La liberté guidant le peuple

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
La liberté guidant le peuple
La bigouden guidant le peuple
Un drevezadur breizhat

La liberté guidant le peuple ("Ar Frankiz o sturiañ ar bobl") zo un eoullivadur gant al livour gall Eugène Delacroix (1798-1863) hag a lid Reveulzi Gouhere 1830, pa voe skarzhet ar roue Charlez X eus Bro-C'hall.

Diskouezet e oa bet d'an arvesterien e 1861 da-geñver Saloñs Pariz gant an talbenn Scènes de barricades ("Arvestoù ar bardelloù"). Goude-se e voe diskouezet er Musée du Luxembourg adalek 1863 kent bezañ staliet e Mirdi al Louvre e 1874 ; unan eus an oberennoù gwelet ar muiañ e voe eno.

Alegorienn[1] ar Frankiz a zesach ar bobl etrezek ar bardelloù ha korfoù ar re varv, en ur zougen banniel an Dispac'h gall – ar banniel triliv, chomet banniel broadel Bro-C'hall abaoe – en eil dorn hag ur fuzuilh en egile.
Ar skeudenn-se eus ar Frankiz zo chomet da arouezioù Bro-C'hall hag ar Republik C'hall, lesanvet Marianne.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Dammeg e Geriadur Vallée (1931), adammeg e Geriadur Ménard (2012). Tapet diwar ar ger kembraek dameg, a dalv kement ha fablenn.