Mont d’an endalc’had

Napoleon I

Eus Wikipedia
Setu ur pennad diechu hag a denn d'an istor. Gallout a rit reiñ un tamm skoazell, ha kreskiñ ar pennad : krogit e-barzh !

Napoleone Buonaparte, anvet ivez Napulione Buonaparte e korseg, Napoleone (di) Buonaparte en italianeg, hag anavezet dreist-holl dindan e anv gallek Napoléon Bonaparte, anvet goude-se impalaer Napoleon Iañ (ganet d'ar 15 a viz Eost 1769 en Aiacciu, Korsika hag aet d'an anaon d'ar 5 a viz Mae 1821 war enezenn Santez-Helena), a oa bet da gentañ soudard, a-raok bezañ jeneral, dispac'her hag impalaer ar C'hallaoued.

Eus un tiegezh korsat e teue Buonaparte, newazh e engouestlas en arme c'hall e-pad an Dispac'h gall. Du-hont e tiskouezas e ampartiz milourel dispar. Ar vrezeliadenn en Italia hag en Egipt a reas e vrud da-vat. An degouezh-mañ a roas an digarez da gemer galloud ar vro dezhañ en ur ober taol-stad an 18 a viz ar Vrumenn (9 a viz Du 1799) ha mont da goñsul. Adal 1799 betek 1804 e oa-eñ rener e-touesk ar gonsuled e-pad ar c'hentañ Republik c'hall ha kenderc'hel a reas da vezañ e penn ar vro betek 1814 evel impalaer ar C'hallaoued, o staliañ ur renad diktatourel.

Dre veur a adreizh, evel da skouer krouadenn ar Code civil ("kod keodedel"), en deus diazezet framm melestradurel Bro-c'hall a zo bet miret betek hiziv an deiz hag en deus bet ur pezh-mell levezon war broioù all Europa. Adal 1805 e teuas da vout Roue Italia hag etre 1806 ha 1813 e oa anvet "Diwaller kengevread ar Roen". Lakaet en devoa kerent ha tud nes dezhañ war kadorioù ar monarkiezhioù estren. Goude divodadur an Impalaeriezh santel roman german e oa ur gudenn vras dezhañ gouzout penaos aozañ ha frammañ holl Europa ar C'hreiz. Soñjal a rae e unvaniñ Europa a-bezh en ur stad kreñv, met un harz a-bouez en devoa kejet gant Spagn da gentañ, Alamagn ha Rusia dreist-holl.

Ar vrezeliadenn a-enep ar Rusianed a voe ur gwalleur du dezhañ hag e arme. Krogiñ a reas un diskar dezhañ da neuze gant Brezeliadenn alaman 1813 (anvet eo "Brezeliadenn dieubidigezh" gant an Alamaned) hag e echuas gant faezhidigezh Buonaparte hag e zistaolidigezh. Goude ur prantad amzer o chom e Elba e tistroas da Vro-C'hall evit Ren ar C'hant Devezh, betek ma tegouezhas emgann Waterloo a echuas e ren e 1815. Kaset e voe da Santez-Helena evit peurrest e vuhez gant ar Saozon. Milionoù a Europeiz a varvas abalamour d'e vrezelioù.

Goude e varv e voe savet mojenn an « den meur » gant politikourien ha skrivagnerien dreist-holl. Ul luskad politikel awenet gantañ a zo e Bro-C'hall zoken : ar bonapartouriezh.

Pevarvet bugel Carlo Buonaparte, 23 bloaz, ha Maria Letizia Ramolino, 19 vloaz, e oa. E dad a oa alvokad, ha tammoù douaroù dezhañ.

Tad, mamm ha bugale

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bet e oa an tad o stourm gant Pasquale Paoli. Met pa voe diskaret ar Republik korsat e Ponte-Novo d'an 9 a viz Mae 1769 ha pa voe aet Paoli d'an harlu da Vro-Saoz ez eas a-du gant ar C'hallaoued. Peste dor lez d'ar gouarnour gall, kont Marbeuf, a orin breizhat, evit sachañ digantañ kargoù, dre ma oa an dud o kreskiñ buan en ti, ha bihan gounid an douaroù. Hervez an teodoù fall(Daveoù a vank) eo ar gouarnour a vije bet tad naturel Napoleone.

Diwar an 12 bugel he doe Letizia e chomas bev 8 anezho :

Gallekaet e voe an holl anvioù-se da c'houde, evit abegoù politikel pe sevenadurel, pe dre ma ne blijent d'ar merc'hed(Daveoù a vank).

Taol-stad an 18 a viz ar Vrumenn bloavezh VIII

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Taol-stad an 18 a viz ar Vrumenn bloavezh VIII (9 a viz Du 1799) sevenet gant Napoleon Bonaparte hag e harperien a voe ar c'hentañ pazenn o reiñ lañs da Bonaparte e bed ar politikerezh.

Ren ar C'hoñsul

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ren ar C'hoñsul a vez graet eus un aozadur politikel ganet diwar Taol-stad an 18 a viz ar Vrumenn‎. Kemer a ra plas gouarnamant ar Bodad-ren (1795-1799). Bonreizh ar bloavezh VIII a lakaas war-wel un doare ren aotrouniek, tri c'hoñsul en e benn, met en gwirionez unan nemetken, Napoleon Bonaparte, hag a zeuio da vezañ koñsul difin e 1802.

