Mont d’an endalc’had

Roll an unpennoù gall

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Roue Bro-C'hall)

Renablet eo amañ dindan an holl rieien a zo bet e Bro-C'hall, da lavaret eo ar roueed hag an impalaerien o deus renet er vro adalek Rouantelezh ar Franked betek an Eil Impalaeriezh c'hall, adalek 490 betek 1870 eta.

Meiziad Bro-C'hall zo diwanet tamm-ha-tamm hepken a-hed ar c'hantvedoù. Lod a soñj ne c'haller ket komz eus Bro-C'hall kent skrid-emglev Verdun hag a vefe ivez orin Alamagn, e 843. Hervez lod all e vefe ret gortoz kurunidigezh Huon Capet e 987, pe diwezhatoc'h. Hengoun ar skolioù e Bro-C'hall a stag orin ar vro ouzh unvanidigezh ar Franked gant C'hlodwig I e 486.

Er roll da-heul e vo kavet ivez ar rouaned verovingat n'o doa renet, alies, ken 'met war ul lodenn eus Bro-C'hall. Skrivet eo anvioù rouanez Neustria hag Aostrazia e lizherennoù stouet eta. Rouanez Pariz a oa un tamm dreist d'ar re all ha sellet e vez dac'h oute evel rouanez eus Bro-C'hall en istoriografiezh (daoust ma n'eus ket bet eus an titl diwezhañ-se kent an XIIIvet kantved).

Ouzhpenn a roll a gaver amañ da-heul, rouaned Bro-Saoz etre 1340 ha 1360 hag eus 1369 da 1801 a embanne kavout an titl a roue Bro-C'hall. E-pad ur pennad berr e oa bet un diazez fetis d'an titl-se. Hervez divizoù skrid-emglev Troyes, e 1420, en doa anavezet Charlez VI, roue Bro-C'hall, e vab-kaer Herri V, roue Bro-Saoz evel rejant ha hêr. Herri V a varvas kent Charlez VI hag e vab, Herri VI, a zeuas da vezañ roue Bro-C'hall goude e dad-kozh hervez ar skrid-emglev-se. Edo ar pep brasañ eus norzh rouantelezh Bro-C'hall dindan dalc'h ar Saozon betek 1435. E 1453 avat e oant bet argaset diouzh rouantelezh Bro-C'hall war-bouez Calais (hag enezennoù Mor Breizh), ha Calais hec'h-unan a oa kemeret e 1558. Koulskoude e talc'has rouaned Bro-Saoz da gemer an titl-se betek krouidigezh ar Rouantelezh-Unanet e 1801. Un nebeud rouaned eus Bro-Saoz etre 1337 ha 1422 o deus kemeret an titl a roue Bro-C'hall ivez, met en un doare digendalc'h.

An titl "roue ar Franked" (Latin: Rex Francorum) a oa bet implijet betek ren Fulup IV. E-pad ar prantad berr ma oa lakaet bonreizh 1791 e pleustr (1791-1792) ha goude Dispac'h miz Gouere e 1830, e veze lavaret "roue ar C'hallaoued" e-lec'h "Roue Bro-C'hall (ha Navarra)". Degemeret e oa bet neuze ur bonreizhoù a ziazeze galloud ar rieien war bolontez ar bobl, ha neket war galloud Doue hepken. Diskouezet e oa ar c'hemm-se gant ar c'hemm en titl

Roll ar rieien

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bloavezhiennoù ar renoù a vez lakaet goude pep lesanv.

  • Klodion Vlevek, roue ar Franked salian
  • Merowig, roue ar Franked salian
  • Childerig Iañ, roue ar Franked salian
  • C'hlodwig Iañ, roue ar Franked eus 481 betek 511
  • Klodomir, roue Orleañs
  • Teodorig Iañ
  • Hilberzh pe Childeberzh Iañ
  • Klotar Iañ
  • Teodeberzh Iañ
  • Teodebald Iañ
  • Caribert Iañ, pe Karibert, pe Charibert (distaget evel "c'h" moarvat) (520 - 567), a oa ur priñs frank, mab da Hlotar Iañ, roue ar Franked, ha d'e wreg kentañ Ingonde. Roue Pariz e voe betek 567.
  • C'hilperig Iañ, roue Neustria ha Pariz
  • Gontran Iañ, roue Burgondia ha Pariz
  • Sigeberzh Iañ, roue Aostrazia
  • Hilberzh pe Childeberzh II, roue Aostrazia, Burgondia ha Pariz
  • Teodeberzh II, roue Aostrazia
  • Teodorig II, roue Aostrazia ha Burgondia
  • Sigeberzh II, roue Aostrazia ha Burgondia
  • Klotar II, roue Neustria ha roue Pariz
  • Dagoberzh Iañ, roue ar Franked
  • Kariberzh, roue Akwitania
  • C'hlodwig II, roue Neustria, Aostrazia ha Burgondia
  • Sigeberzh III, roue Aostrazia
  • Hilberzh pe Childeberzh III, roue Aostrazia
  • Klotar III, roue Neustria ha Burgondia
  • Childerig II, roue Aostrazia ha Neustria
  • Teodorig III, roue ar Franked (roue Neustria hepken e gwirionez)
  • C'hlodwig III, roue Neustria, Aostrazia ha Burgondia
  • Dagoberzh II, roue Aostrazia
  • C'hlodwig IV, roue ar Franked (roue Neustria hepken e gwirionez)
  • Hilberzh pe Childeberzh IV, roue ar Franked (roue Neustria hepken e gwirionez)
  • Dagobert III, roue ar Franked (roue Neustria hepken e gwirionez)
  • C'hilperig II, roue ar Franked (roue Neustria hepken e gwirionez)
  • Klotar IV, roue Aostrazia
  • Teodorig IV, roue ar Franked
  • Karl Martel, maer ar palez
  • C'hilperig III, roue ar Franked

Dinastiezh ar Robertiz

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dinastiezh ar Roparzhed

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dinastiezh ar Vosoniz

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Loeiz IV, roue ar Franked, lesanvet Loeiz Tramor
  • Lotar, roue ar Franked
  • Loeiz V, roue ar Franked, lesanvet Loeiz an Didalvez

An dierniezh Valois

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dinastiezh ar Vourboned

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dinastiezh ar Vourboned

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dinastiezh ar Vuonaparted (Eil impalaeriezh c'hall)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]