Daougleureged
Neuz
(Adkaset eus Bivalvia)
| |||
---|---|---|---|
Tridacna squamosa
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Mollusca | ||
Kevrennad : | Bivalvia | ||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
An daougleureged eo ar blotviled a ya d'ober ar gevrennad Bivalvia. Perzh boutin an holl loened-se eo o c'hrogenn rannet e div lodenn stag an eil ouzh eben hag a c'hell serriñ ha digeriñ.
Bevañ a reont holl en dour (dous pe sall).
Rummatadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]N'emañ ket an holl loenoniourien a-du diwar-benn rummatadur an daougleureged. E-touez an urzhiadoù, spesadoù bev enno hiziv an deiz, emañ:
- Nuculoida
- Solemyoida
- Arcoida
- Mytiloida (an darn vrasañ eus ar meskl)
- Ostreoida (skouer : an istr)
- Pterioida
- Unionoida
- Myoida
- Veneroida (skouer : kontelleged)
- Pholadomyoida