Charlez III (roue ar Franked)
| Reizh pe jener | paotr |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Frañs |
| Anv e yezh-vamm an den | Charles III le Simple |
| Anv-bihan | Charles |
| Titl noblañs | king of Lotharingia, Roue ar Franked |
| Deiziad ganedigezh | 17 Gwengolo 879 |
| Lec'h ganedigezh | Péronne |
| Deiziad ar marv | 7 Here 929 |
| Lec'h ar marv | Péronne |
| Lec'h douaridigezh | collégiale Saint-Fursy de Péronne |
| Tad | Loeiz II |
| Mamm | Adelaide of Paris |
| Breur pe c'hoar | Ermentrude of France, Gisela, Karloman II, Loeiz III |
| Pried | Eadgifu of Wessex, Frederuna |
| Bugel | Loeiz IV, Hildegarde of France, Gisela of France, Ermentrude of France, Roricon of Laon |
| Familh | Karolingidi |
| Yezhoù komzet pe skrivet | latin |
| Micher | monark |
| Karg | king of West Francia |
| Darvoud-alc'hwez | posthumous birth |

Charlez III, lesanvet Charlez Eeun, ganet e 879 ha marvet e 929, a voe roue ar Franked etre 898 ha 922. Mab dalif ar roue Loeiz II e oa.
Re yaouank e oa evit ren goude marv e hanter-vreur Karloman II e 884. Karl III, impalaer ar C'hornôg, a voe dilennet evit kas ar rejañs. Dre ma oa re yaouank c'hoazh Charlez pa voe skarzhet Karl III e 887 e voe dilennet Odo, kont Pariz, roue ar Franked.
D'an 28 a viz Genver 893 e voe sakret roue ar Franked gant arc'heskop Reims. Diwar-se e savas tabutoù etre partizaned diskennad ar Garolingidi hag Odo. Un emglev a voe kavet a-benn ar fin : Charlez a zeufe da vezañ roue goude marv Odo, pezh a c'hoarvezas d'an 1 a viz Genver 898.
Ret e voe dezhañ tec'hel kuit goude un emsavadeg renet gant Roperzh, breur Odo Iañ, e 922.
Daoust ma varvas Roperzh Iañ ar bloaz war-lerc'h, ne zeuas ket a-benn Charlez III da adwiskañ kurunenn roue ar Franked. Toullbac'het e voe gant Herbert Vermandois, mabeg Roperzh Iañ, ha mervel a reas er vac'h e 929.
| En e raok: Odo Iañ |
Rouaned ar Franked 898 – 922 |
War e lerc'h: Roperzh Iañ |
