Mont d’an endalc’had

Roll ar rouaned c'hall

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Rouaned ar Franked)
Setu ur pennad diechu hag a denn d'an istor. Gallout a rit reiñ un tamm skoazell, ha kreskiñ ar pennad : krogit e-barzh !

Setu amañ ur roll eus ar rouaned hag impalaerien a renas war zouar ar vro a vez graet Bro-C'hall anezhi e brezhoneg, France e galleg adalek 490 betek 1870, war-bouez daou amzervezh : hini ar Republik kentañ, (22 a viz Gwengolo 1792 – 18 a viz Mae 1804 ha hini an Eil Republik (24 a viz C'hwevrer 1848 – 2 a viz Kerzu 1851).

Merovingidi ne voe ket kalz anezho o ren, nemet en ul lodenn eus rouantelezh ar Franked, ha gant ur roue all alies pe meur a hini.

  • Ar re a zeuas a-benn da unvaniñ broioù ar Franked a zo skrivet o anv e lizherennoù tev.
Anv Ren Titloù Notennoù
Klovis IC'hlodwig Iañ
(466 – 27 a viz Du 511)
481 – 511 Roue ar Franked Goude e varv e voe rannet e rouantelezh etre e bevar mab : Klodomir, Thierry, Childebert ha Hlotar Iañ.
Klodomir IañKlodomir Iañ
(war-dro 495 – 25 a viz Even 524)
511 – 524Roue OrleañsLazhet en emgann Vézeronce. E vibien Thibault ha Gonthaire a voe lazhet war urzh o eontred Childebert ha Klotar, ha ne chomas nemet Klodoald, anavezet evel sant Cloud.
Thierry IañThierry Iañ
(war-dro 485/90 – 534)
511 – 534Roue Reims
Theodebert IañTheodebert Iañ
(war-dro 504 - 548)
534 – 548Roue ReimsMab Thierry Iañ.
ThéodebaldTheodebald
(war-dro 535 – 555)
548 – 555Roue ReimsMab Theodebert Iañ. Mervel a reas divugel. Klotar Iañ an hini a renas war e lerc'h.
Childebert IañChildebert Iañ
(war-dro 497 – 23 a viz Kerzu 558)
511 – 558Roue Pariz
Klotar IañKlotar Iañ
(war-dro 497 – 29 a viz Du 561)
511 – 561
555 – 561
558 – 561
Roue Soissons
Roue Reims
Roue ar Franked
Mab Klovis, an hini diwezhañ chomet bev. Unaniñ a reas ar rouantelezh hag a voe rannet etre e 4 mab Karibert, Sigebert, Chilperig ha Gontran goude e varv.
KaribertKaribert Iañ
(war-dro 521 – 567)
561 – 567Roue Pariz
Sigebert IañSigebert Iañ
(535 – 575)
561 – 575Roue Aostrazia
Chilperig IañChilperig Iañ
(539 – 584)
561 – 584
567 – 584
Roue Neustria
Roue Pariz
Chilpéric IañGontran
(war-dro 528 – 592)
561 – 592
584 – 592
Roue Bourgogn
Roue Pariz
Childebert IIChildebert II
(570 – 595)
575 – 595
592 – 595
Roue Aostrazia
Roue Bourgogn
Mab Sigebert Iañ.
Theodebert IITheodebert II
(585 – 612)
595 – 612Roue AostraziaMab Childebert II.
Thierry IIThierry II
(587 – 613)
595 – 613
612 – 613
Roue Bourgogn
Roue Aostrazia
Mab Childebert II.
Sigebert IISigebert II
(war-dro 601 – 613)
613Roue AostraziaMab Thierry II. Trec'het ha lazhet gant Klotar II.
Klotar IIKlotar II
(584 – 18 a viz Here 629)
584 – 629
595 – 629
613 – 629
Roue Neustrazia
Roue Pariz
Roue ar Franked
Mab Chilperig Iañ. Unaniñ a reas ar rouantelezh frank.
Dagobert IañDagobert Iañ
(war-dro 602/5 – 19 a viz Genver 639)
623 – 632
629 – 639
632 – 639
Roue Aostrazia
Roue ar Franked (nemet Akitania)
Roue ar Franked
Mab Klotar II.
Karibert IIKaribert II
(war-dro 606/10 – 632)
629 – 632Roue AkitaniaMab Klotar II.
