Roperzh Teurgn

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Roperzh ar C'hreñv)

Roperzh Teurgn pe Roperzh Kreñv (pe Robert le Fort e galleg) a oa un uheliad hag ur brezelour frank, hendad dinastiezh ar Roperzhidi hag ar Gapesianed, ganet etre 815 hag 820, ha lazhet d'ar 15 a viz Gwengolo 866 en emgann Brissarthe, er Maine-et-Loire a hiziv.

Familh Roperzh a oa ur familh konted staliet etre Roen ha Meuse.

War-dro 840, da heul rannidigezh an impalaeriezh etre mibien Loeiz an Deol, e tibabas Roperzh mont d'en em staliañ da Neustria ha servijout Karl Voal, roue Frankia ar C'hornôg.

An titl a vMissus dominicus a oa gantañ war-dro 852-853, ha galloudoù bras dezhañ e broioù Maine, Teurgn hag Anjev.

Sevel a reas ouzh Karl Voal e 858, met ne badas ket pell e emsavadeg ha titlet e voe dug gant ar roue e 861. En em gavout a reas e penn ar vro etre Seine ha Liger ha stourm ouzh ar Vretoned hag an Normaned staliet en aber al Liger.

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Krediñ a reer e oa mab da Roperzh († 834), kont Oberrheingau ha Wormsgau, ha da Waldrade, c'hoar da Odo Orleañs.


Dimeziñ ha bugale[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

N'eus meneg istorel ebet eus pried Roperzh. Krediñ a reer e oa Adelaid, pe Adelais Elzas, pe ur vaouez kar dezhi, marteze merc'h dezhi.

Honnezh a oa anavezet ivez evel Adelaid Teurgn (war-dro 805 - † war-lerc'h 866), a oa merc'h da Huon Teurgn hag Elzas, lesanvet an Aonig. Dimezet e voe da gentañ war-dro 839, da g-Konrad Iañ Bourgogn.

Gant an eured-se e oa deuet Roperzh da vout breur-kaer d' an impalaer Lotar Iañ, dre ma oa dimezet gant Ermengard Teurgn, c'hoar Adelaid. [1].

N'eus forzh penaos e ouzer e oa tad da Odo Iañ ha Roperzh Iañ a voe roue ar Franked o-daou. Roperzh Iañ a oa tad-kozh Huon Capet. Dre-se e oa Roperzh Teurgn penn lignez ar Gapesianed.


Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Pays de Loire et Aquitaine de Robert le Fort aux premiers Capétiens, actes du colloque scientifique international (Angers, septembre 1987), réunis et préparés par Olivier Guillot et Robert Favreau, in-8°, 266 pages, Société des antiquaires de l'Ouest, Poitiers, 1997 ; [Mémoires de la Société des antiquaires de l'Ouest et des musées de Poitiers, 5e sér., t.4].
  • Les Capétiens gant F. Menant, H. Martin, B. Merdrignac ha M. Chauvin, embannadur Perrin, 1999.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Patrom:Ref-Riché-Carolingiens, taolenn XIII