Chimpanze boutin
Neuz
| |||
|---|---|---|---|
Ur chimpanze
| |||
| Rummatadur filogenetek | |||
| Riezad : | Animalia | ||
| Skourrad : | Chordata | ||
| Kevrennad : | Mammalia | ||
| Urzhad : | Primates | ||
| Kerentiad : | Hominidae | ||
| Genad : | Pan (genad) | ||
| Anv skiantel | |||
| Pan troglodytes Blumenbach, 1776 | |||
| D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. | |||
Ar chimpanze boutin (Pan troglodytes), anvet ivez chimpanze hepken alies p’eo ar spesad chimpanzeed boutinañ, a zo ur "marmouz meur" rummataet e kerentiad an Hominidae. Eus ar memes genad hag ar bonobo eo, nemet ez eo brasoc'h ha postekoc'h. Bevañ a ra en Afrika. Hervez an DNA ez eo al loen tostañ d'an den. Ul loen en arvar ez eo.
Isspesadoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pevar isspesad a zo da vihanañ:
- Pan troglodytes verus (takad 1 war ar gartenn)
- Pan troglodytes ellioti (takad 2 war ar gartenn)
- Pan troglodytes troglodytes (takad 3 war ar gartenn)
- Pan troglodytes schweinfurthii (takad 4 war ar gartenn)

