Mont d’an endalc’had

Blotvil

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Blotviled)
Blotviled

Achatina fulica
Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Mollusca
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Ar blotviled eo al loened divellkeinek a ya d'ober ar skourrad Mollusca.


Alies mat int stummet gant ur penn, ur c’horf gludek, ha gant un troad. Ar c’horf gludek zo gwisket gant ur mantel, a brodu ur grogenn raz a-benn sevel ar grogenn.

Mollusca a zeu deus al latin Mollis, “mou”. Blotvil a zeufe deus "Blot + vil ".

117 000 spesad a vefe er skourrad. Etre 60 000 ha 100 000 spesad fosilized a vrasjeder.  

Perlez a c’hell blotviled zo krouiñ, goloiñ a reont gant nakr an elfennoù atizus hag o deus bet klasket en em silañ en o ziabarzh. Daoust d’al liesseurted a arvezioù e c’hell al loened-se bezañ, e kaver dezverkoù boutin d’an holl blotviled a-vremañ. Danvez raz a grouont dre ar c’hein, pezh a ro stumm d’ar grogenn. Stumm ur walenn zo gant ar sistem nervennek, lec’hiet emañ tro-dro da ganol an treizhañ.

Hermafrodit eo ar spesadoù evel ar maligorn hag an istr. 500 milion a vloavezhioù e vefent.

  • E-touesk ar blotviled emañ ar gasteropoded, evel da skouer ar maligorn, ar velc’hwedenn, en em stlejañ a reont war un troad.
  • Ur strollad all a zo anezhañ an daougleureged en o zouez an istr, ar meskl. Gwarezet e vezont gant ur grogenn. O zoare bevañ zo heñvel ouzh hini ar bronn-vor, silañ a reont an dour evit en em vagañ gant plankton. Gant an emdroadurezh o deus kollet o fenn, hag o zaoulagad zo aet tamm ha tamm diwar wel, gant an amzer.
  • Ar c’hefalopod zo barzh rummad ar blotviled ivez, loened evel ar morgaz, ar c’halamar, ar morgad pe ar morgaoul.

Kevrennadoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

War-dro 100 000 spesad blotviled a zo, renket en 8 kevrennad :