Verdun (Meuse)
Verdun | ||
---|---|---|
![]() Ar stêr Meuse e Verdun. | ||
![]() | ||
Melestradurezh | ||
Stad | ![]() | |
Rannvro | Alsace-Champagne-Ardenne-Lorraine | |
Departamant | Meuse (isprefeti) | |
Arondisamant | Verdun (pennlec'h) | |
Kanton | Pennlec'h daou ganton : Verdun 1 Verdun 2 |
|
Kod kumun | 55545 | |
Kod post | 55100 | |
Maer Amzer gefridi | Samuel Hazard (Strollad Sokialour Gall) 2014-2020 | |
Etrekumuniezh | Communauté de communes de Verdun (sez) | |
Lec'hienn web | www.verdun.fr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 16 877 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 544 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | bihanañ 194 m — brasañ 330 m | |
Gorread | 31,03 km² | |
Lec'hiadur | ||
|
||
kemmañ ![]() |
Verdun zo ur gumun eus Bro-C'hall, en departamant Meuse, er rannvro Alsace-Champagne-Ardenne-Lorraine. Brudet eo en istor evel kêr Feur-emglev Verdun (e 843), ma voe rannet impalaeriezh Karl Veur. Staget e voe ouzh Bro-C'hall e 1648 dre Feur-emglev Westfalen. Meur a seziz a voe graet warni, hag ouzhpenn un emgann Verdun zo bet.
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Etre ar stêr Meuse hag e adstêr Scance emañ Verdun.
Anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Stummoù skrivet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Virodunum (It. Ant., 364)
- Civitas Verodunensis (Not. Gall. V, 4)
- Urbs Vereduna (Fortunatus)
- Veredunensis Urbs, Viridunum Civitas (Gregor Teurgn)
- Virduno (pezhioù moneiz)
- Urbs Clavorum / Articlavorum (sened-iliz Köln)
Gerdarzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Viro ː pe diouzh Vir- = den,[2] pe Vir- = meur;
- Dunum ː pe diouzh dun- = torgenn, krec'h, pe diouzh dun- = krẽnvlec'h
- Pa seller ouzh kartenn arkeologiezh[3], Verdun en em gav ivez e-barzh ur pleg eus ar stêr Meuse, gallout a rafed soñjal en ur wrizienn vero- = gwar,[4] da lavarout ː torgenn e-barzh pleg ar stêr.
Verdun en alamaneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Wirten eo an anv alamanek[5]
Ardamezioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Skoed Verdun zo da lenn evel-henn ː "en glazur, e gêr mogeriek en aour, mogeriet en sabel"
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Verdun a oa ur gêr, pe ur c'hreñvlec'h eus an drevadenn Mediomatrici.
Feur-emglev 843, anvezet "Peoc'h Verdun", etre mibien Louis-le-Débonnaire.
Aloubet gant Othon-Veur, Verdun a zo neuze ur gêr eus an impalaeriezh alaman.
Adstaget ouzh rouantelezh gall gant Herri II e 1552.
Ac'hubet gant ar Brussianed e 1792, epad 43 deiz.
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Brezel-bed kentañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Fuzuilhet e voe ur soudard breizhat eno gant al lu gall d'an 13 a viz C'hwevrer 1917.
- Roet e voe ar Groaz Brezel 1914-1918 d'ar gumun.
Eil brezel-bed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Roet e voe ar Groaz Brezel 1939-1945 d'ar gumun.
Dezougen[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Emdroadur ar boblañs[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Chevert, han en eus un delwenn enno.
Tud marvet eno[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Jules Allard, soudard ganet e Naoned, soudard en 62vet Rujumant Troadegiezh, fuzuilhet d'an 13 a viz C'hwevrer 1917 gant al lu gall e-pad ar Brezel-bed kentañ, da 24 bloaz, tamallet dezhañ bezañ "dizertet en diabarzh"[6].
Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Nancy Gauthier ː Topographie chrétienne des cités e la Gaule, des origines au milieu du VIIIè siècle. I. Provinve ecclésiastique de Trèves (Belgica Prima). De Boccard. 1986
Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Albert Dauzat & Charles Rostaing ː Dictionnaire étymologique des noms de lieux en France. Larousse, 1963; Guénégaud, 1978, p. 706
- ↑ cf Nancy Gauthier, p. 63.
- ↑ Georges Dottin ː La langue gauloise. grammaire, Textes et Glossaire, Paris, 1920; adembannet gant Slatkine Reprints, Genève, 1980, p. 298
- ↑ Meven Mordier ː Notennoù diwar-benn ar Gelted Koz, O istor hag o Sevenadur, Skridoù Breizh, Brest, 1944, p. 142; notenn 42
- ↑ Mémoire des hommes