Sigebert IIISigebert III
(631 – 1 a viz C'hwevrer 656)
632 – 656Roue AostraziaMab Dagobert Iañ.
Klovis IIKlovis II al Lezireg
(633 – 657)
639 – 657Roue Neustria ha BourgognMab Dagobert Iañ.
Childebert IIIChildebert III an Advabet
(† 662)
656 – 662Roue AostraziaAdvabet gant Sigebert III.
Klotar IIIKlotar III
(war-dro 652 – 673)
657 – 673Roue Neustria ha BourgognMab Klovis II.
Childerig IIChilderig II
(war-dro 655 – 675)
662 – 675
673 – 675
Roue Aostrazia
Roue ar Franked
Mab Klovis II.
Thierry IIIThierry III
(war-dro 657 – 691)
673 ha675 – 687
687 – 691
Roue Neustria
Roue ar Franked
Mab Klovis II.
Klovis IIIKlovis III
(† 676)
675 – 676Roue AostraziaSañset mab Klotar III, lakaet war tron Aostrazia gant Ebroïn, maer ar palez.
Dagobert IIDagobert II
(war-dro 652 – 23 a viz Kerzu 679)
676 – 679Roue AostraziaMab Sigebert III. Anvet da sant e 892.
Klovis IVKlovis IV
(war-dro 680 – 695)
691 – 695Roue ar Franked Mab Thierry III.
Childebert IVChildebert IV
(war-dro 683 – 711)
695 – 711Roue ar Franked Mab Thierry III.
Dagobert IIIDagobert III
(war-dro 699 – 715)
711 – 715Roue ar Franked Mab Childebert IV.
Chilperig IIChilperig II
(war-dro 670 – 721)
715 – 719
719 – 721
Roue Neustria ha Bourgogn
Roue ar Franked
Moarvat mab Childerig II. Dilennet da roue Neustria e 715, e gwarez Rainfroi, maer ar palez. Roue an holl Franked goude marv e gevezer Klotar IV e 719.
Klotar IVKlotar IV
(war-dro 685 – 719)
717 – 719Roue AostraziaMoarvat mab Thierry III, lakaet war tron Aostrazia gant Karl Martel. Stourm a reas ouzh an Neustrianiz Chilperig II ha Rainfroi.
Thierry IVThierry IV
(† 737)
721 – 737Roue ar FrankedMab Dagobert III, lakaet da roue gant Karl Martel war-lerc'h marv Chilperig II.
Etre-ren (737 – 743)
Childerig IIIChilderig III
(† war-dro 754/5)
743 – 751Roue ar Franked Lakaet da roue gant Pepin Grenn, diroueet gantañ e 751 ha serret en ur manati.
Anv Ren Titloù Notennoù
Pepin GrennPepin III Pepin Grenn
(war-dro 715 – 24 a viz Gwengolo 768)
751 – 768KarolingidiMaer ar palez e Neustria da varv e dad Karl Martel, e 741, hag en Aostrazia p'en em dennas Karloman. Skarzhañ a reas ar Merovingad Childerig III ha dilennet e voe da roue ar Franked e miz Du 751.
Karl VeurKarl Veur
(2 a viz Ebrel 742 – 28 a viz Genver 814)
768 – 814KarolingidiRoue ar Franked goude marv e dad, asambles gant e vreur Karloman Iañ hag a varvas e 771. Sakret impalaer ar C'hornôg gant ar pab Leon III e Roma d'ar 25 a viz Kerzu 800. Marvet en Aix-la-Chapelle.
Loeiz IañLoeiz Iañ an Deol
(778 – 20 a viz Even 840)
814 – 840KarolingidiRoue Akitania e 781 hag impalaer ar C'hornôg d'an 11 a viz Gwengolo 813, a-gevret gant e dad. Sakret gant ar pab Étienne IV e Reims d'ar 5 a viz Here 816. Skarzhet e 833 gant e vab Lotar Iañ, distroet war an tron ar bloaz goude.
Karl IIKarl II ar Moal
(13 a viz Even 823 – 6 a viz Here 877)
840 – 877KarolingidiRoue Frankia ar C'hornog goude feur-emglev Verdun (843). Sakret impalaer ar C'hornôg e Roma d'ar 25 a viz Kerzu 875 goude marv e niz Loeiz II ar Yaouank.
