Mont d’an endalc’had

Odo Iañ, roue ar Franked

Eus Wikipedia
Odon kurunet, skeudenn eus ar Grandes Chroniques de France
Skeudenn romantel (1883) eus Eudes e Paris o varc'hegañ dre engroez ar sezizerien viking.

Odo Iañ, pe Eudes de France e galleg (war-dro 860 - 1añ a viz Genver 898 e La Fère (Aisne)), a oa kont Pariz, markiz Neustria (886-888), ha roue ar Franked (888-898).

Mab henañ Roperzh ar C'hreñv e oa. Goude marv e dad (866) e oa re yaouank evit gouarn e zugelezh hag Huon an Abad a renas warni betek 883. Susitour e dad e voe neuze, asambles gant e vreur Roperzh.

Un emganner garv e tiskouezas bezañ da vare seziz Pariz (885-886) ouzh ar Vikinged. Se zo kaoz e voe dibabet evel roue ar Franked e-lec'h Karl an Tev, impalaer ar C'hornôg a oa roue ar Franked ivez. Diroueet e voe Karl en 887 peogwir en doa termet a-raok kas soudarded da skoazellañ ar stourm a-enep ar Vikinged, ha peogwir en doa kavet gwell marc'hata ganto.

D'an 29 a viz C'hwevrer 888 e voe dilennet Odo roue ar Franked. Lakaet e oa bet an danvez roue Charlez III a-gostez dre ma oa re yaouank c'hoazh. Kurunennet e voe Odo en abati Saint-Corneille e Compiègne, gant Gautier, arc'heskob Sens. A-hed e amzer-ren e stourmas Odo ouzh Charlez III a felle dezhañ adtapout e gurunenn. A-benn ar fin e reas emglev gantañ, hag e lezas gantañ ar vro entre ar Roen hag ar Saena, ha mirout a reas Pariz ha Frankia ar c'hornôg penn-da-benn.


Dre ziv wech e voe trec'h war ar Vikinged : ar wech kentañ a voe en 888, e koad Montfaucon d'Argonne, hag an eil gwech en 892, e-tal Montpensier e Limagne. Kement-se ne viras ket outo da ober freuz ha reuz e Meaux, Troyes, Toul, Verdun, Évreux ha Saint-Lô.

Mervel a eure e 898. Un tamm a-raok en doa ranket anavezout Charlez III evel roue, abalamour da roue Frankia ar reter, Arnulf Karintia, ha zalc'he warnañ d'ober.

Dimezet e oa da d-Théodérade, merc'h-vihan da Aleran, kont Troyes, ha tri mab en doe :

Liammoù diabarzh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Victor Duruy, Histoire de l'Europe et particulièrement de la France, de 395 à 1270 (classe de Troisième), Librairie Hachette, 1880
  • E. Favre, Eudes, comte de Paris et roi de France (Paris, 1893).
  • Ernest Lavisse, Histoire de France, levrenn II (Paris, 1903)


En e raok:
Karl III
Rouaned ar Franked

888898
War e lerc'h:
Charlez III