe, Charles. A History Of East Asia: From the Origins of Civilization to the Twenty-First Century. Cambridge : Cambridge University Press, 2017 (ISBN 978-1-107-54489-5)
    • Hudson, Mark. Ruins of Identity 0150 Ethnogenesis in the Japanese Islands. Honolulu : University of Hawaii Press, 1999 (ISBN 978-0-8248-2156-2)
    • Hudson, Mark. Japanese Beginnings. In : Tsutsui, William M.. A Companion to Japanese History. Malden : Wiley-Blackwell, 2009 (ISBN 978-1-4051-9339-9)
    • Hunter, Janet. Concise Dictionary of Modern Japanese History. Berkeley : University of California Press, 1984 (ISBN 978-0-520-04557-6)
    • Imamura, Keiji. Prehistoric Japan: New Perspectives on Insular East Asia. Honolulu : University of Hawaii Press , 1996 (ISBN 978-0-8248-1852-4)
    • Ito, Takatoshi (1992). The Japanese Economy. Cambridge : MIT Press, 1991 (ISBN 978-0-262-09029-2)
    • Jansen, Marius B.. The Making of Modern Japan. Cambridge : Harvard University Press, 2002 (ISBN 978-0-674-00991-2)
    • Kaner, Simon. The Archeology of Religion and Ritual in the Prehistoric Japanese Archipelago. In : Insoll, Timothy : The Oxford Handbook of the Archaeology of Ritual and Religion,. Oxford : Oxford University Press], 2012 (ISBN 978-0-19-923244-4)
    • Karan, Pradyumna. Japan in the 21st Century: Environment, Economy, and Society. Lexington : University Press of Kentucky, 2005 (ISBN 978-0-8131-9118-8)
    • Keene, Donald. A History of Japanese Literature, Vol. 1 – Seeds in the Heart – Japanese Literature from Earliest Times to the Late Sixteenth Century. New York : Columbia University Press, 1998 (ISBN 978-0-231-11441-7)
    • Keene, Donald. A History of Japanese Literature, Vol. 3 – Dawn to the West – Japanese Literature of the Modern Era: Fiction. New York : Columbia University Press, 1998 (ISBN 978-0-231-11435-6)
    • Kerr, George. Okinawa: History of an Island People. New York : Tuttle Publishing, 2018 (ISBN 978-4-8053-1479-1)
    • Kshetry, Gopal. Foreigners in Japan: A Historical Perspective. Bloomington : Xlibris, 2008 (ISBN 978-1-4257-7006-8)
    • Kumar, Ann. Globalizing the Prehistory of Japan: Language, Genes and Civilisation. London : Routledge, 2009 (ISBN 978-0-710-31313-3)
    • Kuzmin, YV (2006). Chronology of the Earliest Pottery in East Asia: Progress and Pitfalls. In : Antiquity vol. 80, (308). Mezheven 2006, pp. 362-71
    • Large, Stephen S.. Oligarchy, Democracy, and Fascism. In : Tsutsui, William M.. A Companion to Japanese History. Malden : Wiley-Blackwell, 2009 (ISBN 978-1-4051-9339-9)
    • Mackie, Vera. Feminism in Modern Japan – Citizenship, Embodiment and Sexuality. Cambridge : Cambridge University Press, 2003 (ISBN 978-0-521-52719-4)
    • Maher, Kohn C. (1996). North Kyushu Creole: A Language Contact Model for the Origins of Japanese. In : Denoon & al., Multicultural Japan: Palaeolithic to Postmodern. Cambridge : Cambridge University Press, 2001 (ISBN 978-0-521-00362-9)
    • Mason, R. H. P. & Caiger, J. G.. A History of Japan. New York : Tuttle Publishing, 1997 (ISBN 978-0-8048-2097-4)
    • Meyer, Milton W.. Japan: A Concise History. Lanham : Rowman & Littlefield, 2012 (ISBN 978-0-7425-4118-4)
    • McClain, James L.. Japan: A Modern History. New York : W. W. Norton & Company, 2001 (ISBN 978-0-393-04156-9)
    • McCullough, William H. (1999). The Heian Court, 794–1070. In ': 'The Cambridge History of Japan – Volume 2: Heian Japan. Cambridge : Cambridge University Press, 1999 (ISBN 978-0-521-22353-9)
    • Mizoguchi, Koji. The Archaeology of Japan: From the Earliest Rice Farming Villages to the Rise of the State. Cambridge : Cambridge University Press, 2013 (ISBN 978-0-521-88490-7)
    • Morton, W Scott & Olenike, J Kenneth & Jansen, Marius B.. Japan: Its History and Culture. New York : McGraw-Hill, 2004 (ISBN 978-0-07-141280-3)
    • Nakagawa, Ryohei & al.. Pleistocene human remains from Shiraho-Saonetabaru Cave on Ishigaki Island, Okinawa, Japan, and their radiocarbon dating. In : 'Anthropological Science, 2010, Vol. 118-3, pp. 173-183. Kavet : 03 Genver 2022.
