Brein-krign

Eus Wikipedia
Troad un hinienn diabetek taget gant ar brein-krign
Miracolo_di_Aurelia_Degli_Angeli, e 1610.
Ar soudard Milton E. Wallen gloazet e-pad brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika klañv gant ar brein-krign e 1863.

Ar brein-krign, pe ar varvenn-gig (gangraena e latin, eus ar ger gregach gagraina (γάγγραινα) a dalv kement ha breinadur an danvez) eo an anvioù a roer d'an droug a laka danvez kig un den da vervel[1]. Mammenn ar c'hleñved a zo ur stankadur gwazienn deuet diwar un emboestadur, ur stroñs, ur bilimadur pe goude bezañ bet diskouezet d'ar yenijenn sklas.

Yezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kentañ meneg eus ar c'hleñved a vefe er XVIvet kantved, e Bro-Saoz, en ur werzenn diwar zorn Shakespeare en drajedienn Coriolan :

  • The service of the foote Being once gangren'd, is not then respected For what it was before.

Orin ar c'hleñved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An orin aliesañ a vez un diskrog hir pe ur red difonnus a-grenn gant gwaziadur ar gwad. Er c'hantvedoù tremenet, ar gloazadennoù brezel pareet fall ha bilimet a oa mammenn d'ar brein-krign ha goude-se da ziskolpañ lodenn klañv ar c'horf met ne oa ket dre ret ur pare diskoulm e-tal ar marv[2]

Hep oksigen, al lien-kig a ya da anaon ha goude-se da vreinañ.

Doareoù brein-krign lies[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Breign-krign sec'h[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Merzhet e vez dre liv al lien-kig o vont etrezek an teñval. Dre vras e vezo du ha sec'h al lien-kig klañv.

Brein-krign gleb[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dont a ra adal ur brein-krign sec'h pe ur bilimadur mikrobek. Merzhet e vez gant c'hwezadur ha breinadur al lien-kig, ouzhpenn da-se e vez muioc'h-mui dourennek ha brein.

Brein-krign aezhennek[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Merzhet e vez dre ur bilimadur mikrobek gant kellidoù en o aes en un aergelc'h hep oksigen, (Evel Clostridium perfringens doare A)), hag ur broduerezh gaz el lien-kig klañv.

Doareoù breign-krign ral[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Breign-krign Fournier[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Breign-krign Fournier a zo ral, tagañ a ra organoù engehentiñ hag seier ar baotred dreist-holl.

Brein-krign Buerger[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Brein-krign Buerger pe kleñved Buerger a zo ur brein-krign ral hag a dap ar baotred yaouank dreist-holl, dre un aergelc'h yec'hed troet da fall gant a butuniñ sot.

Ur c'hleñved marvus[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar brein-krign aezhennek a zo an hini dañjerusañ ha marvusañ. Ma ne vez ket talet ouzh ar bilimadur, an toksinoù a zeio etrezek ar gwad ha goude-se betek an organoù diazez.

Talañ ouzh ar brein-krign[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

A-benn talañ ouzh donedigezh ar brein-krign ez eo ret kaout louzhoù efedus roet alies ha ret eo naetaat lies ar gloazadennoù.

Tud brudet aet da anaon gant ar brein-krign[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Evit kavout ul listenn glok gwelet Tud aet da anaon gant ar brein-krign

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Thomas Eugène Éloi Renault, Gangrène traumatique- Mémoire et observations cliniques sur une de ses causes les plus fréquentes dans les animaux doméstiques, embannadur Bechet Je. et Labe, Levraoueg Skol-veur ar medisinerezh, 1840
  • Ollivier, Alexandre-François, Traité expérimental du typhus traumatique, gangrène ou pourriture des hôpitaux, contenant des observations nouvelles sur diverses gangrènes, épidémies, contagions, embannadur Pariz Mme Seignot librairie éditeurs, 1822

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]