Hildegard Vintzgau
Neuz
Hildegard Vintzgau (war-dro 757, Thionville - † 30 a viz Ebrel 783), merc'h da Gerold Iañ Vintzgau hag Emma Alamania, merc'h da Hnabi, dug Alamania. Trede pried Karl Veur e oa[1]. Dimeziñ a reas gantañ e 772.
He bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Eizh bugel he doe, hag en o zouez:
- Karl (772 pe 773-811), kont Maine adalek 781, roue Aostrazia adalek 800,
- Adelaide (773-773 pe 774-774)
- Pepin (773 pe 777-810), roue Italia adalek 781
- Rotrude (pe Hruodrud) (777-810)
- Loeiz an Deol, roue Akitania, Impalaer Santel adalek 813 betek 840.
- Lotar, breur gevell Loeiz, marvet en-bugel e 780
- Bertha (779-823?)
- Gisela (781-808?)
- Hildegard (782-783?)
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Jean-Charles Volkmann, Bien Connaître les généalogies des rois de France ISBN 2-87747-208-6
- Michel Mourre, Le petit Mourre. Dictionnaire de l'Histoire ISBN 2-03519265
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Hervez Pierre Riché (The Carolingians, p.86.), Lewis Thorpe (Two Lives of Charlemagne, p.216) ha meur a hini all, e oa an eil pried. Istorourion arall a lak Himiltrude da bried kentañ, pa oa e serc'h hervez Eginhard; se zo kaoz e vez laket pe da eil pe da drede pried. Gwelout Dieter Hägemann (Karl der Große. Herrscher des Abendlands, Ullstein 2003, p. 82f.), Collins (Charlemagne, p. 40.).