Pliosen

Eus Wikipedia
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
Reizhad/
Marevezh
Heuliad/
prantad
Live/
oadvezh
Oad (Ma)
Pevare oadvezh Pleistosen Gelasian yaouankoc'h
Neogenel Pliosen Piacenzian 2,58 3,600
Zanclean 3,600 5,333
Miosen Messinian 5,333 7,246
Tortonian 7,246 11,63
Serravallian 11,63 13,82
Langhian 13,82 15,97
Burdigalian 15,97 20,44
Aquitanian 20,44 23,03
Paleogenel Oligosen Chattian koshoc'h
Isrannoù an Neogenel
hervez an ICS, adalek 2017.[1]

Ar Pliosen eo ar prantad eus skeuliad an amzerioù douarouriezh a ya eus 5333 milion da 2,58 milion[2] a vloavezhioù KB. An eil hag an diwezhañ prantad eus ar marevezh neogenel eo. Dont a ra ar Pliosen goude ar Miosen hag heuliet eo gant ar Pleistosen. A-raok adweladenn skeuliad an amzerioù douarouriezh e 2009, lakaet ganti ar pevar marevezh skorn bras nevesañ er Pleistosen, ez ae ar Gelasian, etre 2588 ha 1806 milion a vloavezhioù zo, d'ober ul lodenn eus ar pliosen ha bremañ emañ er Pleistosen[3].

Evel evit prantadoù geologek koshoc'h all, ar gwelead geologel a dermen deroù ha diwezh ar prantad zo anavezet-mat met bloaziadoù resis an deroù hag ar fin zo un tamm diasur. Bevennoù ar Pliosen ne glotont ket gant un darvoud bedel anavezet en un doare aes met kentoc'h gant bevennoù rannvroel etre ar Miosen tommoc'h hag ar Pliosen a oa un tamm distanoc'h. Lakaet e oa bet bevenn uhelañ ar prantad e deroù marevezhioù skorn ar Pleistosen.


Etimologiezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Charles Lyell an hini a roas e anv d'ar Pliosen e Principles of Geology (levrenn 3, 1833).[4]

Dont a ra ar ger-se eus ar gerioù henc'hresianek πλεῖον pleion, "muioc'h", hag καινός kainos, "nevez"[5] hag e talvez "kendalc'h ar pezh zo nevez", oc'h ober anv evel-se eus ar blotviled mor a vremañ.

Isrannadoù ar Pliosen[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Skouerioù spesadoù o deus divroet er c'hevandir amerikan goude stummadur strizh-douar Panama. an trolinennoù glas-olivez a zo spesadoù eus Norzhamerika dezho hendadoù suamerikan ; an trolinennoù glas-mor zo spesadoù eus Suamerika a orin eus Norzhamerika.
Piasenzian (3.600 – 2.588 Ma)
Zanklean (5.332 – 3.600 Ma)



Hin[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mid-Pliocene reconstructed annual sea surface temperature anomaly

Ar gwrezverk keitat hollek e kreiz ar Pliosen (3,3–3  milion a vloavezhioù) a oa 2–3 °C uheloc'h evit hiziv[6]. Heñvel e oa al liveoù dioksidenn garbon ouzh re hiziv[7], ha live ar morioù a oa 25 m uheloc'h[8]. Dibad e oa ar gwiskad skorn en hanterzouar norzh a-raok penn kentañ ar skornadur er Greunland a c'hoarvezas e diwezh ar Pliosen, war-dro 3 milion a vloavezhioù zo[9]. Stummadur kalotenn skorn Arktika zo anataet gant ur cheñchamant trumm eus ar c'henfeur izotopoù oksigen ha gant mein kaset gant ar skorn kavet e gweleadoù Norzh ar Meurvor Atlantel ha Norzh ar Meurvor Habask[10]. Krog e oa marevezh ar skorn er ledredoù tost da c'houriz ar bed a-raok diwezh ar prantad moarvat. Ar yenadur hollek eus an amzer a c'hoarvezas e-pad ar Pliosen a c'hell bezañ broudet digresk ar c'hoadoù ha kresk ar pradennoù hag ar savanennoù[11].


