Jean-Baptiste Lully

Eus Wikipedia
Jean-Baptiste Lulli

Ganedigezh 28 a viz Du 1632
Firenze
Marv 22 a viz Meurzh 1687
Pariz
Broadelezh Toskan
(Hiziv : italian)
Gall (1646)

Micherioù Soner (biolin, gitar,
klavisim, piano)
Sonaozour
Stil Barok

Jean-Baptiste Lully, pe Giovanni Battista Lulli hervez e anv italianek orin, ganet e 1632 e Firenze ha marvet e 1687 e Pariz, a oa ur sonaozour gall a orin italian. Levezonet en deus ar sonerezh klasel, adalek ar XVIIvet kantved betek hiziv, ken e c'heller kavout levezon Lully e-barzh meur a oberenn.

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Erruet e oa e Bro-C'hall e 1643, deuet eus Firenze da labourat evit dugez Montpensier, lesanvet "La Grande Mademoiselle". Donezonet e oa evit ar sonerezh ha dañsal a rae mat-tre. Da 13 vloaz e teskas seniñ violoñs, gitar ha piano. Soner e teuas da vezañ el laz anvet "Grande bande des violons du roi", ennañ 24 soner, ha buan a-walc'h e renas ur strollad nevez: ar "Bande des petits violons", ennañ 16 soner.

E 1653 e voe anvet gant Loeiz XIV da sonaozour-meur evit aozañ sonerezh gouestlet d'ar binviji nemetken. Gant ar barzh Isaac de Benserade, e skrivas meur a gorolladeg, war nebeutaat e santer al levezon italianek en e oberennoù. Gall e teuio da vezañ da c'houde hag anvet e voe da bennverour ar sonerezh ha sonaozour ar "Gambr" e 1661. Dimeziñ a reas da verc'h Michel Lambert un nebeud mizvezhioù goude. Adalek 1664 betek 1671 e labouras gant Molière, o skrivañ sonerezh evit e gorolladegoù: Le Mariage Forcé, La princesse d'Elide, L'amour médecin, Georges Dandin, Monsieur de Pourceaugnac, Les Amants magnifiques, Le Bourgeois Gentilhomme. Sach-blev a savas etre Molière ha Lully e 1671, ha ne labourjont ken asambles goude.

E 1672 e prenas Lully digant Pierre Perrin gwirioù an "Académie royale de musique" lec'h m'en do ur galloud diktatourel, o skarzhañ ar sonaozourien a zisplije dezhañ. Leun a enor hag a binvidigezhioù, e ro, en un doare reoliek a-walc'h, un opera bep bloaz (13 a roio en holl) diwar barzhonegoù Philippe Quinault, en o zouez: Cadmus et Hermione (1673), Alceste (1674), Thésée (1675), Armide (1686). E 1681 e teuas da vezañ sekretour ar roue.

6 bugel en doe, tri a sone: Louis, Jean-Baptiste II ha Jean-Louis. Hogen paotretaer e oa ivez.

Mervel a reas e 1687, en em c'hloazet e oa gant e vazh-ren evit al laz-senniñ.

Brudet eo a drugarez d'e zegasadennoù graet e-keñver ar sonerezh relijiel hag ar sonerezh leurenn. Eñ eo en deus krouet an opera gall. Krouet en deus 14 trajedienn, 20 "motet" bras, enno an Te Deum (1677), hag 11 "motet" bihan, gant ur stumm italianekoc'h. Betek 1789 hag an dispac'h gall, eo bet c'hoariet dizehan e oberennoù hag ul levezon vras en deus bet war sonaozerien Bro-Chall: François Couperin, Marin Marais, Michel-Richard Delalande, Jean-Philippe Rameau met ivez en Europa a-bezh. Lod eus e skolidi a ledo e levezon e-maez eus Frañs: Georg Muffat, Johann Sigismund Kusser, Johann Caspar Ferdinand Fischer hag an Italianed Vincenzo Albrici hag Agostino Steffani.

Pladennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Sinema ha Levrioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]