Mont d’an endalc’had

Loeiz IX (Bro-C'hall)

Eus Wikipedia

Loeiz IX (anavezet gwelloc’h evel sant Loeiz) a zo bet ganet d’ar 25 a viz Ebrel 1214 pe 1215, e Poissy, en Yvelines (Bro-C'hall) moarvat, ha marvet d’ar 25 a viz Eost 1270 e Tuniz (Tunizia).

Roue Bro-C'hall e oa adalek 1226 betek 1270.

Louis IX ou saint Louis
Bibliothèque Nationale de France

Diorroen a reas ar justis roueel ma teuio ar roue da vezañ ar "justiser uhelañ" a-us justis an aotronez gladdalc’hel.

Mab e oa da Loeiz VIII (1187-1226), lesanvet Loeiz al Leon, roue Bro-C’hall, ha Blanche de Castille (1188-1252). Breur henañ Charlez Iañ Sikilia e oa.

Rejañs Blanche de Castille

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ne oa ken daouzek vloaz pa voe kurunennet d'an 29 a viz Du 1226 e Reims gant eskob Soissons, Jacques de Bazoches. E vamm, Blanca de Castilla a renas en e lec'h gant an titr a « baillistre ». E-pad pell e viro ul levezon bras war ar galloud, betek 1242 marteze, en tu all da oad gour ar roue d'an nebeutañ, deut da vezañ gour en un doare ofisiel adalek ar 25 a viz Ebrel 1234.

Dimeziñ ha bugale

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mammennoù ha levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notenn: Yann Joinville a voe e vuhezskridour pennañ (Buhez sant Loeiz) hag unan eus an testoù pennañ da vare e brosez santelezhadur. Eñ an hini a zanevellas, da skouer, e veze rentet ar justis gant Sant Loeiz dindan ur wezenn-derv : « Meur a wezh e-pad an hañv ez ae da azezañ e koad Vincennes goude e oferenn, e harpe e gein ouzh ur wezenn-derv hag e lâre deomp koazeañ en-dro dezhañ. Hag an holl o doa un diastaer bennak a zeue da gomz gantañ hep bezañ harzet gant un ucher pe unan bennak all. »

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


En e raok:
Loeiz VIII
Roue Bro-C'hall

12261270
War e lerc'h:
Fulup III