Istr

Eus Wikipedia
Ostrea edulis eus Kankaven.

An istr (unander: istrenn) a zo blotviled daougleurek hag a vev en dour sall. Evit an darn vras anezho ez int rummet er c'herentiad Ostreidae, met darn a zo rummet er c'herentiad Spondylidae. Debret e vez an istr abaoe pell, ent-tomm pe ent-yen, ha pesketaet e vezont, pe neuze savet e-barzh "istrerezhioù". Darn all a vez klask warno, pe savet ivez, abalamour d'ar perlez a c'haller kavout enno.