Loeiz IILoeiz II Besteod
(1 a viz Du 846 – 10 a viz Ebrel 879)
877 – 879KarolingidiRoue Akitania e 867, ha roue ar Franked goude marv e dad Karl II. Sakret e Compiègne d'an 8 a viz Kerzu 877.
Loeiz III ha KarlomanLoeiz III
(war-dro 864 – 5 a viz Eost 882)
879 – 882KarolingidiDilennet roue ar Franked asambles gant e vreur Karloman II goude marv o zad Loeiz II. Sakret e Ferrières e miz Gwengolo 879. Marvet dihêr.
Karloman II
(war-dro 866 – 12 a viz Kerzu 884)
879 – 884KarolingidiDilennet da roue ar Franked asambles gant e vreur Loeiz III goude marv o zad Loeiz II. Sakret e Ferrières e miz Gwengolo 879. Roue nemetañ goude marv e vreur d'ar 5 a viz Eost 882. Marvet dihêr.
Karl III an TevKarl III an Tev
(839 – 13 a viz Genver 888)
884 – 887KarolingidiMab Loeiz II Germania, galvet evit seveniñ rejañs Charlez Eeun, mab diwezhañ Loeiz II. Tennet e holl ditloù digantañ d'an 11 a viz Kerzu 887.
Odo IañOdo Iañ
(war-dro 860 – 1 a viz Genver 898)
888 – 898RobertidiDilennet da roue ar Franked goude skarzhet Charlez an Tev. Sakret e Compiègne d'an 29 a viz C'hwevrer 888.
Charlez III EeunCharlez III Eeun[1]
(17 a viz Gwengolo 879 – 7 a viz Here 929)
893 – 922KarolingidiMab Loeiz II, skarzhet diouzh an tron goude marv e vreur Karloman II en abeg d'e oad tener. Pa voe skarzhet Karl III e oa re yaouank c'hoazh hag e voe dibabet Odo, kont Pariz, en e lec'h. Padal e voe sakret e Reims d'an 28 a viz Genver 893 pa oa Odo o ren c'hoazh. En em glevet a rejont evit ma renje Charlez goude marv Odo : deuet da vezañ roue ar Franked d'an 1 a viz Genver 898. Skarzhet gant uhelidi ar rouantelezh a zilennas ha lakaas Roperzh, kont Bourgogn, da vezañ sakret d'an 30 a viz Even 922. Prizoniad e 923. Marvet er vac'h.
Roperzh Iañ
(war-dro 866 – 15 a viz Even 923)
922 – 923RobertidiBreur Odo, ne c'houlennas ket gwiskañ ar gurunenn goude marv hemañ. Gant meur a uhelad e savas a-enep Charlez Eeun e 921. Sakret e Reims d'an 30 a viz Even 922. Marvet en emgann Soissons.
RaoulRaoul
(war-dro 890 – 15 a viz Genver 936)
923 – 936BosonidiRoue ar Franked goude marv Roperzh Iañ dre ma nac'has an uhelidi daskoriñ ar gurunenn da Charlez Eeun. Sakret d'an 13 a viz Gouere 923 e Soissons. Marvet divab diwar laouegezh.
Loeiz IVLoeiz IV Tramor
(10 a viz Gwengolo 921 – 10 a viz Gwengolo 954)
936 – 954KarolingidiMab Charlez eeun, roue goude marv Raoul hepken, pa nac'has Huon ar Bras gwiskañ ar gurunenn. Sakret e Laon d'an 19 a viz Even. Marvet goude bezañ kouezhet diwar ur marc'h.
LotarLotar
(war-dro 941 – 2 a viz Meurzh 986)
954 – 986KarolingidiRoue ar Franked goude marv e dad Loeiz Iv d'an 10 a viz Gwengolo 954. Sakret e Reims d'an 12 a viz Du.
Loeiz VLoeiz V an Didalvez
(war-dro 967 – 22 a viz Mae 987)
986 – 987KarolingidiSakret e Compiègne d'an 8 a viz Even 979. Roue ar Franked goude marv e dad Lotar d'an 2 a viz Meurzh 986. Marvet dihêr goude bezañ kouezhet diwar ur marc'h.