Ren ar C'hoñsul a badas betek an 28 a viz ar Bleuñv bloavezh XII (18 a viz Mae 1804), deiziad fin ar Republik c'hall ha disklêriadur ar c'hentañ impalaeriezh.

Impalaer ar C'hallaoued

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Impalaeriezh C'hall Kentañ a vez graet eus ar renad-nevez-se. Kalz iriennoù a oa savet evit muntrañ Bonapart. Ur splet e oa evitañ evit staliañ ur renad impalaerel diwar skouer Henroma.

Distro eus Elba

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

D'an 20 a viz Meurzh 1815 e oa distro d'e balez, an Tuileries. Davout a voe anvet d'ober war-dro ar brezel. Ha Fouché war-dro ar polis.

E 1815 e voe harluet da Saint Helena. C'hwec'h vloaz a vevas eno, ha mervel a reas e 1821.

Goude e varv

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1840 e teuas a-benn ar gouarnamant gall da advroañ korf Napoleone Buonaparte eus Santez-Helena da Vro-C'hall. Ul lid meurdezus a zo aozet evit degemer ar relegoù. Da geñver an deiz-se e voe advroet korf e vab, an "Ererig", d'ar 15 a viz Kerzu 1940, eus Aostria da Bariz.

Anvet pe adanvet eo savadurioù a bep seurt en e enor en XIXvet kantved, e Pariz dreist-holl, evel pont Austerlitz, kae Austerlitz, porzh-houarn Austerlitz, bali an Arme Vras, bali Iena...

Tud levezonet gantañ pe anvet diwarnañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • ar marichal Mic'hail Toukhatchevski, marichal soviedel lesanvet « ar Bonapart ruz », enullet gant Stalin e 1937 e-pad ar Spurjadennoù Bras.
  • awenet ha bamet zoken e oa Adolf Hitler gant an impalaer hag e « oberenn », da skouer ar brefeded. Pa'z eas da Bariz d'an 23 a viz Even 1940 e voe un dudi dezhañ gwelout e gwir ar gêr muiañ-karet[1]. Mont a reas d'an Invalides, da stouiñ ha da brederiañ dirak bez Buonaparte e-pad meur a vunutenn. Disklêriañ a reas goude e voe « brasañ ha kaerañ koulz e vuhez ». Divizout a reas ur prantad goude, e miz Kerzu 1940, lakaat relegoù mab an impalaer, an « Aiglon », treuzlec'hiet eus Vienna da Bariz, evit lidañ 100 bloaz advroadur bez an tad da Vro-C'hall[2]
  • kopiet en deus Jean-Bedel Bokassa lid-sakr Napoleone Buonaparte evit e sakr dezhañ evel impalaer e 1977 e Bangui, kêr-benn ar Republik Kreizafrikan. Paeet e voe al lid cheuc'h-se gant Bro-C'hall[3]
  • José Napoleón Duarte (1925-1990), diktatour eus San Salvador.
  • Abdul Razak Baginda, ur c'huzulier politikel estlammer da Napoleon Bonaparte, zo bet e kreiz un afer trafikerezh armoù etre Malaysia ha Bro-C'hall : afer Altantuyaa.

Ar skrivagner ha diplomat italian Kurt Suckert (1898-1957) en doa dibabet e anv-pluenn Curzio Malaparte ("eus an tu fall") evel un troatad-fri da anv-tiegezh an diktatour gall, peogwir e talv Buonaparte kement hag "eus an tu mat".

Roet gantañ e-unan pe gant e niz Napoleon III :

  • Napoléonville, un anv roet da Bondivi gant ar melestradurezh gall dindan Napoleon I ha Napoleon III
  • ur gêriadenn eo ivez e Louiziana
  • adanvet e oa Mirdi al Louvre "Mirdi Napoléon" e 1803
  • Saint Napoléon a oa Gouel broadel Bro-C'hall da vare Napoleon I ha Napoleon III
  • île Bonaparte a oa anv ar Reünion e-pad ren Napoleon I
  • Napoleon, ur pezh moneiz aour gall

Roet goude e varv :

  • Diazezadur Napoléon, ur gevredigezh c'hall disklêriet a dalvoudegezh foran e 1986
  • Napoléon, ur gomedienn war gan gant Serge Lama
  • meur a film ha lestr zo bet anvet Napoléon

Buonaparte el lennegezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gwelout ivez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. (fr) La visite éclair d'Hitler à Paris, Le Parisien, 13/09/ 2014 (lennet d'an 11/02/2025)
  2. (fr) « Le saviez-vous ? En 1940, Hitler a fait rapatrier les restes du fils de Napoléon aux Invalides », abadenn skingomz Au coeur de l'Histoire, Europe 1, 4 a viz Even 2020
  3. (fr) Abadenn skingomz Rendez-vous avec X : « La Centrafrique ou la Françafrique? (1/2) », France Inter, 1 a viz Kerzu 2007