Impalaeriezh Rusia

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Tsar)
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Impalaeriezh Rusia e 1866
  • ██ Tiriadoù dindan levezon
  • Impalaeriezh Rusia.
  • ██ Tiriadoù
  • ██ Broioù diwall, tiriadoù tra-mor, douaroù dalc'het ha sferenn levezon
  • Impalaeriezh Rusia pe an Impalaeriezh rus (Российская империя, Rosiyskaya Imperiya e rusianeg) eo an anv a oa gant Rusia adalek 1721 ha ren Pêr Veur betek Reveulzi Rusia e 1917. Sankt-Peterbourg e oa ar gêr-benn.

    Bez' e voe unan eus brasañ impalaeriezhioù en istor mab-den, ledet war tri c'hevandir : ne oa bet nemet Impalaeriezh Breizh-Veur hag an Impalaeriezh Vongol a oa bet brasoc'h.
    Kresk galloud Impalaeriezh Rusia a oa bet liammet gant koll nerzh an nerzhioù amezek dezhi : Impalaeriezh Sveden, Kenunaniezh Pologn ha Lituania, tierniezh Kadjar Persia hag an Impalaeriezh Otoman. Pouezus-bras e voe perzh Impalaeriezh Rusia er bloavezhioù 181214 pa voe trec'h war Napoleon, ar pezh a lakaas fin d'e hunvre da vezañ mestr war Europa a-bezh.

    An tiegezh Romanov a voe penn an Impalaeriezh adalek 1721 betek 1762, pa grogas ren ar skourr a orin german, an tiegezh Holstein-Gottorp-Romanov.

    Nerzhioù lu[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    Nerzhioù lu Impalaeriezh Rusia a oa Lu Impalaeriezh Rusia (douarlu) ha Morlu Impalaeriezh Rusia. Gant ma oa deuet splan war-wel e oa diamzeriet dafariñ ha gourdoniñ an nerzhioù impalaeriel e-pad Brezel Krimea (1853–56) ha memes ma oa bet degaset ur c'hoant da neveziñ anezho, ez eas gwasoc'h-gwas an traoù. Luioù Bro-C'hall, Bro-Saoz hag Alamagn a oa o kreñvaat padal re an Impalaeriezh a oa o gwanaat.


    Commons
    Muioc'h a restroù diwar-benn

    a vo kavet e Kerandafar.