Ren ar Gonsuled
Ren ar Gonsuled, eo an anv a vez graet eus an aozadur politikel savet goude Taol-stad an 18 a viz ar Vrumenn, e bloavezh VIII ar C'hentañ Republik c'hall. Kemer a reas lec'h gouarnamant ar Bodad-ren a oa padet pevar bloaz (1795-1799). Bonreizh nevez ar bloavezh VIII a lakae war wel un doare ren aotrouniek, en e benn tri c'honsul, Jean-Jacques-Régis de Cambacérès, Napoleone Buonaparte, Charles-François Lebrun. Daoust da se ne oa nemet unan er penn en gwirionez, Napoleone Buonaparte, hag a deuas da vezañ konsul buhez-pad e 1802.
Gant Taol-stad an 18 a viz ar Vrumenn ha staliañ ar gouarnamant nevez-se eo merket fin an Dispac'h gall. Gant marevezh ar Gonsuled e teuas adreizh ar frammoù politikel, ekonomikel ha milourel ar vro a oa bet degaset gant an Dispac'h abaoe fin ar Renad kozh.
Ren ar Gonsuled a bado betek an 28 a viz ar Bleuñv eus bloavezh XII (18 a viz Mae 1804), pa voe embannet fin ar Republik c'hall ha diskleriet an Impalaeriezh c'hall kentañ .
Ar bodad konsuled da c'hortoz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Goude Taol-stad an 18 a viz ar Vrumenn ar bloavezh VII (9 a viz Du 1799) e voe savet ur Bodad konsuled da c'hortoz, gant Napoleone Buonaparte, Emmanuel-Joseph Sieyès ha Roger Ducos.
Ur vonreizh nevez a voe savet hag embannet d'ar 4 a viz an Erc'h eu ar bloavezh VIII (26 a viz Kerzu 1799).
Mennozhioù Sieyès eo a zo diazez an holl oberennoù sevenet. Goude bloavezhioù brall-divrall ar Bodad-ren e klasked kaout ur galloud-oberiañ kreñv evit aesaat mont en-dro gouarnamant ar vro.
Bodadegoù e-leizh a vezo etre miz Gwengolo ha penn kentañ miz Kerzu, Napoleone Buonaparte a glaske reiñ nerzh evit mont buan gant an adreizhadennoù.
Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Jacques-Olivier Boudon, Histoire du Consulat et de l'Empire, Perrin, Paris, 2003.
- Thierry Lentz, Le Grand Consulat, Fayard, Paris, 1999.
- Jean Tulard, Dictionnaire Napoléon, Fayard, Paris, 1999.