Anv Ren Titloù Notennoù
Huon CapetHuon Capet
(war-dro 940 – 24 a viz Here 996)
987 – 996KapesianedDug ar Franked adalek 960, dilennet roue ar Franked goude marv Loeiz V ha sakret e Noyon (?) d'an 3 a viz Gouere (?) 987.
Roperzh II an Deol
(972 – 20 a viz Gouere 1031)
996 – 1031KapesianedSakret d'ar 25 a viz Kerzu 987 e Orléans, evel roue a-gevret. Roue ar Franked goude marv e dad Huon Capet d'ar 24 a viz Here 996.
Huon IIHuon II
(1007 – 17 a viz Gwengolo 1025)
1017 – 1025KapesianedSakret d'an 9 a viz Even 1017 e Compiègne evel roue a-gevret.
Herri IañHerri Iañ
(1008 – 4 a viz Eost 1060)
1031 – 1060KapesianedSakret d'ar 14 a viz Mae 1027 e Reims evel roue a-gevret. Roue ar Franked goude marv e dad Roperzh II d'an 20 a viz Gouere 1031.
Rejañs (1060 – 1066) : Anne Kiev, pried Herri Iañ.
Fulup IañFulup Iañ
(23 a viz Mae 1052 – 29 a viz Gouere 1108)
1060 – 1108KapesianedSakret d'an 23 a viz Mae 1059 e Reims evel roue a-gevret. Roue ar Franked goude marv e dad Herri Iañ d'ar 4 a viz Eost 1060.
Loeiz VILoeiz VI Tev
(1 a viz Kerzu 1081 – 1 a viz Eost 1137)
1108 – 1137KapesianedRoue ar Franked d'an 29 a viz Gouere 1108 goude marv e dad Fulup Iañ. Sakret e Orléans d'an 3 a viz Eost.
FulupFulup
(29 a viz Eost 1116 – 13 a viz Here 1131)
1129 – 1131KapesianedMab henañ Loeiz VI. Sakret d'ar 14 a viz Ebrel 1129 e Reims evel roue a-gevret.
Loeiz VIILoeiz VII ar Yaouankañ
(1120 – 18 a viz Gwengolo 1180)
1137 – 1180KapesianedEil mab Loeiz VI. Sakret d'ar 25 a viz Here 1131 e Reims evel roue a-gevret. Roue ar Franked goude marv e dad d'an 1 a viz Eost 1137.
Fulup IIFulup II an Aogust
(21 a viz Eost 1165 – 14 a viz Gouere 1223)
1180 – 1223KapesianedSakret e Reims d'an 1 a viz Du 1179 evel roue kevret. Roue ar Franked goude marv e dad Loeiz VII d'an 18 a viz Gwengolo 1180. An hini kentañ oc'h ober gant an titl roue Bro-C'hall.
Loeiz VIIILoeiz VIII al Leon
(5 a viz Gwengolo 1187 – 8 a viz Du 1226)
1223 – 1226KapesianedRoue Bro-C'hall goude marv e dad Fulup II d'ar 14 a viz Gouere 1223. Sakret e Reims d'ar 6 a viz Eost. Marvet diwar red-kof.
Rejañs (1226 – 1235) : Blanca Kastilha, pried Loeiz VIII.
Loeiz IXLoeiz IX pe Sant Loeiz
(25 a viz Ebrel 1214 – 25 a viz Eost 1270)
1226 – 1270KapesianedRoue Bro-C'hall goude marv e dad Loeiz VIII d'an 8 a viz Du 1226. Sakret e Reims d'an 29 a viz Du 1226. Marvet diwar red-kof.
Fulup IIIFulup III an Hardizh
(30 a viz Ebrel 1245 – 5 a viz Here 1285)
1270 – 1285KapesianedRoue Bro-C'hall goude marv e dad Loeiz IX d'ar 25 a viz Eost 1270. Sakret e Reims d'an 30 a viz Eost 1271.
Fulup IVFulup IV ar C'hoant
(1268 – 29 a viz Du 1314)
1285 – 1314KapesianedRoue Navarra dindan an anv Fulup Iañ dre e zimez gant ar rouanez Janed Iañ d'ar 14 a viz Eost 1284, ha roue Bro-C'hall goude marv e dad Fulup III d'ar 5 a viz Here 1285. Sakret e Reims d'ar 6 a viz Genver 1286.
