Mont d’an endalc’had

Alemanned

Eus Wikipedia

Unan eus ar pobloù german e oa an Alemanned (Alamanni pe Alemanni). O vevañ e oant e traoñienn ar stêr Main en IIIe kantved, pa voe graet anv anezho evit ar wech kentañ e skridoù latin. Talvezout a rae o anv, savet diwar ar gerioù germanek "all men", kement hag an "holl bobloù", ar pezh a dalvez moarvat e oa anezho ur strollad pobloù mesket.

Brezelioù gant ar Romaned

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-pad pell e voe an Alemanned o vrezeliañ a-enep an Impalaeriezh roman.

E 268 ez ejont war-zu Raetia, Galia ha hanternoz Italia, peogwir e oa bet tennet kalz a soudarded roman eus harzoù an Impalaeriezh er broioù-se da vont da vrezeliañ a-enep ar C’hoted. Freuz ha reuz a voe graet ganto e Galia. Kontañ a ra Gregor a Deurgn, en e Historia Francorum, e oa bodet an Alemanned dindan ren o roue Chrocus hag e voe freuzet Galia a-bezh ganto ha distrujet an holl demploù a oa bet savet gwechall. Setu penaos e tisplege kempredidi Gregor, er VIvet kantved, ar rivinoù a c’hoarveze ganto gwelet en-dro dezho : evito e oa bet graet ar freuz-se gant argadegoù an Alemanned. En 298 e voe trec'h Constantius Chlorus war an Alemanned o devoa treuzet ar Roen adarre hag a lakae freuz ha reuz e reter Galia hag o devoa lakaet seziz war Andemantunnum (Langres).

Ur wech trec’h war ar C’hoted, an Impalaer roman Gallienus a zeuas a-benn da lakaat an Alemanned da baouez. An Impalaer a zeuas war e lerc’h, Claudius II Gothicus, a oa bet trec’h da vat war ar Wizigoted, a roas lamm d’an Alemanned en hanternoz Italia. Rankout a rejont distreiñ d’o bro orin.

Er c’hantved war-lerc’h e voe taget an Impalaeriezh meur a wech gant an Alemanned. E miz Genver 366 e voe treuzet ganto ar stêr Roen, a oa skornet, da glask aloubiñ an Impalaeriezh roman.

E 406 e voe treuzet ar Roen ganto adarre. Aloubiñ a rejont takadoù bras hag en em ziazezañ eno, er pezh zo bremañ Elzas ha Suis. Drastet e voe ul lodenn vras eus Galia ha merzheriet e voe ar Gristenien ganto, da-laras Gregor a Deurgn.

Alemanned ha Franked

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Rouantelezh an Alemanned, etre Strassburg hag Augsburg, a badas betek 496. Da neuze e voe aloubet gant Franked Hlodwig Iañ ha dont a reas da vezañ ul lodenn eus bro ar Franked, renet gant un dug frank.

Dre feur-emglev Verdun e 843 e voe rannet impalaeriezh Loeiz an Deol, mab Karl Veur, etre e dri mab. Dont a reas an dugelezh-se da vezañ ul lodenn eus rouantelezh ar reter, rouantelezh Loeiz ar German. Un dugelezh emren e chomas memes tra, e-barzh an Impalaeriezh Santel Roman, betek 1268.

Bro an Alemanned ha Burgondia uhel en Xvet kantved

Kristenaet e voe an Alemanned, da vare ar Verovingidi (etre ar VIvet kantved hag an VIIIvet kantved). Avielet e voent gant menec’h deuet eus Iwerzhon, evel Sant Koulman pe e ziskibl Sant Gall, en deus lezet e anv da ganton Sankt Gallen e Suis. E-pad ur pennad e voe dalc’het o boazioù kozh ganto, e-kichen o relijion nevez. Hag en traezoù arz graet ganto e weler, mesk ha mesk, arouezioù kristen hag al loened azeulet ganto gwechall.

E 585, war a seblant, e Konstanz, e voe savet an eskopti kentañ en o bro.

Paouez a reas bro an Alemanned da vezañ ur vro diouti hec’h-unan pa voe aloubet gant ar Franked. Chom a reas disheñvel diouzh ar broioù all tro-dro e-pad pell koulskoude. Hiziv an deiz he deus dalc’het un tamm personelezh disheñvel ivez. Eno e komzer rannyezhoù alemannek, e Baden-Württemberg (Alamagn), e kornôg Bavaria (Alamagn), e Vorarlberg (Aostria), e Suis hag en Elzas.

Tra ma leze ar "Franked" o anv gant Frañs ha gant Franken (en Alamagn), e chome anv an "Alemanned" da envel ar bobl a reer anezho bremañ Alamaned e brezhoneg, Allemands e galleg pe Alemánes e spagnoleg.