Frañsez Zavier

Eus Wikipedia
Frañsez Zavier en daolenn I santi Gregorio Magno, Ignazio e Francesco Saverio gant Guercino (1626)
Monumant da Frañsez Zavier en Hirado, Nagasaki, Japan

Francisco de Javier pe Francés de Jasso e spagnoleg, Frañsez Zavier e brezhoneg (katalaneg : Francesc Xavier ; euskareg: Frantzisko Xabierkoa ; portugaleg : Francisco Xavier ; mandarineg : 方濟各沙勿略 Fāng jì gè shā wù lüè) a oa ur beleg katolik euskarat eus kompagnunezh Jezuz.

Ganet e oa e 1506 e kastell Xabier, e Nafarroa. Bez' e voe unan eus kumpagnuned kentañ ar beleg euskarat all Ignacio de Loyola e Pariz. Prezegiñ a reas en Indez e-pad dek vloaz. Goude-se ez eas da Selan ha da Japan.

Mervel a reas en Enez Shangchuan (Sanchón) e 1552 war e hent da Sina.

Lakaet e voe an abostol-mañ da batron ar misionoù katolik. En Indez, e Goa, a oa da Bortugal betek 1960, emañ e vez.