Loeiz XLoeiz X ar Chikaner
(4 a viz Here 1289 – 5 a viz Even 1316)
1314 – 1316KapesianedRoue Bro-C'hall ha Navarra dindan an anv Loeiz Iañ goude marv e dad Fulup IV d'an 29 a viz Du 1314. Sakret e Reims d'ar 24 a viz Eost 1315. Marvet pa oa e wreg o tougen.
Rejañs (1316) : Fulup Poitiers, breur Loeiz X.
Yann IañYann Iañ an Dalif
(15 a viz Du – 19 a viz Du 1316)
1316KapesianedMab dalif Loeiz X ; ne vevas nemet 5 devezh.
Fulup VFulup V an Hir
(17 a viz Du 1293 – 3 a viz Genver 1322)
1316 – 1322KapesianedEil mab Fulup IV. Roue Bro-C'hall ha Navarra dindan an anv Fulup II goude marv e niz Yann Iañ. Sakret e Reims d'an 11 a viz Genver 1317. Marvet divab.
Charlez IVCharlez IV ar C'hoant
(18 a viz Even 1294 – 1 a viz C'hwevrer 1328)
1322 – 1328KapesianedTrede mab Fulup IV. Roue Bro-C'hall ha Navarra dindan an anv Charlez Iañ goude marv e vreur Fulup V. Sakret e Reims d'an 21 a viz C'hwevrer. Marvet divab. Ar c'hudennoù a savas evit renkañ e susit a voe kaoz eus Brezel Kant Vloaz.
Anv Ren Titloù Notennoù
Fulup VIFulup VI
(1293 – 22 a viz Eost 1350)
1328 – 1350ValoisRoue Bro-C'hall goude marv e genderv Charlez IV. Sakret e Reims d'an 29 a viz Mae.
Yann IIYann II ar roue mat
(26 a viz Ebrel 1319 – 8 a viz Ebrel 1364)
1350 – 1364ValoisRoue Bro-C'hall goude marv e dad Fulup VI. Sakret e Reims d'ar 26 a viz Gwengolo. Marvet er vac'h e Londrez.
Charlez VCharlez V ar Fur
(21 a viz Genver 1338 – 16 a viz Gwengolo 1380)
1364 – 1380ValoisRoue Bro-C'hall goude marv e dad Yann II. Sakret e Reims d'an 19 a viz Mae.
Charlez VICharlez VI ar Foll
(3 a viz Kerzu 1368 – 22 a viz Here 1422)
1380 – 1422ValoisRoue Bro-C'hall goude marv e dad Charlez V. Sakret e Reims d'ar 4 a viz Du. Paket gant ur barrad follentez e 1392.
Charlez VIICharlez VII an Trec'hour pa Pourvezet mat
(22 a viz C'hwevrer 1403 – 22 a viz Gouere 1461)
1422 – 1461ValoisRoue Bro-C'hall goude marv e dad Charlez VI, dre ma nac'has asantiñ da feur-emglev Troyes a lakae Herri V Bro-Saoz war an tron. Sakret e Reims d'ar 17 a viz Gouere 1429 gant sikour Janed Ark.
Loeiz XILoeiz XI an Evezhiek
(3 a viz Gouere 1423 – 30 a viz Eost 1483)
1461 – 1483ValoisRoue Bro-C'hall goude marv e dad Charlez VII. Sakret e Reims d'ar 15 a viz Eost 1461.
Rejañs (1483 – 1491) : Anne de Beaujeu, merc'h Loeiz XI.
Charlez VIIICharlez VIII ar Sichant
(30 a viz Even 1470 – 7 a viz Ebrel 1498)
1483 – 1498ValoisRoue Bro-C'hall goude marv e dad Loeiz XI. Sakret e Reims d'an 30 a viz Mae 1484. Marvet divab.
Loeiz XIILoeiz XII Tad ar bobl
(27 a viz Even 1462 – 1 a viz Genver 1515)
1498 – 1515Valois-OrléansRoue Bro-C'hall goude marv e genderv Charlez VIII. Sakret e Reims d'ar 27 a viz Mae 1498. Marvet divab.
Frañsez IañFrañsez Iañ
(12 a viz Gwengolo 1494 – 31 a viz Meurzh 1547)
1515 – 1547Valois-AngoulêmeRoue Bro-C'hall goude marv e genderv ha tad-kaer Loeiz XII. Sakret e Reims d'ar 25 a viz Genver 1515. Marvet diwar gwadlestegezh.
