Mont d’an endalc’had

Feur-emglev Verdun

Eus Wikipedia
Feur-emglev Verdun
Feur-emglev etrebroadel
Anvet diwarVerdun (Meuse) Kemmañ
Lec'hVerdun (Meuse) Kemmañ
Danvez pennañMiddle Francia, Frankia ar C'hornôg, Frankia ar Reter Kemmañ
Heuliet gantTreaty of Prüm Kemmañ
Deiziad embannEost 843 Kemmañ
Abeg pennañend Kemmañ
SignatoryLotar Iañ, Karl Voal, Loeiz Germania Kemmañ
Impalaeriezh Karl Veur rannet gant da-heul Feur-emglev Verdun, e 843.

Feur-emglev Verdun a voe sinet e miz Eost 843 gant tri mab an impalaer Loeiz an Deol, mab da Garl Veur. Dre un emglev e asantas an tri breur e vije rannet Impalaeriezh ar C'hornôg etre teir rouantelezh, unan da bep hini anezhe. Echuiñ a reas ar brezel diabarzh a rae he reuz etre ar Garolingidi abaoe tri bloaz.

Kenarroud istorel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar c'hiz heuliet gant ar Franked a oa lodenniñ an tiriad dalc'het gant ur aotroù etre e holl vibien goude e varv. Kontrol e oa d'an hengoun roman ma ne veze ket rannet an impalaeriezh. Loeiz Deol en devoa klasket kavout un hent etre da viret unvaniezh e impalaeriezh. Kurunet e oa e vab henañ, Lotar, kenimpalaer gant ar pab Paskal I d'ar 5 a viz Ebrel 823 Disklêriet e oa bet ivez an Ordinatio Imperii a rae anezhañ hêr nemetañ an impalaer. E vreudeur a reseve ul lodenn eus an impalaeriezh met ret e oa dezhe sujañ dezhañ. Adlodennet e voe an impalaeriezh goude ganedigezh ur pevare mab (Karl) hag ar stourmoù etre an impalaer hag e vibien.

Pa varvas Loeiz Deol e 840, e vab henañ, Lotar Iañ, a c'houlennas bezañ anavet aotroù war rouantelezhioù e vreudeur hag harpañ a reas goulenn e niz Pepin II da vezañ roue Akitania. Goude ma voa faezhet e arme gant e vreudeur Loeiz ar German ha Karl Voal en emgann Fontenay e 841 ha ma oa skoulmet o c'hevredad gant Leoù Strasbourg e 842, Lotar a asantas klask un emglev e-lec'h derc'hel da vrezeliñ ha sinet e voe Feur-emglev Verdun.


Frankia greiz a yeas buan da netra met Reter Frankia da lavaret eo Germania a zeuas da vezañ Alamagn war-lerc'h ha Kornôg Frankia a zeuas da vezañ Bro-C'hall.