    • Neary, Ian. The State and Politics in Japan. Cambridge : Polity, 2019 (ISBN 978-0-7456-6048-6)
    • Nester, William R.. Power across the Pacific: A Diplomatic History of American Relations with Japan. Basingstoke : Palgrave Macmillan, 1996 (ISBN 978-0-333-64955-8)
    • Nish, Ian Hill. Britain & Japan – Vol. 2 : Biographical Portraits. London : Routledge, 1997 (ISBN 978-1-873410-62-2)
    • Nussbaum, Louis-Frédéric. Le Japon – Dictionnaire et civilisation. Paris : Robert Laffont, 1996 (ISBN 978-2-221-06764-2) ; {en}} Nussbaum, Louis-Frédéric. Dōkyō. In : Japan Encyclopedia, Harvard University Press, 2002, p. 158 (ISBN 978-0-674-00770-3)'Google Books'. Kavet : 03 Genver 2022.
    • Oliveira e Costa, João Paulo. Portugal and the Japan: The Namban Century. Lisboa : Imprensa Nacional de Portugal, 1993 (ISBN 978-972-27-0567-7)
    • Ono, Akira. Modern hominids in the Japanese Islands and the early use of obsidian. In : Human Origin Sites and the World Heritage Convention in Asia. Paris : UNESCO, 2014
    • Pekkanen, Robert. Introduction. In : Pekkanen, Robert : Critical readings on the Liberal Democratic Party in Japan – Vol. 1. Leiden : Brill, 2018 (ISBN 978-90-04-35739-6)
    • Perez, Louis G.. The History of Japan. Westport : Greenwood Press, 1998 (ISBN 978-0-313-30296-1)
    • Plutschow, Herbert. Japan's Name Culture. London : Routledge, 1995 (ISBN 978-1-873410-42-4)
    • Rhee, Song-Nai & al.. Korean Contributions to Agriculture, Technology, and State Formation in Japan. In : Asian Perspectives – Vol. 46-2 - Diskaramzer 2014. Honolulu : University of Hawaii Press • Lenn en-linenn
    • Sansom, George. A History of Japan to 1334. Stanford : Stanford University Press, 1958 (ISBN 978-0-8047-0523-3)
    • Sato, Hiroaki. Legends of the Samurai. New York : Abrams Press, 2012 (ISBN 978-1-59020-730-7)
    • Schirokauer, Conrad. A Brief History of Chinese and Japanese Civilizations. New York : Harcourt Brace Jovanovich, 1978 (ISBN 978-0-15-505570-4)
    • Shirane, Haruo. The Tales of the Heike. New York : Columbia University Press, 2006 (ISBN 978-0-231-51083-7)
    • Sims, Richard. Japanese Political History since the Meiji Restoration, 1868–2000. New York : Palgrave Macmillan, 2002 (ISBN 978-0-312-23915-2)
    • Takashi, Tsutsumi. MIS3 edge-ground axes and the arrival of the first Homo sapiens in the Japanese archipelago. In : Quaternary International – Vol. 248, Genver 2012, pp. 70-78
    • Takeuchi, Rizo. The Rise of the Warriors. In  : The Cambridge History of Japan – Volume 2: Heian Japan. Cambridge : Cambridge University Press, 1999 (ISBN 978-0-521-22353-9)
    • Togo, Kazuhiko. Japan's Foreign Policy 1945–2003: The Quest for a Proactive Policy. Leiden : Brill, 2004 (ISBN 978-90-04-14186-5)
    • Totman, Conrad. A History of Japan. Malden : Wiley-Blackwell, 2014 (ISBN 978-1-119-02235-0)
