Judit Bavaria
Judit Bavaria (805- 19 pe 23 a viz Ebrel 843) a oa merc'h da Welf Iañ, kont Bavaria, ha da Hedwig pe Heilwig, priñsez sakson (780-826). C'hoar e oa da Emma Bavaria.
Dimeziñ ha bugale[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Eil pried an Impalaer santel Loeiz an Deol e teuas da vezañ e 819 pa zimezas dezhañ en Aachen er bloaz-se.
Mamm e oa
- da Gisela (ganet war-dro 819/822 - † war-lerc'h ar Iañ a viz Gouhere 874), a zimezas da Eberhard of Friuli
- ha da Karl Voal, a voe impalaer war-lerc'h e dad.
Abalamour d'he mab eo e voe rannet an Impalaeriezh.