Kentañ Republik c'hall
- Ur pennad Republik c'hall zo ivez.
| Deiziad krouiñ | 21 Gwe 1792 |
|---|---|
| Arvez | Loeiz XVI, Dispac'h Gall |
| Anv ofisiel | Première République |
| Anv er yezh a orin | République française |
| Perzhiad e | Emsavadeg Iwerzhon eus 1798, Brezelioù Napoleon |
| Yezh ofisiel | galleg |
| Kan broadel | La Marseillaise |
| Kevandir | Eurazia |
| Stad | Frañs |
| Kêr-benn | Pariz |
| Daveennoù douaroniel | 48°51′55″N 2°19′38″E |
| Renad politikel | parliamentary republic, directorial system, triumvirelezh |
| Korf lezenniñ | Koñvañsion vroadel |
| Moneiz | Assignat, French livre, French franc |
| Perc'henn war | Castle of Seneffe |
| Raklec'hiet gant | rouantelezh c'hall bonreizhel |
| Bet erlec'hiet gant | Impalaeriezh C'hall Kentañ |
| Yezh implijet | okitaneg, galleg |
| Deiziad divodañ | 18 Mae 1804 |
| Banniel (deskrivadur) | Banniel Frañs |

Kentañ Republik c'hall, anvet République Française en-ofisiel, a vez lavaret gant an istorourien eus ar renadoù politikel parlamantel e Bro-C'hall hag a badas eus Gwengolo 1792 betek miz Du 1799. Degaset e voe gant an Dispac'h gall, ha kemer a reas lec'h ar renad kozh diskaret d'an 10 a viz Eost 1792, pa voe kemeret palez an Tuileries e Pariz gant an dispac'herien.
Ren a reas war Bro-C'hall, evel m'hec'h anvavezer hiriv, ha war holl broviñsoù an Impalaeriezh santel a oa war lez kleiz ar stêr Roen hag a zo aet abaoe d'ober stadoù Belgia, Luxembourg hag ul lod eus stadoù Alamagn.

Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]D'an 21 a viz Gwengolo 1792 e voe bodet kannaded ar Gonvansion evit ar wech kentañ ha divizet e voe gante diskar an unpenniezh vonreizhel en Bro-C'hall.
Ma ne oa ket bet embannet ar republik en un doare ofisiel d'an 22 a viz Gwengolo 1792 e voe divizet deiziata aktaoù gant bloaz I ar Republik.
Konsulad
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ar c'honsulad gall a grog gant taol-Stad an 18 Brumaire en 1799. Izili ar Renerezh, pe ar Renerien, a aozas an taol-stad o-unan. Napoleone Buonaparte a oa kenirienner a gemeras penn ar gouarnamant hag a voe anvet da Gentañ Konsul. Pemp bloaz goude, e 1804, e voe anvet da Impalaer an Impalaeriezh c'hall kentañ.