Endro hag emdroadur hendadoù Mab-den[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Emdroadur mab-den e-pad ar Pliosen
Homo (genus)AustralopithecusArdipithecusParanthropusParanthropus robustusParanthropus boiseiParanthropus aethiopicusHomo erectusHomo habilisAustralopithecus garhiAustralopithecus africanusAustralopithecus bahrelghazaliAustralopithecus afarensisAustralopithecus anamensis

Daou zarvoud a-bouez en emdroadur hendadoù Mab-den a c'hoarvez e deroù hag e fin ar Pliosen. Da gentañ e anad un hendad eus an Den hag eus ar chimpanzeed, Australopithecus anamensis, e deroù ar Pliosen, war-dro 4,2 a vloavezhioù zo[12][13][14]. An eil darvoud eo anadenn ar genad Homo, hini an dud a vremañ hag o c'herent tostañ aet da get bremañ, tost da ziwezh ar Pliosen, 2,6 milion a vloavezhioù zo[15]. E-kerzh ar Pliosen e emdroas perzhioù a-bouez e-touez an hominini evel ar c'herzhed war daou droad hag, e fin ar Pliosen, empennoù dezhe un neokorteks bras e-keñver tolzennad ar c'horf[16][17] hag ar varregezh da sevel benvegoù maen[18].

Gwelladennoù degaset en hentennoù amzeriañ hag en implij eus merkerioù hinoù an amzer dremenet o deus pourchaset d'ar skiantourien benvegoù da amprouiñ o martezeadennoù diwar-benn emdroadur hendadoù Mab-den[18][19]. Martezeadennoù diwar-benn emdroadur perzhioù Mab-den o deus diskouezet pegen pouezus e oa bet gwaskoù metoù zo war ar selektadur naturel. Da skouer, kalz skiantourien zo aet a-du gant martezeadenn ar savanenn e-pad pell. Hervez houmañ, emdroadur ar varregezh da gerzhed war daou droad ha perzhioù all a oa respontoù en em reizhañ da gemm hin ar Pliosen en doa treuzsfurmet kalz koadoù e savanennoù. Difennet e oa ar vartezeadenn-se gant Grafton Elliot Smith en e levr embannet e 1924, The Evolution of Man, a gomze eus "ar bed dianav en tu-hont d'ar gwez", hag e oa diorroet en un doare ledanoc'h gant Raymond Dart evel "martezeadenn ar marmouz lazher"[20]. Skiantourien all, evel Sherwood L. Washburn a zifenne ur patrom eus emdroadur an hominini a-ziabarzh. Hervez ar patrom-mañ, cheñchamañtoù c'hoarvezet abred gant an emdroadur a zegasas cheñchamantoù all diwezhatoc'h. Ar patrom-mañ ne roe ket kalz a bouez da levezon an endro[21]. Douget e oa an antropologourien da zifenn patromoù emdroadur a-ziabarzh e-skoaz ar c'heologourien ha ar baleontologourien a oa douget da reiñ muioc'h a bouez d'an endro[22].

En tu-hont da zamkan ar savanenn emañ damkan ar c'hoadoù, a laka emdroadur an hominini e metoù kloz, pe martezeadennoù ra anv eus levezon metoù yenoc'h e ledredoù uheloc'h pe eus levezon kemmoù ar sezonioù. Enklaskoù nevesoc'h o deus lakaet war-raok martezeadenn ar selektadur dre ar gemmusted, a laka e oa atizet emdroadur perzhioù an homini gant kemmusted an hin[18]. Merkoù lezet gant hinoù an amzer-dremenet a ziskouez e oa kemmus-kenañ hini reter Afrika er Pliosen, ar pezh a laka da soñjal e oa pouezusoc'h ar varregezh d'en em reizhañ ouzh endroioù disheñvel en emdroadur mab-den evit gwask dibaouez un endro resis[16].