    • Turnbull, Stephen. The Samurai – A Military History. London : Macmillan Publishers, 1977 (ISBN 978-0-02-620540-5)
    • Turnbull, Stephen. The Samurai Sourcebook. London : Cassell Publishing, 2000 (ISBN 978-1-85409-523-7)
    • Turnbull, Stephen. Samurai – The World of the Warrior. Oxford : Osprey Publishing, 2006 (ISBN 978-1-84176-951-6)
    • Turnbull, Stephen & Hook, Richard. Samurai Commanders / 2. Oxford: Osprey Publishing, 2005 (ISBN 978-1-84176-744-4)
    • Wan, Ming. The Political Economy of East Asia: Striving for Wealth and Power. Washington, DC : CQ Press, 2007 (ISBN 978-1-933116-91-4)
    • Walker, Brett. A Concise History of Japan. Cambridge : Cambridge University Press, 2015 (ISBN 978-0-521-17872-3)
    • Wakita, Osamu. The Social and economic consequences of unification. In  : The Cambridge History of Japan – Volume 4: Early modern Japan. Cambridge : Cambridge University Press, 1991 (ISBN 978-0-521-22355-3)
    • Weston, Mark. Giants of Japan: The Lives of Japan's Greatest Men and Women. New York : Regina Ryan Publishing, 2014 (ISBN 978-0-9882259-4-7)

    Liammoù diavaez

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]


    1. 樂浪海中有倭人,分為百餘國,以歲時來獻見云。 "Bez' ez eus Japaniz (倭人 Wō rén "tud Japan") e Mor Lelang, a zo rannet etre tremen kant bro, ha sevel a reont betek ar c'houmoul pan erruont kozh." • (zh) (en) Levrenn 28, rann 2, §90..
    2. (en) 'A Comment on the Yayoi Period Dating Controversy'. Kavet : 03 Genver 2022.
    3. (en) ' 'Jomon woman' helps solve Japan's genetic mystery '. Kavet : 03 Genver 2022.
    4. Unnek impalaerez zo bet.
    5. Ono 2014.
    6. Takashi 2012.
    7. Hudson 2009.
    8. Nakagawa & al. 2010
    9. 9,00 9,01 9,02 9,03 9,04 9,05 9,06 9,07 9,08 9,09 9,10 9,11 9,12 9,13 9,14 9,15 9,16 9,17 9,18 9,19 9,20 9,21 9,22 9,23 9,24 9,25 9,26 9,27 9,28 9,29 9,30 9,31 9,32 9,33 9,34 9,35 9,36 ha9,37 Totman, 2014
    10. Habu 2004
    11. 11,0 11,1 11,2 ha11,3 Walker 2015.
    12. Kuzmin 2006.
    13. Batten 2003
    14. 14,0 14,1 14,2 ha14,3 Schirokauer 1978.
    15. Crawford 2012.
    16. Kumar 2009
    17. Imamura 1996
    18. Kaner 2012.
    19. Mizoguchi 2013.
    20. Maher 2001.
    21. Hudson 1999
    22. (en) 'The Genetic Origins of the Japanese'. Kavet : 15/04/2021.
    23. 23,00 23,01 23,02 23,03 23,04 23,05 23,06 23,07 23,08 23,09 23,10 23,11 23,12 23,13 23,14 23,15 23,16 23,17 23,18 23,19 23,20 23,21 23,22 23,23 23,24 23,25 23,26 23,27 23,28 23,29 23,30 23,31 23,32 23,33 23,34 23,35 23,36 23,37 23,38 23,39 23,40 23,41 23,42 23,43 23,44 23,45 23,46 23,47 23,48 23,49 23,50 23,51 23,52 23,53 23,54 23,55 23,56 23,57 23,58 23,59 23,60 23,61 23,62 23,63 23,64 23,65 23,66 23,67 23,68 23,69 23,70 23,71 ha23,72 Henshall 2012.
    24. 24,0 24,1 24,2 24,3 24,4 ha24,5 Farris 1985.
