Arm nukleel
Iskevrennad eus | weapon of mass destruction, nuclear explosive |
---|---|
Istor | history of nuclear weapons |
Un arm nukleel a zo un arm nann-henvoazel ma'z implijer energiezh fision nukleel nukleüsoù atomek pounner (uraniom pe plutoniom, pa reer gant bombezennoù A), ha hini re skañv (hidrogen, pa reer gant bombezennoù B) pe dre veskañ an daou fenomen. Lavaret e vez ez eo nann henvoazel an armoù nukleel peogwir ez eo gwall zisheñvel o efedoù distrujañ (kresk ar wrez, skinoù) diouzh re an danvezioù-tarzh boutin. Gant TNT e reer evit muzuliañ nerzh energiezh an armoù nukleel.
Div wech eo bet implijet an armoù nukleel gant arme SUA e-pad an Eil Brezel-bed, da vombezenniñ Hiroshima ha Nagasaki, e Japan. Hervez ar mammennoù e lavarer e voe lazhet etre 110 000 ha 250 000 den gant ar bombezennoù-se.
Hervez enklaskerien SIPRI e oa etre 20 000 ha 50 000 arm nukleel prest da vezañ implijet er bed a-bezh e miz Genver 2011.