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. ICS Timescale Chart.
  2. Sellet ouzh stumm skeuliad an amzerioù douarouriezh an ICS graet e 2014 diellaouet eno
  3. (2008) The Concise Geologic Time Scale. Cambridge University Press. 150–1 p. ISBN 9780521898492. 
  4. Sellet ouzh :
  5. "Pliocene", Online Etymology Dictionary
  6. (2008) "Pliocene role in assessing future climate impacts". Eos, Transactions, American Geophysical Union 89 (49): 501–502. DOI:10.1029/2008eo490001
  7. Solutions: Responding to Climate Change.
  8. (2009) "Mid-Pliocene sea level and continental ice volume based on coupled benthic Mg/Ca palaeotemperatures and oxygen isotopes". Phil. Trans. Royal Soc. A 367 (1886): 157–168. DOI:10.1098/rsta.2008.0222
  9. (2005) "Final closure of Panama and the onset of northern hemisphere glaciation". Earth Planet. Sci. Lett. 237 (1–2). DOI:10.1016/j.epsl.2005.06.020
  10. Van Andel (1994), p. 226.
  11. The Pliocene epoch. University of California Museum of Paleontology.
  12. Simon Rozé, Ethiopie, découverte des plus vieux fossiles australopithèques, RFI Afrique, 2019
  13. Haile-Selassie, Y (27 October 2010). "Phylogeny of early Australopithecus: new fossil evidence from the Woranso-Mille (central Afar, Ethiopia)". Philosophical Transactions of the Royal Society B: Biological Sciences 365 (1556): 3323–3331. DOI:10.1098/rstb.2010.0064
  14. Lewis, Barry (2013). Understanding Humans: Introduction to Physical Anthropology and Archaeology, 11th. 
  15. (1994) "Evolution of early humans", The Cambridge Encyclopedia of Human Evolution. Cambridge : Cambridge University Press. 242 p. 
  16. 16,0 ha16,1 Potts, R. (2007), Bobe, René; Alemseged, Zeresenay & Behrensmeyer, Anna K., eds., Environmental hypotheses of Pliocene human evolution, Vertebrate Paleobiology and Paleoanthropology Series, Dordrecht: Springer Netherlands, pp. 25–49, doi:10.1007/978-1-4020-3098-7_2, ISBN 978-1-4020-3098-7, <https://doi.org/10.1007/978-1-4020-3098-7_2>. Retrieved on Patrom:Date 
  17. Abalamour d'ar c'hemm bevenn etre ar Pliosen hag ar Pleistosen divizet e 2009, a dremen eus 1,8 da 2,6 milion a vloavezhioù zo, pennadoù koshoc'h diwar-benn emdroadur an Hominini er Pliosen a ra anv eus darvoudoù a lakaer bremañ e deroù ar Pleistosen
  18. 18,0 18,1 ha18,2 (3 January 1999) "Environmental hypotheses of hominin evolution". American Journal of Biological Anthropology 107 (S27): 93–136. DOI:<93::AID-AJPA5>3.0.CO;2-X 10.1002/(SICI)1096-8644(1998)107:27+<93::AID-AJPA5>3.0.CO;2-X
  19. deMenocal, Peter B (3 March 2004). "African climate change and faunal evolution during the Pliocene–Pleistocene". Earth and Planetary Science Letters 220 (1): 3–24. DOI:10.1016/S0012-821X(04)00003-2. ISSN 0012-821X
  20. (1953) "The predatory transition from ape to man". Int. Anthrop. Ling. Rev 1: 201–218
  21. (1960) "Tools and human evolution". Sci. Am. 203: 63–75. DOI:10.1038/scientificamerican0960-62
  22. Potts 1999, pp. 106–108.