    25. Carter 1983.
    26. 26,00 26,01 26,02 26,03 26,04 26,05 26,06 26,07 26,08 26,09 26,10 26,11 26,12 26,13 26,14 26,15 26,16 26,17 26,18 26,19 26,20 26,21 26,22 26,23 26,24 26,25 26,26 26,27 26,28 26,29 26,30 26,31 26,32 ha26,33 Perez 1998.
    27. Frederic, p. 59.
    28. 28,0 28,1 28,2 28,3 28,4 ha28,5 Weston 2014.
    29. Rhee & al. 2014.
    30. 30,0 30,1 30,2 ha30,3 Sansom 1958.
    31. Akiyama 1990
    32. Kshetry 2008.
    33. 33,0 33,1 ha33,2 Keene 1998.
    34. Henshall, 26.
    35. 35,0 35,1 35,2 35,3 35,4 ha35,5 Farris 2009.
    36. Nussbaum 1996.
    37. 37,0 ha37,1 McCullough 1999.
    38. 38,0 38,1 ha38,2 Meyer 2012.
    39. Alchon 2003
    40. Takeuchi 1999.
    41. E prefedelzh Kanagawa hiziv ; gwelit melestradur Japan.
    42. Arabat eo droukveskañ ar marevezh-se gant Marevezh ar Stadoù Brezelour e Sina (745-221 KAB).
    43. Turnbull & Hook 2005.
    44. 44,0 44,1 44,2 44,3 44,4 44,5 ha44,6 Hane & Perez 1991
    45. Dre ar Su e oa erruet Portugaliz, goude treuzet Meurvor Indez.
    46. 46,0 ha46,1 Oliveira e Costa 1993.
    47. 47,0 ha47,1 Turnbull 2006.
    48. Hesselink 2015.
    49. Cooper 1976.
    50. Holcombe 2017
    51. 51,0 ha51,1 Kerr 2018
    52. 52,0 52,1 ha52,2 McClain 2001.
    53. Chaiklin 2013.
    54. 54,0 ha54,1 Jansen 2002.
    55. Baten 2016
    56. 56,0 ha56,1 Sims 2002.
    57. Ofiser er morlu e Breizh-Veur, en Izelvroioù pe er Stadoù-Unanet, dindan urzhioù un isamiral ; 1760, eus (nl) kommandeur, dre (fr) commandeur.
    58. Gordon 2009
    59. Collcutt 1983.
    60. Karan 2005.
    61. Hirschmeier & Yui 1975
    62. Dalby 2000.
    63. Crihfield 1983.
    64. 64,0 ha64,1 Morton & al. 2004.
    65. Beasley 1962
    66. Mason & Caiger 1997.
    67. Bix 2009.
    68. Beasley 1987
    69. Miyaguni 1998.
    70. Hunter 1984.
    71. Nish 1997.
    72. 72,0 ha72,1 Large 2009.
    73. Chang 1997.
    74. Frank 2001.
    75. Feifer 1992.
    76. Nester 1996.
    77. Mackie 2003.
    78. Edstrom 2016.
    79. Wan 2007.
    80. KBK = Produadur diabarzh kriz (PDK) + Arc'hant o tont eus broioù estren + arc'hant o vont da vroioù estren.
    81. Gao 2009.
    82. (en) 'Statistics Bureau of Japan'. Kavet : 03 Genver 2022.
    83. Ito 1991 ; Pobl Japan a zilez ar brezel da viken evel gwir riek ar vroad hag evel gourdrouz implijout an nerzh evit sioulaat breteoù etrebroadel eo ar mellad 9 – (ja) "日本國憲法 Nihon kokukenpō'. Kavet : 03 Genver 2022. – (en) "Constitution of Japan'. Kavet : 03 Genver 2022.
    84. 84,0 84,1 ha84,2 Togo 2004.
    85. Pekkanen 2018.
    86. (en) "BBC News, 01 Mae 2019. Kavet : 15 Ebrel2021.
    87. 87,0 87,1 87,2 87,3 87,4 ha87,5 Neary 2019.
    88. Wakita 1991
    89. Duus, 21.
    90. Tonomura, 354–355.
    91. Tonomura, 360.
    92. Hastings, 379.


     日本と日本文化のポータル — Porched Japan ha sevenadur Japan • Adkavit ar pennadoù a denn da Japan ha d'he sevenadur — 日本とその文化についてのページを見つける