Pêr I (Rusia)

Eus Wikipedia
Pêr Gentañ
Pêr en e yaouankiz.

Pyotr Alekseyevitch Romanov (e ruseg : Пётр I Алексеевич Романов Pyotr I Alekseyevitch Romanov), anvet ivez Pêr Gentañ pe Pêr ar C’hentañ, ha muioc'h c'hoazh Pêr ar Meur (Пётр Великий Pyotr Velikiy) a voe tsar e Rusia e dibenn ar XVIIvet kantved ha deroù an XVIIIvet. Ren a reas adalek 1682 betek e varv, ha betek 1696 war un dro gant e vreur klañvidik, Ivan V.

Treiñ a reas ar vro war-du ar C'huzh-Heol, aloubiñ a reas broioù war-du ar c'hreisteiz, hag eus ur rouantelezh e reas un impalaeriezh, hag ur galloud a-bouez en Europa.

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mab e oa d'an tsar Aleksey Mic'hailovich (Aleksey Iañ) hag e eil gwreg, Nataliya Kyrillovna Narychkina, ha ganet e oa bet e Moskov. E wreg kentañ Maria Miloslavskaya he devoa roet pemp mab hag eizh merc'h, met ne oa nemet daou vab (Feodor hag Ivan) a oa bev c'hoazh pa voe ganet Pêr. Mervel a eure Aleksey I e 1676 hag e vab henañ Feodor a gemeras ar galloud war e lerc'h.

C'hwec'h vloaz e renas Feodor III, ha mervel a reas divugel. Bec'h a savas neuze etre an tiegezhioù Narychkin ha Miloslavskiy. Ivan a oa da vezañ tsar, met klañv e veze dalc'hmat, ha diwezhat e spered. Se zo kaoz eo Pêr, ur bugel a 10 vloaz, a voe dibabet da impalaer gant an Douma (Boyar Douma), kuzul an noblañsed, hag e vamm da rejantez. Met Sofia Alekseyevna, ur verc'h da Alexey eus e bried kentañ, a gemeras penn un emsavadeg Streltsy (begenn rejimantoù Rusia).

En he raok
Fedor III
Impalaer Rusia
1682 - 1721
War he lerc'h
Katelin Iañ