Loeiz Germania

Eus Wikipedia
Loeiz ar German, roue Frankia ar Reter, gant e dri mab.
Maen-bez Loeiz Germania hag e vab, Loeiz III

Loeiz II, pe Loeiz Bavaria, pe Loeiz Germania, pe Loeiz ar German, hag en alamaneg Ludwig der Deutsche, (war-dro 806-† 876), a oa mab da Loeiz an Deol, impalaer ar C'hornôg, ha da Irmingard Hespengau.

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Siell Loeiz Germania

E miz Gouhere 817, hag eñ bugel c'hoazh, e voe roet dezhañ dugelezh Bavaria gant e dad, pa voe graet kentañ rannidigezh an impalaeriezh hag embannet an Ordinatio Imperii.

E 827, e timezas da Emma Bavaria, a oa c'hoar da Judit Bavaria, eil pried e dad. Pa varvas Loeiz an Deol en 840 e reas emglev gant e vreur Karl Voal, hag an daou da enebiñ ouzh o breur henañ Lotar Iañ a felle dezhañ bezañ mestr an impalaeriezh e-unan.

Gant Feur-emglev Verdun, en 843, e voe lakaet fin d'o emsavadenn. Gant Loeiz ez eas Frankia ar Reter, anvet ivez rouantelezh Germania, ma renas betek e varv d'an 28 a viz Eost 876.

Tierniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

┌─ Karl Veur (747-† 814), roue ar Franked (768), roue al Lombarded (774), Impalaer ar C'hornôg (800). Anezhañ e tiskenn ar Garoleien.
┌─ Loeiz an Deol (778-† 840), roue Akitania (781-814), Impalaer ar C'hornôg (814-840). 
│ └─ Hildegard Vintzgau (v.757-† 783). 
│
Loeiz II Germania
│
│ ┌─ X
└─ Irmingard Hespengau (780-† 818). Merc'h da Ingramm pe Robert Cancor, kont Hespengau.
└─ X
Loeiz II Germania
dimezet en 827 da Emma Bavaria (cf. Welf)
│
├─Hildegard (?-† 856). 
├─Karloman Bavaria (830-† 882), roue Bavaria (876-882). 
│ ép. X
│
├─Ermengard (?-† 886), abadez Chiemsee. 
├─Gisela (?-?). 
├─Loeiz III Germania (835-† 882), roue Germania (876-882). 
│ dimezet da Liutgarda Sachsen (cf. Liudolfides)
│
├─ Bertha, abadez Felix et Régula, e Zürich.
│
└─Karl III (839-† 888), impalaer ar C'hornôg (881-887), Roue Bro-C'hall (885-887). 
1) dimezet da Richardis
2) dimezet da X

Pennad kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.