Frankia ar C'hornôg

Eus Wikipedia
Frankia ar C'hornôg
bro istorel
Deiziad krouiñ843 Kemmañ
Anvet diwarFranked Kemmañ
Yezh ofisiellatin, henc'halleg, brezhoneg Kemmañ
KevandirEuropa Kemmañ
Kêr-bennPariz Kemmañ
Renad politikelhereditary monarchy Kemmañ
Office held by head of stateking of West Francia Kemmañ
Moneizsolidus, triens, Diner, pfennig Kemmañ
A zo stok ouzhRouantelezh Breizh, emirate of Córdoba Kemmañ
Raklec'hiet gantRouantelezhioù ar Franked Kemmañ
Heuliet gantRouantelezh Bro-C'hall Kemmañ
Erlec'hiet gantRouantelezh Bro-C'hall Kemmañ
Erlec'hiañ a raImpalaeriezh ar C'hornôg Kemmañ
Yezh implijetGallo-Romance Kemmañ
Deiziad divodadur987 Kemmañ


Feuremglev Verdun e 843. Hervez an dud a ra ar gartenn ne vez ket livet heñvel douar Breizh

Frankia ar C'hornôg eo anv ar rouantelezh roet da Karl Voal (840-877) pa voe rannet Impalaeriezh e dad-kozh Karl Veur e 843, hervez feur-emglev Verdun.

En douaroù Frankia ar C'hornôg e oa Neustria gozh, Akitania gozh ar Romaned, ha hanternoz Bourgogn: komz a reer hiziv eus Bro-C'hall ar peder stêr-veur.

Frankia nemeti e vo, rak adal an Xvet kantved e vo graet Germania eus Frankia ar Reter, a deuio da vout an Impalaeriezh Santel Roman German.

Dont a raio Frankia ("Francia") da vout "France", pe Rouantelezh ar Franked, un anv a gaver en alamaneg pa vez lavaret Frankreich. Tamm ha tamm e teuy da vout Île-de-France, domani Roue ar Franked, ha netra ken.

Met ret e vo gortoz amzer ar roue Fulup II an Aogust, e dibenn an XIIvet kantved, evit ma vo kaoz eus roue Bro-C'hall.

Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]