Pleistosen
Reizhad/ Marevezh |
Heuliad/ prantad |
Live/ oadvezh |
Oad (Ma) | |
---|---|---|---|---|
Pevare oadvezh | Pleistosen | Gelasian | yaouankoc'h | |
Neogenel | Pliosen | Piacenzian | 2,58 | 3,600 |
Zanklean | 3,600 | 5,333 | ||
Miosen | Messinian | 5,333 | 7,246 | |
Tortonian | 7,246 | 11,63 | ||
Serravallian | 11,63 | 13,82 | ||
Langhian | 13,82 | 15,97 | ||
Burdigalian | 15,97 | 20,44 | ||
Aquitanian | 20,44 | 23,03 | ||
Paleogenel | Oligosen | Chattian | koshoc'h | |
Isrannoù an Neogenel hervez an ICS, adalek 2017.[1] |
Bez’ ez eo ar Pleistosen ar c’hentañ prantad en amzer a-vremañ, pe ar Pevare Oalad. Padet eo eus talek 1 800 000 vloaz ‘zo betek bremañ pe dost. Fin an Henoalad a ziskouez ar Pleistosen bezañ.
E-pad ar Pleistosen ez eus bet pevar marevezh skorn en Alpoù, o tougen anvioù adstêrioù an Danav : hini Günz (eus 1,2 milion a vloavezhioù da 700 000 vloaz), hini Mindel (eus 650 000 vloaz da 350 000 vloaz), hini Riss (eus 300 000 da 120 000 vloaz), ha hini Würm (eus 80 000 da 10 000 vloaz). Etrezo ez eus bet prantadoù hep skorn anvet prantadoù etreskornel.
Rann eus | Quaternary, ICS Standard Global Chronostratigraphic (Geochronologic) Scale |
---|---|
Named by | Charles Lyell |
Raklec'hiet gant | Pliosen |
Heuliet gant | Holosen |
Deiziad kregiñ | 2580000 years BCE |
Deiziad echuiñ | 9701 BCE |
SRGB color hex triplet | FFEFAF |
Pa vez ur marevezh skorn e vez mui-oc’h-mui a skorn o c’holoiñ ar voull douar dre ma vez nebeutoc’h a heoliadur, hervez tezenn Milankovic. Tapet e vez an dour gant ar skorn ha setu perak ec’h izela live ar morioù betek 100 m. Pa deuzas ar skorneier adarre e teuzas 50 milion a km3 a skorn. Abalamour da se e voe goloet adarre tost da 2 viliard a hektaradoù douar, setu penaos e voe krouet fjordoù Skandinavia hag aberioù Breizh.