Chimpanze

Eus Wikipedia
Chimpanze

Pan
Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Mammalia
Urzhad : Primates
Kerentiad : Hominidae
Genad : Pan (genad)
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Ar chimpanze a zo ur marmouz rummataet e-touez an Hominidae. Lakaet e vez ivez e-touez ar marmouzed meur met an droienn-mañ n’eo ket un doare skiantel da welet an traoù pa ne zegouezh ket gant ar rummatadur klasel.

Rummatadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Daou spesad chimpanze a zo:

E-touez ar marmouzien meur eo ar chimpanzeed ar re dostañ eus an den: an disparti a vefe c'hoarvezet tro 4,5 milion a vloavezhioù zo.

Kariotip[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Evel ar gorilhed hag an orangoutaned o deus ar chimpanzeed 48 kromozom. Disheñvel eo o c'hariotip eta diouzh hini an dud (46 kromozom).

Lec'hiadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Emañ ar bonoboed o chom er su d'ar stêr Kongo. Ledanoc'h eo lec'h-bevañ ar chimpanzeed boutin, eus Senegal betek Tanzania.

Tiriad ar chimpanzeed

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. (en) «The bonobo genome compared with the chimpanzee and human genomes», Pennad kazetenn Nature 11128 eus ar 13/06/2012, a zispleg liammoù genetikel etre Mab-den, ar Bonobo hag ar Chimpanze, ISSN: 0028-0836, [1], bet lennet d'an 21/01/2014