Herri IIHerri II
(31 a viz Meurzh 1519 – 10 a viz Gouere 1559)
1547 – 1559Valois-AngoulêmeRoue Bro-C'hall goude marv e dad Frañsez Iañ. Sakret e Reims d'ar 26 a viz Gouere 1547. Marvet goude bezañ gloazet en un tournamant.
Frañsez IIFrañsez II
(19 a viz Genver 1544 – 5 a viz Kerzu 1560)
1559 – 1560Valois-AngoulêmeRoue Bro-C'hall goude marv e dad Herri II. Sakret e Reims d'an 18 a viz Gwengolo 1559.
Charlez IXCharlez IX
(27 a viz Even 1550 – 30 a viz Mae 1574)
1560 – 1574Valois-AngoulêmeRoue Bro-C'hall goude marv e vreur Frañsez II. Sakret e Reims d'ar 15 a viz Mae 1561.
Herri IIIHerri III
(19 a viz Gwengolo 1551 – 2 a viz Eost 1589)
1574 – 1589Valois-AngoulêmeDilennet da roue Polonia d'an 11 a viz Mae 1573 ha distroet da Vro-C'hall goude marv e vreur Charlez IX. Sakret e Reims d'an 13 a viz C'hwevrer 1575. Muntret gant Jacques Clément.
Anv Ren Titloù Notennoù
Herri IVHerri IV ar Meur
(13 a viz Kerzu 1553 – 14 a viz Mae 1610)
1589 – 1610BourbonedRoue Navarra e 1572, roue Bro-C'hall goude marv e genderv Herri IIIhag an doa e zibabet evel susitour. Dinac'h ar brotestantelezh d'ar 25 a viz Gouere 1593 evit bezañ sakret e Chartres d'ar 27 a viz C'hwevrer 1594. Muntret gant François Ravaillac.
Rejañs (1610 – 1622) : Maria de' Medici, pried Herri IV.
Loeiz XIIILoeiz XIII ar Reizh
(27 a viz Gwengolo 1601 – 14 a viz Mae 1643)
1610 – 1643BourbonedRoue Bro-C'hall ha Navarra goude marv e dad Herri IV. Sakret e Reims d'ar 17 a viz Here. Marvet diwarkleñved Crohn.
Rejañs (1643 – 1651) : Anna Aostria, pried Loeiz XIII.
Loeiz XIVLoeiz XIV ar Meur pe ar Roue-Heol
(5 a viz Gwengolo 1638 – 1 a viz Gwengolo 1715)
1643 – 1715BourbonedRoue Bro-C'hall ha Navarra goude marv e dad Loeiz XIII. Sakret e Reims d'ar 7 a viz Even 1654. Ne grogas da ren da vat nemet goude marv Mazarin e 1661. Marvet diwar brein-krign.
Rejañs (1715 – 1723) : Fulup Orléans, niz Loeiz XIV.
Loeiz XVLoeiz XV
(15 a viz C'hwevrer 1710 – 10 a viz Mae 1774)
1715 – 1774BourbonedRoue Bro-C'hall ha Navarra goude marv e dad-kuñv Loeiz XIV. Sakret e Reims d'ar 25 a viz Here 1722. Marvet diwar gwadlestegezh.
Loeiz XVILoeiz XVI
(23 a viz Eost 1754 – 21 a viz Genver 1793)
1774 – 1792BourbonedRoue Bro-C'hall ha Navarra goude marv e dad-kozh Loeiz XV. Sakret e Reims d'an 11 a viz Even 1775. Roue ar C'hallaoued d'an 10 a viz Here 1789. Krennet e c'halloud gant Bonreizh an 3 a viz Gwengolo 1791, asantet gantañ d'an 13. Skarzhet diouzh an tron d'an 21 a viz Gwengolo 1792. Dibennet dre ar Guillotine da heul e brosez.
(Loeiz XVII)
(27 a viz Meurzh 1785 – 8 a viz Even 1795)
1793 – 1795BourbonedNe renas ket, met anavezet e voe evel roue gant e eontr Loeiz XVIII hag ar roueelourien. Marvet er vac'h e Tour an Templ.
