Roll an unpennoù gall
Renablet eo amañ dindan an holl rieien a zo bet e Bro-C'hall, da lavaret eo ar roueed hag an impalaerien o deus renet er vro adalek Rouantelezh ar Franked betek an Eil Impalaeriezh c'hall, adalek 490 betek 1870 eta.
Digoradur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Meiziad Bro-C'hall zo diwanet tamm-ha-tamm hepken a-hed ar c'hantvedoù. Lod a soñj ne c'haller ket komz eus Bro-C'hall kent skrid-emglev Verdun hag a vefe ivez orin Alamagn, e 843. Hervez lod all e vefe ret gortoz kurunidigezh Huon Capet e 987, pe diwezhatoc'h. Hengoun ar skolioù e Bro-C'hall a stag orin ar vro ouzh unvanidigezh ar Franked gant C'hlodwig Iañ e 486.
Er roll da-heul e vo kavet ivez ar rouaned verovingat n'o doa renet, alies, ken 'met war ul lodenn eus Bro-C'hall. Skrivet eo anvioù rouanez Neustria hag Aostrazia e lizherennoù stouet eta. Rouanez Pariz a oa un tamm dreist d'ar re all ha sellet e vez dac'h oute evel rouanez eus Bro-C'hall en istoriografiezh (daoust ma n'eus ket bet eus an titl diwezhañ-se kent an XIIIvet kantved).
Ouzhpenn a roll a gaver amañ da-heul, rouaned Bro-Saoz etre 1340 ha 1360 hag eus 1369 da 1801 a embanne kavout an titl a roue Bro-C'hall. E-pad ur pennad berr e oa bet un diazez fetis d'an titl-se. Hervez divizoù skrid-emglev Troyes, e 1420, en doa anavezet Charlez VI, roue Bro-C'hall, e vab-kaer Herri V, roue Bro-Saoz evel rejant ha hêr. Herri V a varvas kent Charlez VI hag e vab, Herri VI, a zeuas da vezañ roue Bro-C'hall goude e dad-kozh hervez ar skrid-emglev-se. Edo ar pep brasañ eus norzh rouantelezh Bro-C'hall dindan dalc'h ar Saozon betek 1435. E 1453 avat e oant bet argaset diouzh rouantelezh Bro-C'hall war-bouez Calais (hag enezennoù Mor Breizh), ha Calais hec'h-unan a oa kemeret e 1558. Koulskoude e talc'has rouaned Bro-Saoz da gemer an titl-se betek krouidigezh ar Rouantelezh-Unanet e 1801. Un nebeud rouaned eus Bro-Saoz etre 1337 ha 1422 o deus kemeret an titl a roue Bro-C'hall ivez, met en un doare digendalc'h.
An titl "roue ar Franked" (Latin: Rex Francorum) a oa bet implijet betek ren Fulup IV. E-pad ar prantad berr ma oa lakaet bonreizh 1791 e pleustr (1791-1792) ha goude Dispac'h miz Gouere e 1830, e veze lavaret "roue ar C'hallaoued" e-lec'h "Roue Bro-C'hall (ha Navarra)". Degemeret e oa bet neuze ur bonreizhoù a ziazeze galloud ar rieien war bolontez ar bobl, ha neket war galloud Doue hepken. Diskouezet e oa ar c'hemm-se gant ar c'hemm en titl
Roll ar rieien
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bloavezhiennoù ar renoù a vez lakaet goude pep lesanv.
- Klodion Vlevek, roue ar Franked salian
- Merowig, roue ar Franked salian
- Childerig Iañ, roue ar Franked salian
- C'hlodwig Iañ, roue ar Franked eus 481 betek 511
- Klodomir, roue Orleañs
- Teodorig Iañ
- Hilberzh pe Childeberzh Iañ
- Klotar Iañ
- Teodeberzh Iañ
- Teodebald Iañ
- Caribert Iañ, pe Karibert, pe Charibert (distaget evel "c'h" moarvat) (520 - 567), a oa ur priñs frank, mab da Hlotar Iañ, roue ar Franked, ha d'e wreg kentañ Ingonde. Roue Pariz e voe betek 567.
