Banniel Frañs
| ||
Kenfeurioù: | 2:3 | |
Kod bannielouriezh | ![]() ![]() | |
Anv (pe lesanv): | Le Tricolore, Le Drapeau tricolore | |
Degemeret e | 1794, 1848 | |
Livioù |
Banniel Frañs pe Banniel Bro-C'hall pe c'hoazh ar Banniel gall, pe an Triliv (gall) (galleg: Le drapeau français pe le drapeau tricolore, pe c'hoazh le pavillon français, le pavillon tricolore war vor) eo banniel ofisiel ar Republik c'hall, evel m'eo termenet e mellad 2 he bonreizh. Rannet eo gant teir bandenn a-serzh ingal o ment: glas (ouzh ar gwint), gwenn, ruz. Savet e oa bet da vare Reveulzi 1789. Lavaret e vez alies e vije bet savet gant La Fayette en ur lakaat a-gevret livioù Kêr-Bariz, ar ruz hag ar glaz, gant livioù ar rouantelezh, ar gwenn.
E 2006, a-raok dilennadeg Prezidant ar Republik c'hall, edo Ségolène Royal o c'houlenn gant pep keodedour kaout ur banniel triliv e pep ti da lakaat a-ispilh ouzh ar prenestr da zeiz Gouel ar Republik.
Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- (fr) Ar banniel gall, war lec'hienn Prezidant Republik Frañs.