Darius Iañ
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Impalaeriezh an Ac'haemenided |
Anv-familh | talvoud ebet |
Titl noblañs | King of Kings, King of the Lands, Faraon, Great King |
Deiziad ganedigezh | 550 BCE |
Deiziad ar marv | 486 BCE |
Lec'h douaridigezh | Tomb of Darius I, Naqsh-e Rustam |
Tad | Hystaspes |
Breur pe c'hoar | Artaphernes, Artabanus |
Pried | Atossa, Artystone, Parmys, Phaedymia |
Familh | Achaemenid dynasty |
Yezhoù komzet pe skrivet | Old Persian |
Micher | den Stad, penn brezel, monark |
Karg | King of Kings, Faraon |
Relijion | Zoroastregezh |
Grad milourel | pennkomandant |
Present in work | Civilization V |
Prantad | Henegipt, VIvet kantved kt JK, Vvet kantved kt JK, Maread izel Henegipt, XXVIIvet tierniezh Henegipt |
Darius Iañ († -486; en henberseg Dārayawuš, en henc'hresianeg Δαρεῖος / Dareios), anvet Darius Veur ivez, a oa ur roue bras eus impalaeriezh Persia. Diskenn a ra eus tierniezh an Ac'haemenided.
Ganet eo bet Darius war-dro -550. Mab e oa da Histaspes, ha mab-bihan da Arsames. En e enskrivadur, e Behistoun, e lavar Darius e tiskenn war-eeun diouzh Akemenes. Koulskoude ez eo gwirheñvel n'en deus ket roet ar skourr-se a roueed en e raok.
Graet e oa "douger kargas" Kirus II ha "douger goaf" Kambise II e-pad aloubadenn Bro-Egipt. Dimeziñ a reas da unan eus merc'hed Gobrias hag a roas tri bugel dezhañ, en o zouez : Artobarzanes ar breur henañ, hag Ariabignes.
Darius a gemer ar galloud
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Aet e oa droug er vrientinien abalamour da ren Bardia kement ha ken bihan ma tivizas ar jeneral Otanes diskar anezhañ un nebeud mizioù hepken goude e gurunidigezh e 522 kent J.-K.. Bodañ a reas pemp irienner all, en o zouez Gobrias a c'houlennas skoazell digant e vreur-kaer Darius.
Hervez Herodotos e vije bet aozet an taol-Stad gant ur bagadig iriennerien a vije en em silet er palez evit muntrañ Bardia en e wele. En enskrivadur Behistoun avat e tisklêr Darius e oa "penn un armead Persed ha Meded". Kement-se a laka da soñjal e vije bet diskaret galloud Bardia goude emgannoù gant arme an emsavidi.
Skrivañ a ra Herodotos (III, 80-83) e vije bet breud evit gouzout peseurt renad kaout ur wezh erru e penn an impalaeriezh : an isonomiezh, an oligarkiezh pe ar vonarkiezh hag e oa a-du Darius gant an hini diwezhañ. Hañval eo avat ez eo kentoc'h mennozhioù pe breudoù a oa gant ar C'hresianed d'ar mare-se diwar-benn ar gwellañ renad da choaz. Hervez Herodotos (III, 86-87), ur wezh choazet ar vonarkiezh hag evel ma ne oa hêr eeun ebet en em vodas an iriennerien da vintin hag e tivizjont e vefe roue an hini kentañ a c'hwirinje e varc'h da vare ar sav-heol. Paotr-kezeg Darius en dije lakaet e varc'h da glevet c'hwezh ur gazeg, ar pezh a lakas anezhañ da c'hwirinat. Da grediñ zo kentoc'h e oa Darius a oa lec'hiet ar gwellañ evit dont da vezañ roue, ur wezh en em dennet Otanes diouzh ar gevezerezh. A-hervez e vije bet goulennet outañ adsevel ar vonarkiezh persat gant Kambises.
Hervez ar c'hiz e timeze ar rouanez nevez gant gwragez o diagentad. Eureudiñ a reas Darius gant div verc'h Kirus II : Atosa, intañvez Kambises II ha Bardia, Artistone, unan eus merc'hed-bihan Parmis, ha Faidime, intañvez Bardia ha merc'h Otanes. Diwezhatoc'h e eureudas Fratagoune, merc'h e vreur Artanes.
Brezelioù en Europa
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]War-dro 512 kent J.K. e krogas Darius ur brezel a-enep ar Skited. Treuzet e voe ar Bosforos gant un arme vras. aloubiñ a reas reter Trakia dre nerzh tra ma suje Makedonia a-youl. Goude se e treuzas an Danav. Pal an ergerzhadenn vrezel-mañ a oa, moarvat, tagañ ar meuriadoù kantreat dre dreñv ha peoc'haat harzoù norz an impalaeriezh persat e-giz-se. Met diazezet e oa ar raktres war un anaoudegezh fall eus geografiezh al lodenn-mañ eus ar bed. Krediñ a rae ar Bersed, evel Aleksandr Veur hag ar Vakedoniaiz diwezhatoc'h, e oa tost ar "C'haucasus Indicus"[1] ha glannoù ar Mor Du. Un ergerzhadenn savet war un hevelep diazez a oa da vezañ ur c'hwitadenn. Goude un nebeud sizhunvezhioù e stepennoù Ukrania e rankas Darius mont war e c'hiz. Diaes a-walc'h e krediñ lod eus an danevell roet gant Herodotos. Disklêriañ a ra da skouer e vije bet tizhet ar Volga gant arme ar roue. Diouzh an tu all eo bet distrujet an enskrivadenn ma oa danevellet an ergerzhadenn hervez Darius, e Behistun, ha ne chom nemet un nebeud gerioù anezhi. Ne anaveomp ket kalz a dra diwar he fenn eta.
D'ar mare-se e oa kreñv-kenañ al liammoù etre ar c'heodedoù etre an daou du eus an Enezvor, poblet holl gant Gresianed. Pa'n em savas Ionia a-enep ar Bersed e voe kaset sikour dezhe gant Aten hag Eretria. Ur wezh mouget an emsavadeg e tivizaz ar Bersed kastizañ Aten evit ar skoazell o doa kaset. C'hwitañ a reas ar c'hentañ bagad renet gant Mardonios, distrujet gant ur barrad amzer e-kichenn ar menez Atos e 492 kent J.K.. An arme kaset da Aten dindan renerezh Datis e 490 a voe kannet en emgann Marathon. Kent m'en dije graet Darius e bourchasoù evit kas un trede arme en em savas Egipt en e enep e 486 kent JK. Bloaz war-lerc'h ez ae ar roue da anaon, e miz Here 485 moarvat, goude ur ren a oa padet 36 vloaz.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Anv a veze graet da vare an henamzer eus an Hindou Kouch