5 Gwengolo
Neuz
(Adkaset eus 5 a viz Gwengolo)
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Darvoudoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1379 : penn-kentañ Emsavadeg ar c'hebell gwenn e Gent.
- 1634 : penn-kentañ Emgann Nördlingen (1634) (Brezel Tregont Vloaz).
- 1661 : lakaet ez eus harz war Nicolas Fouquet gant D'Artagnan.
- 1666 : dibenn Tan-gwall bras Londrez goude tri devezh. Distrujet ez eus 10 000 savadur e kêr-benn Bro-Saoz.
- 1695 : kodianañ a ra ar C'hallaoued e Seziz Namur (1695) (Brezel an Nav Bloaz).
- 1698 : savet ez eus tailhoù war ar re varvek gant Pêr Iañ (Rusia) !
- 1725 : eured Loeiz XV (Bro-C'hall) ha Maria Leszczyńska e Fontainebleau.
- 1774 : penn-kentañ ar C'hentañ Kendalc'h kevandirel e Philadelphia.
- 1781 : Emgann bae Chesapeake.
- 1798 : deuet eo ar c'hoñje da vezañ ret dre al Lezenn Jourdan-Delbrel.
- 1800 : kouezhañ a ra Malta etre daouarn morlu Breizh-Veur, goude bezañ bet aloubet ur pennadig gant soudarded c’hall Napoleon Iañ.
- 1903 : dalc'het eo c'hwec'hvet kendalc'h Kevredigez Broadel Breiz e Lesneven : dibabet eo ar vBro goz ma zadou evel kan broadel Breizh d'an degouezh-mañ.
- 1915 : Emgann Kefken war ar Mor Du.
- 1915 : penn-kentañ Kuzuliadeg Zimmerwald (Suis).
- 1940 : eured Jean-Louis Barrault ha Madeleine Renaud.
- 1946 : Emglev Gruber-De Gasperi etre Aostria hag Italia, war statud emrenerezh Su Tirol.
- 1967 : skignet eo ar stirad skinwel saoznek The Prisoner war CTV Television Network evit ar wech kentañ.
- 1972 : drouklazhet ez eus izili eus skipailh olimpek Israel e München (Alamagn) da-geñver XXvet C'hoarioù olimpek hañv 1972.
- 1997 : dilennet eo Aten gant Poellgor etrebroadel olimpek bodet e Lausanne evit degemer an XXVIIIvet C'hoarioù Olimpek hañv e 2004.
Ganedigezhioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1187 : Loeiz VIII (Bro-C'hall), roue Bro-C'hall.
- 1638 : Loeiz XIV (Bro-C'hall), roue bro-C'hall ha Navarra adalek 1643 betek e varv.
- 1704 : Maurice Quentin De La Tour, poltredour gall.
- 1731 : Charles Cornic du Chesne, marc'hadour ha kourser breizhat.
- 1735 : Johann Christian Bach, ograour ha sonaozer alaman.
- 1774 : Caspar David Friedrich, kentañ livour romantel alaman.
- 1791 : Giacomo Meyerbeer, sonaozour alaman.
- 1886 : Joseph Cadic, maer Noal-Pondi ha kannad ar Mor-Bihan e Kambr an deputeed e Noal-Pondi[1].
- 1905 : Maurice Challe, nijer ha jeneral gall hag en devoa kemeret perzh e putsch ar jeneraled en Aljer e 1961.
- 1927 : Pierre-Yves Moign, sonaozour ha kelenner sonerezh breizhat.
- 1942 : Werner Herzog, aktour ha filmaozer alaman.
- 1946 : Freddie Mercury, kaner-sonaozer saoz, ezel eus ar strollad Queen.
- 1978 : Zhang Zhong, mestrc'hoarier echedoù sinaat.
Marvioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1201 : Konstanza, Dugez Breizh.
- 1803 : Pierre Choderlos de Laclos, milour ha skrivagner gall.
- 1838 : Charles Percier, kinklour ha tisavour gall.
- 1857 : Auguste Comte, prederour gall.
- 1914 : Charles Péguy, barzh, skridarnodour ha skrivagner gall.
- 1970 : Jochen Rindt, blenier kirri-tan redek aostrian.
- 1983 : Bernard Lancret, aktour (c'hoariva ha sinema) gall.
- 1997 : Mamm Tereza, leanez katolik.
Lidoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Sant an deiz : Sant Koneg
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Annik Le Guen, Le Morbihan sous le Gouvernement de Vichy, Miz Kerzu 1993