1792-1795 : Bodadenn vroadel
1795-1799 : Directoire
1799-1804 : Koñsulerezh
Anv Ren Titloù Notennoù
Napoleon IañNapoleon Iañ
(15 a viz Eost 1769 – 5 a viz Mae 1821)
1804 – 1814BonapartePennkoñsul adalek 1799, koñsul e vuhez-pad adalek 1802, impalaer ar C'hallaoued dre Bonreizh an 18 a viz Mae 1804. Sakret e Notre-Dame-de-Paris d'an 2 a viz Kerzu. Tennet e c'halloud digantañ gant ar Sened d'an 3 a viz Ebrel 1814.
Anv Ren Titloù Notennoù
Loeiz XVIIILoeiz XVIII
(17 a viz Du 1755 – 16 a viz Gwengolo 1824)
1814 – 1815BourbonsEmzisklêriet roue goude marv e niz Loeiz XVII ha roue da vat adalek ar 6 a viz Ebrel 1814 goude dilez Napoleon. Tec'hel a reas kuit eus Pariz da noz an 20 a viz Meurzh 1815.

Impalaeriezh kentañ (Ar C'hant Deiz)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Anv Ren Titloù Notennoù
Napoleon IañNapoleon Iañ1815BonaparteDistroet d'an Tuileries d'an 20 a viz Meurzh, nebeut goude tec'hadenn Loeiz XVIII. Trec'het e Waterloo d'an 18 a viz Even, dilezet ar galloud d'an 22 a viz Even evit reiñ e lec'h d'e vab[2].
Anv Ren Titloù Notennoù
Loeiz XVIIILoeiz XVIII1815 – 1824BourbonsAdc'halvet gant ar gouarnamant-da-c'hortoz d'an 22 a viz Even 1815 goude eil dilez Napoleon, erruet e Pariz d'an 8 a viz Gouere.
Charlez XCharlez X
(9 a viz Here 1757 – 6 a viz Du 1836)
1824 – 1830BourbonsRoue Bro-C'hall goude marv e vreur Loeiz XVIII d'ar 16 a viz Gwengolo 1824. Sakret e Reims d'an 29 a viz Mae 1825. Rediet da reiñ e zilez goude an Trois Glorieuses d'an 2 a viz Eost 1830.
Loeiz XIX(Loeiz XIX)
(6 a viz Eost 1775 – 3 a viz Even 1844)
1830BourbonsLavaret e vez a-wechoù eo bet Loeiz Bro-C'hall, mab henañ Charlez X, roue Bro-C'hall gant an anv Loeiz XIX e-pad an 20 munutenn a voe etre sinadur an akt a zilez gant Charlez X ha sinadur an daofin.
Herri V(Herri V)
(29 a viz Gwengolo 1820 – 24 a viz Eost 1883)
1830BourbonsLavaret e vez eo bet roue eus an 2 a viz Eost betek ar 7 a viz Eost, etre dilez e dad-kozh Charlez X evitañ ha galv Loeiz-Fulup Iañ gant Kambr an dilennidi.
Anv Ren Titloù Notennoù
Loeiz-FulupLoeiz-Fulup Iañ ar Roue-Sitoyan
(6 a viz Here 1773 – 26 a viz Eost 1850)
1830 – 1848Tiegezh OrléansGoude dispac'h miz Gouere 1830 e voe disklêriet roue ar C'hallaoued d'an 9 a viz Eost. Roet e zilez goude dispac'h miz C'hwevrer 1848 evit e vab-bihan Fulup Orléans. Hemañ ne voe ket anavezet gant ar Vodadenn a zisklêrias an Eil Republik.
1848-1852 : an Eil Republik
Anv Ren Titloù Notennoù
Napoleon IIINapoleon III
(20 a viz Ebrel 1808 – 9 a viz Genver 1873)
1852 – 1870BonaparteDilennet da brezidant an Eil Republik c'hall e 1848, ha graet gantañ taol-stad an 2 a viz Kerzu 1851 a gasas d'an Eil Impalaeriezh e miz Kerzu 1852 hag eñ impalaer ar C'hallaoued. Trec'het en emgann Sedan e voe bac'het d'an 2 a viz Gwengolo 1870. Embannet e voe an Trede Republik daou zevezh goude.

Liammoùdiavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. ↑ Carolus Simplex : Charlez Euun, Charlez Didro.
  2. ↑ Pemzektez e padas ren ofisiel e vab.