Persia

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Persia (a oa ἡ Περσίς / hê Persis’ e gregach) eo an anv [1] deuet diwar yezh tud Hellaz kozh, en Henamzer eta, hag a veze graet ganto eus an douaroù gouarnet gant rouaned ac'hamenid.

Anv kozh Iran eo ivez.

Gant ar rouaned Darius Iañ ha Kserkses Iañ e voe kresket ar vro betek dont da vezañ ar vro vrasañ anavezet biskoazh en amzer-se.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Xvet kantved kent JK : poblet eo ar gompezenn iranat gant an Arianed en hanternoz hag er Fars, gant ar Veded er c'hornôg.
  • war-dro -750 : savet eo rouantelezh ar Veded gant Déjocès, hag Ecbatane eo ar gêrbenn anezhi.
  • -612 : kemeret Ninive gant ar Veded, ma kouezh an impalaeriezh asirian .
  • -552 : Deuet eo Pers da vout ur rouantelezh dizalc'h dindan ar roue Cyrus II.
An impalaeriezh pers a-hed an amzerioù.
Penn un tarv, Persepolis, Vvet kantved kent JK impalaeriezh achmenid), Oriental institute, Chicago, SUA.
  • -482 : Evit mougañ un emsavadeg enep ar galloud pers e Babilon e voe lakaet distruj temploù kêr gant Kserkses.
  1. Ar vro anvet Pars, Pārsa- en henberseg pe Pārs en krennberseg, zo ur vroig en-dro da b-Persepolis.