Tsar Bomba

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Un adsevel eus ar vombezenn Tsar Bomba
Lec'hiadur test tarzhadenn an Tsar Bomba
Keñveriadenn etre kebell-touseg nukleel

Tsar Bomba (Rusianeg: Царь-бомба; "Bombezenn Tsar") pe c'hoazh "Ivan an Tev", "Rouanez ar bombezennoù", "Bombezenn Impalaer", Tsar o vezañ awenet gant ar ger Caesar, eo lesanvioù ar vombezenn dre hidrogen AN602.
Bet eo ar vombezenn derc'hanel pe nukleel greñvañ a zo bet lakaet da darzhañ en Istor Mab-Den. Ul lodenn eo eus redadeg an armoù etre ar bloc'had soviedel hag ar bloc'had kornôgel.

D'an 30 a viz Here 1961 da 11 eur 32[1] e oa bet graet an test gwirion eus an Tsar Bomba ; chomet eo an test meur war un darzhadenn a orin nann naturel.
Kuz'kina Mat' (Rusianeg: Кузькина мать, Mamm Kuzka) a reer eus AN602 a-wechoù, pa reer dave da bromesa Nikita C'hrouchtchov da ziskouez da Stadoù-Unanet Amerika ur "Kuz'kina Mat'" e-kerzh Emvod-meur Aozadur ar Broadoù Unanet e 1960.

Gant URSS e voe graet ar vombezenn ; etre 50 hag 58 megatonennoù TNT e oa he galloud. Ur vombezenn Tsar Bomba hepken a voe savet ez-ofisiel, hag amprouet d'an 30 a viz here 1961 en enezeier Novaya Zemlya, e Sukhoy Nos.

Sell teknikel war an Tsar Bomba[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

27 tonenn e oa pouez ar vombezenn. Rekis e oa e kouezhje eus 8000 metrad evit gellout tarzhañ. Implijet e voe un harz-lamm evit ma vefe skoet mat.

A-hervez n'eo bet an test nemet unan bihanoc'h evit gwir efed an Tsar Bomba, rak re zañjerus e vije bet hec'h amprouiñ e barr he galloud, ha n'he dije roet chañs ebet da lestrad ar c'harr-nij bombezer da zreistbevañ.

Test an Tsar Bomba[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tupolev Tu-95MS, an doare karr-nij a voe implijet evit test an Tsar Bomba

Ur c'harr-nij Tupolev TU-95V arbennik a oa bet savet evit amprouiñ ar vombezenn Tsar Bomba.

Seizh kilometrad e voe treuzkiz ar voulenn-dan a voe krouet dre darzhadenn an Tsar Bomba, ha gwelet e voe an darzhadenn 1000 kilometrad tro-dro d'al lec'h tarzhañ[2]. War 100 kilometrad tro-dro e oa bet distrujet an holl savadurioù, betek 500 kilometrad eus al lec'h-tarzh e oa bet torret prenestroù.

65 kilometrad e voe uhelder kabell-touseg nukeel an darzhadenn, da geñveriañ ouzh hini tarzhadenn Hiroshima na oa nemet 12 kilometrad. Tu a zo ivez da geñveriañ ouzh uhelder menez uhelañ ar bed, Menez Everest, n'eo nemet 8.8 kilometrad e uhelder.[2].

Ken bras eo bet nerzh an darzhadenn ma kouezhas ar c'harr-nij bombezer eus 1 km uhelder ; dont a reas a-benn memestra lestrad bleinerien ar c'harr-nij da nijal kuit hep kudenn all etrezek o aerborzh loc'hañ.

Raksell tarzhadenn Tsar Bomba war kêr Bariz

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Tsar Bomba
  2. 2,0 ha2,1 Tuxboard