- C'hilperig Iañ, roue Neustria ha Pariz
- Gontran Iañ, roue Burgondia ha Pariz
- Sigeberzh Iañ, roue Aostrazia
- Hilberzh pe Childeberzh II, roue Aostrazia, Burgondia ha Pariz
- Teodeberzh II, roue Aostrazia
- Teodorig II, roue Aostrazia ha Burgondia
- Sigeberzh II, roue Aostrazia ha Burgondia
- Klotar II, roue Neustria ha roue Pariz
- Dagoberzh Iañ, roue ar Franked
- Kariberzh, roue Akwitania
- C'hlodwig II, roue Neustria, Aostrazia ha Burgondia
- Sigeberzh III, roue Aostrazia
- Hilberzh pe Childeberzh III, roue Aostrazia
- Klotar III, roue Neustria ha Burgondia
- Childerig II, roue Aostrazia ha Neustria
- Teodorig III, roue ar Franked (roue Neustria hepken e gwirionez)
- C'hlodwig III, roue Neustria, Aostrazia ha Burgondia
- Dagoberzh II, roue Aostrazia
- C'hlodwig IV, roue ar Franked (roue Neustria hepken e gwirionez)
- Hilberzh pe Childeberzh IV, roue ar Franked (roue Neustria hepken e gwirionez)
- Dagobert III, roue ar Franked (roue Neustria hepken e gwirionez)
- C'hilperig II, roue ar Franked (roue Neustria hepken e gwirionez)
- Klotar IV, roue Aostrazia
- Teodorig IV, roue ar Franked
- Karl Martel, maer ar palez
- C'hilperig III, roue ar Franked
Dinastiezh ar Garolingidi
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Karl Veur (Karl Iañ), roue ar Franked eus 768 beteg 800, kentañ impalaer ar C'hornôg eus 800 betek 814
- Loeiz an Deol (Hlodwig II/Loeiz II), impalaer roman (814-840)
- Karl Voal (Karl II), roue ar Franked (842- )
- Loeiz II, roue ar Franked, lesanvet Loeiz ar Besteod
- Loeiz III, roue ar Franked
- Karloman II, roue ar Franked
- Charlez III, roue ar Franked (n'eo ket bet kurunennet) hag impalaer ar C'hornôg, lesanvet Charlez Tev
Dinastiezh ar Robertiz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Odo Iañ, roue ar Franked
Dinastiezh ar Garolingidi
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Charlez III, roue ar Franked, lesanvet Charlez Eeun
Dinastiezh ar Roparzhed
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Roperzh Iañ, roue ar Franked
Dinastiezh ar Vosoniz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Raoul Iañ, roue ar Franked
Dinastiezh ar Garolingidi
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Loeiz IV, roue ar Franked, lesanvet Loeiz Tramor
- Lotar, roue ar Franked
- Loeiz V, roue ar Franked, lesanvet Loeiz an Didalvez
Dinastiezh ar Gapesianed
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Huon Capet, roue ar Franked (987-996)
- Roperzh II, roue ar Franked (996-1031)
- Herri Iañ, roue ar Franked (1031-1060)
- Fulub Iañ, roue ar Franked (1060-1108)
- Loeiz VI, roue ar Franked, lesanvet Loeiz Tev (1108-1137)
- Loeiz VII, roue Bro-C'hall, lesanvet Loeiz Yaouank (1137-1180)
- Fulub II an Aogust, roue ar Franked (1180-1223)
- Loeiz VIII, roue Bro-C'hall, lesanvet Loeiz al Leon (1223-1226)
- Loeiz IX, roue Bro-C'hall, lesanvet Sant Loeiz (1226-1270)
- Fulup III, roue Bro-C'hall, lesanvet Fulup Hardiz (1270-1285)
- Fulup IV, roue Bro-C'hall ha Navarra, lesanvet Fulup Koant (1285-1314)
- Loeiz X, roue Bro-C'hall (1314-1316)
- Yann Iañ, roue Bro-C'hall (1316-1316)
- Fulub V, roue Bro-C'hall ha Navarra (1316-1322)
- Charlez IV, roue Bro-C'hall (1322-1328)
An dierniezh Valois
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Fulup VI, roue Bro-C'hall (1328-1350)
- Yann II, roue Bro-C'hall (1350-1364)
- Charlez V, roue Bro-C'hall (1364-1380)
- Charlez VI, roue Bro-C'hall (1380-1422)
- Charlez VII, roue Bro-C'hall (1422-1461)
- Loeiz XI, roue Bro-C'hall (1461-1483)
- Charlez VIII, roue Bro-C'hall (1483-1498)
- Loeiz XII, roue Bro-C'hall (1498-1515)
- Frañsez Iañ, roue Bro-C'hall (1515-1547)
- Herri II, roue Bro-C'hall (1547-1559)
- Frañsez II, roue Bro-C'hall ha Bro-Skos (1559-1560)
- Charlez IX, roue Bro-C'hall (1560-1574)
- Herri III, roue Bro-C'hall (1574-1589)
Dinastiezh ar Vourboned
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Herri IV, roue Bro-C'hall ha Navarra (1589-1610)
- Loeiz XIII, roue Bro-C'hall ha Navarra (1610-1643)
- Loeiz XIV, roue Bro-C'hall ha Navarra (1643-1715)
- Loeiz XV, roue Bro-C'hall ha Navarra (1715-1774)
- Loeiz XVI, roue Bro-C'hall ha Navarra (1774–1789) ha roue ar C'hallaoued (1789–1792) goude deroù an Dispac'h gall.
- Loeiz XVII, roue Bro-C'hall ha Navarra evit al legitimourien (1793-1795)
Dinastiezh ar Vuonaparted (Impalaeriezh c'hall kentañ)
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Napoleon Iañ, impalaer ar C'hallaoued, (1804-1814) ha 1815
- Napoleon II (n'en deus ket renet)
Dinastiezh ar Vourboned
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Loeiz XVIII a Vro-C’hall, (1814-1815) ha (1815-1824)
- Charlez X a Vro-C'hall, (1824-1830)
- Loeiz-Filip Iañ, roue ar C'hallaoued, (1830-1848)
Dinastiezh ar Vuonaparted (Eil impalaeriezh c'hall)
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Napoleon III, impalaer ar C'hallaoued, (1852-1870)