Roue ar Franked
Aller à la navigation
Aller à la recherche
Ar Franked a oa renet gant duged, pe penngadourien, ha rouaned bihan ( reguli).
Ar Salianed, pe Merovinged, a aloubas an darn vrasañ eus Galia roman, hag ivez al lodenn eus Galia a oa bet kemeret gant ar Vizigoted er bloaz 507.
Mibien Clovis a aloubas douaroù ar Vurgonded hag an Alamanned. Mistri e voent war Provañs, Bavaria, ha Thuringia.
War-lerc'h tiegezh Merove e teuas hini Karl-Veur, en VIIIvet kantved.