Teodorig Iañ

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Disambiguation.svg Ur pennad Teodorig zo ivez.

Teodorig Iañ (Teodorico pe Teodoredo e spagnoleg hiriv), marvet e 451, a oa roue ar Vizigoted. E anv, Þjudareiks en gotek ("Roue ar Bobl"), a oa Theodericus en latin.

Bastard da Alarig e oa. E 418 e voe anvet da roue war-lerc'h Walia, ha ren a reas betek e varv e 451. Gantañ e krogas lignez Toloza (Toulouse), e tiazezas ar Vizigoted en Akitania, hag ec'h astennjont o galloud en tu all d'ar Pireneoù.

E vab Teodorig II a varvas e 466.