Assignat
Neuz
An Assignat a oa un doare moneiz (pezhioù ha bilheji) savet e-pad an Dispac'h gall.
Goude sistem Law (1716-1720), an assignat eo an eil taol-arnod e Bro-C'hall en XVIIIvet kantved da glask sevel ur moneiz arc'hant-paper: evel an hini gentañ e voe un taol kleze en dour.
Er penn kentañ e oa un titl amprest lakaet da dalvezout gant Teñzor publik Bro-C'hall e 1789, talvoudegezh ar moneiz a oa bet diazezet war ar madoù broadel dre engalvadenn (assignation). An "assignats" a oa deuet da vezañ ar moneiz eskemm adal 1791, hag ar bodadegoù dispac'hel a embanne muioc'h-mui anezho, ar pezh a zegasas ur revoneizadur. Priz reizh an assignats a voe lammet e 1797.